Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
14
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. (db. korf an dud, al loened) 1. Rann eus ar c'horf a ya eus al lez d'ar gazel. Lakaat e gleze ouzh e gostez. Kaout poan en e gostez. & Bezañ e kostez ub. : bezañ en e gichen. & Dre skeud. Bezañ war e gostez : bezañ klañv. 2. A-wechoù An divlez. 3. Dre zic'harv. (en e furm daou ; db. ar merc'hed) Kof. Frouezh he daougostez. Dougen etre he daougostez : bezañ dougerez. B. 1. Darn eus an egor zo a-gleiz pe a-zehoù d'al lec'h ez eus anv anezhañ. Bezañ en ur foz, tan diouzh an daou gostez. HS. tu. & Trl. Mont war e zaougostez : kostezañ eus an eil tu d'egile a-bep-eil pa gerzher. 2. Estl. Kostez ! : aet eo an tenn e-biou. & Trl. Mont d'ar c'hostez : c'hwitañ war an taol. C. (db. an traoù) 1. Gorreenn ziavaez zo bevennet ganti un draezenn e pep keñver. Daou gostez ar falc'h. Kostezioù ur ruskenn, ul lestr ; ur c'hleuz, h.a. Ar c'hostez dehoù. HS. tu. 2. Trl. Bezañ war gostez : bezañ war ziskenn. Emañ ar park war e gostez. D. (dirak ur rn. disk. pe dirak ar ger all) Lec'h enebet ouzh ul lec'h all. Deus er c'hostez-mañ. Eus ar c'hostez all d'ar mor. Er c'hostez all eus ar barrez. HS. tu. E. E KOSTEZ UB., EUS KOSTEZ UB. : a-du gantañ. Un test en e gostez. Me zo eus ho kostez. F. Aod. Dastum ar bezhin a-hed ar c'hostez. & Bageerezh Mont er c'hostez : mont war reier an aod. & Lakaat ur vag er c'hostez : he c'has da goll war reier an aod. & Chom e kostez an aod : paouez da vat da vont war vor, evit ur vag. II. Ar. A-gichen. Tud yaouank kostez an Oriant : eus Bro an Oriant, a-gichen an Oriant. III. Tr. adv. (en e furm lies) E trowardroioù. Kostezioù Pleiben ez anavezan ur vaouez kozh.

Skouerioù istorel : 
70
Kuzhat roll ar skouerioù

Mar a'm gwarant va c'harantez, / Da vout en noz oc'h he c'hostez, / Wamm garet nepred.

1350
Daveenn : ABER niv. 69, 310

kostez

1499
Daveenn : LVBCA p123 (coste)

ag ur c'hostez

1499
Daveenn : LVBCA p15, 123, 200 (d-ung coste)

kostez dehoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg costé (droit)

kostez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bord, coste, Page

ober kostez a-dreuz gant ar gouelioù

1732
Daveenn : GReg pg bouliner (aller à la bouline), capeer (ou, capeyer, mettre le vaisseau à la cape)

ar c'hostez kleiz eus an arme

1732
Daveenn : GReg pg aile

kostez

1732
Daveenn : GReg pg aile, bord (extremité d'une chose), costé (ou côté, partie du corps humain, depuis les hanches jusqu'à l'aisselle), costé (parti)

kostez dehoù an arme

1732
Daveenn : GReg pg aile

kostezioù

1732
Daveenn : GReg pg aile, bord (extremité d'une chose), costé (ou côté, partie du corps humain, depuis les hanches jusqu'à l'aisselle)

kostez ar puñs

1732
Daveenn : GReg pg bord (d'un puits, d'une fontaine)

kostez ar feunteun

1732
Daveenn : GReg pg bord (d'un puits, d'une fontaine)

avel gostez

1732
Daveenn : GReg pg (vent de) bouline; collateral

ober kostez a-dreuz

1732
Daveenn : GReg pg bouliner (aller à la bouline)

an naou gostez eus hon arme a ioa…

1732
Daveenn : GReg pg aile

graet kostez a-dreuz gant ar gouelioù

1732
Daveenn : GReg pg bouliner (aller à la bouline)

ober kostez a-dreuz

1732
Daveenn : GReg pg capeer (ou, capeyer, mettre le vaisseau à la cape)

graet kostez a-dreuz

1732
Daveenn : GReg pg capeer (ou, capeyer, mettre le vaisseau à la cape)

graet kostez a-dreuz

1732
Daveenn : GReg pg capeer (ou, capeyer, mettre le vaisseau à la cape)

kostez kravazh

1732
Daveenn : GReg pg (bras d'une) civiere

kostez kloued

1732
Daveenn : GReg pg (bras d'une) claye

kostez

1732
Daveenn : GReg pg costé (ou côté, partie du corps humain, depuis les hanches jusqu'à l'aisselle)

kosteioù

1732
Daveenn : GReg pg costé (ou côté, partie du corps humain, depuis les hanches jusqu'à l'aisselle)

kosteoù

1732
Daveenn : GReg pg costé (ou côté, partie du corps humain, depuis les hanches jusqu'à l'aisselle)

azezet eo em c'hostez

1732
Daveenn : GReg pg (il est assis à mon) côté

lakaat e gleze ouzh e gostez

1732
Daveenn : GReg pg (mettre son épée de) côté

an droug kostez

1732
Daveenn : GReg pg (le mal de côté)

an droug a gostez

1732
Daveenn : GReg pg (le mal de côté)

monet a gostez

1732
Daveenn : GReg pg (aller de côté)

Me 'n em lakaio en ho kostez

1732
Daveenn : GReg pg (je me mettrai de votre) côté

lakaat a-gostez, war ar c'hostez

1732
Daveenn : GReg pg (mettre de) côté (sur le côté)

deuet eveus a gostez kleiz Jupiter

1732
Daveenn : GReg pg descendu (de la côte de Jupiter)

kostez skeul

1732
Daveenn : GReg pg (bras d'une) échelle

ur c'hostez eus ar balañs a bouez mui egit egile

1732
Daveenn : GReg pg (un côté de la balance) emporte (l'autre)

ur c'hostez a sav egile

1732
Daveenn : GReg pg (un côté de la balance) emporte (l'autre)

ar c'hostoù munut, ar berrgostoù

1732
Daveenn : GReg pg (les) fausses (côtes)

Ar Werc'hez sakr he deus bet dre un eurvad douget hon Salver e-pad nav miz entre he daougostez benniget.

1732
Daveenn : GReg pg flanc (La Sainte Vierge a porté Nôtre Sauveur neuf mois dans ses flancs Sacrez.)

atakiñ un arme dre ar c'hostez

1732
Daveenn : GReg pg flanc (Prendre l'ennemi en flanc.)

ataket un arme dre ar c'hostez

1732
Daveenn : GReg pg flanc (Prendre l'ennemi en flanc, pp.)

ar c'hostez kleiz

1732
Daveenn : GReg pg gauche (La gauche.)

Ar berr gostoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kostézen

kostezioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kostez

Ar c'hostez kleiz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kostez

Lakaat e gleze ouzh e gostez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kostez

leal, aet eo d'al leur nevez, an hini a gar eus he gostez, indani 'n abid satin gwenn; Doue, bravañ da femelenn; indanañ 'n abid satin gris; bravañ den yaouank a welis

1874
Daveenn : GBI.II p480

aet eo aze d'al leur nevez, Fieka Kalvez eus e gostez, gante pep a abid nevez, bravañ daou den yaouank o vale

1874
Daveenn : GBI.II p468

Ac’hanta, gwazed, emezañ, e-feson e karer ober ar c’housk-mintin e kostez Bro-Leon ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.76

E vanneig a gav mat, ha setu perak eo troet e kostez Loull ar Bouc’h a ro dezhañ da evañ kement ha ma kar, rak ar banneoù-se ne goustont netra ; ha pa ne vez ken ez eer da gerc’hat d’al lec’h ma’z eus.

1877
Daveenn : EKG.I. p.113

Goude-se e voe klevet e oa bet, ar paour-kaezh person "intru", goude ma oa aet eus a Blouared, ur pennad amzer er c’hoadoù, evel un den gouez, e parrez Gurunhuel ; ac’hano oa deuet da gostez Mousteruz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.153

Roparzh Mengi, eus e gostez, a yoa gant e dud, daou-ugent den, kontet mat, kalon en o c’hreiz ha youl en o fenn, en ur c’hraou da dud ar Poder, e Krec’h ar Stank, a-zehou d’an hent pa’z eer eus a Gonk da Lokournan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.196

Div blac’h yaouank, eus a Arvor-Gleder, a yae da Gervrenn da brederiañ daou baganad a Blouneour-Traezh kouezhet en emgann ; unan anezho a yoa torret e c’hinou gant un tenn fuzuilh ; egile a yoa toullet e gostez gant un tamm mindrailh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.292

D’ar mareoù-se, ar re a yoa e kostez ar Roue, e Sant-Brieg, o doa c’hoant da vont war gêr evit tennañ eus ar prizon ar re eus o zud hag eus o mignoned a yoa bet paket gant ar republikaned.

1877
Daveenn : EKG.I. p.62

Un dervezh, dervezh glac’harus ! e tigouezhas e kêr Lambal, soudarded a gostez an Normandi hag o doa klevet en o bro hanv eus a gouent Sant-A[l]bin, rak brudet [e] oa a-bell.

1877
Daveenn : EKG.I. p.36

Neuze e lakejont ar soudard war e gostez, tro e c’hinou d’an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.306

Ur moustradig glin nemetken ouzh e gostez dehou pe ouzh e gostez kleiz a oa a-walc’h d’e leviañ war an tu ma tleje mont.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

Un devezh ma oa aotrou Tremedern o chaseal e-lec’h ma ’c’h omp bremañ azezet, en em gavas gantañ ur marc’heg, kleze eus e gostez, goaf en e zorn, tok-houarn war e benn, skoed stag ouzh dibr ar marc’h.

1925
Daveenn : BILZ2 p.117

Me a sant va bouzellenn vras o c'hourlammat e kostez dehoù va c'hof ! M'eus aon emañ-hi o c'hoari penn-tourtig !... – Ma ! lop war ar boued 'ta neuze, Yann, da c'hedal ma vo distouvet ar boutailhoù ganin-me ! a droc'has paotr Gouenoù.

1929
Daveenn : SVBV p9

Pa blad un dolzennad evel-se dindan pouez ar skorn, ez eo anat e teu bec'h war al lodennoù a zo chomet divec'h pe sammet nebeutoc'h er c'hostezioù, evel pa lakaer ur maen war ur wastellad pri gwak ez eo techet an troioù da frailhañ ha da faoutañ.

1943
Daveenn : TNKN p64

Genidik a gostez Gwimilio, en doa graet e vrud da gentañ e Pariz ; (...)

1944
Daveenn : EURW.1 p.91

Mari a en em lakaas war he c’hostez kleiz, troet ouzh ar voger.

1944
Daveenn : ATST p.50

« Hola ! hola ! » eme ar mevel bihan, en ur c’hoarzhin, » emañ ar vag o vont gant an dour !… Hola ! mont a ra war he c’hostez !!.. Hola !… ne chom ket ar roeñv en dour !… Hola ! paotr, n’out ket barrek war ar vicher. »

1944
Daveenn : ATST p.95

Diouzh ar prenestr e weled traoñienn Vontroulez ; ar vrec’h-vor, e tu hanternoz ; tosennoù kostez Plouigno e tu kreisteiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p80-81

D'ar Sadorn, deiz ar marc'had, e kreske niver ma c'henseurted taol gant tri pe bevar charretour, deuet diouzh kostez Gwerleskin ha Kallag : neuze avat, e veze goloet heklev ar galleg gant huchadennoù sklintin ar vrezhonegerien.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

An hent bras a ya di n’en deus nemet dek rahouenn a ledander, ha c’hoazh an hanter anezho a zo goloet gant letonenn ar c’hostezioù.

1944
Daveenn : ATST p.9-10

Tud an taol-mañ -a gostez Kerne-Uhel- a rae o diskenn e ostaleri an Itron Faucheur, a oa ar gentañ war an dorn kleiz pa zigouezhed e kêr, tostik da maner ar Sal d'an aotrou Kerouarz, depute rannvro Gallag.

1944
Daveenn : EURW.1 p29-30

Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz. Kounnariñ en doa graet ar breur Arturo : - Breur Celestino, ur skouarnad ho po diganin, kentañ tro e touchot adarre ouzh va c'hostezoù !

1949
Daveenn : SIZH p.47

- Me a zo a gostez ar mor, emezañ : - Gouzout a raen mat e oac'h « Gallego » (kalaikiad). Du-hont eo iskis an dud. Ha n'int ket a-ouenn ganimp, war am eus klevet. Mousc'hoarzhin a reas ar breur Arturo. - N'on ket « Gallego ». Me zo Breizhad.

1949
Daveenn : SIZH p.43

E kostezioù Libreville em boa klasket e-pad pell amzer, en aner, ur paotrig da vezañ "mwana"; amañ e venne an holl dont da servijañ.

1985
Daveenn : DGBD p159

E kostez Sibang eo eta em eus graet anaoudegezh da gentañ gant ar c'helien tsetse brudet, rak int-i eo a oa eno ouzh va heskinañ.

1985
Daveenn : DGBD p59

Ha pa vezer bazhataet eo gwelloc'h en em damolodiñ war al leur evel ur poupig e kof e vamm -gourvezet war ar c'hostez, an daouarn a-drek ar penn hag an diarvrec'h war an daouividig, en ur sevel an daoulin da wareziñ an organoù genel-

2015
Daveenn : DISENT p161

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial