Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an oabl) Goloet a goumoul, penn-da-benn pe evit un darn. Koumoulek eo an oabl, an amzer. & (db. an toleadoù, ar broioù) Goloet a goumoul dre voaz. Unan eus lec'hioù koumoulekañ ar bed. HS. koabrek. ES. digoumoul, dizolo. 2. Dre skeud. Luziet, n'eo ket sklaer. Komzoù koumoulek.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

komoulek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nebuleux

komolek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg obscur

komoulek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sombre

komoulek

1850
Daveenn : GON.II pg kommoulek (Nuageux. Nébuleux. Obscurci par les nuages. Sombre).

Daoulinet int etre ar mor-bras a ya hag a deu a-zindan o zreid ha toenn koumoulek [sic] an [n]eñv a guzh anezho ouc’h daoulagad ar sitoianed...

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

Ha, daoust d’e baourkaezh devezhioù da vezañ kelc’het gant an ezhommoù, daoust d’an dienez da begañ war e groc’hen ha war e galon, abeg e kave ar paotr evelkent en nerzh e yaouankiz, da leuskel e vennozhioù da nijal, gwennilied dibreder, a-dreuz oabl koumoulek an hunvreioù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Emeur, siwazh, e deun pleg-mor Ginea, en unan eus lec'hioù koumoulekañ ha gleborekañ a zo er bed.

1985
Daveenn : DGBD p21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial