Ha setu koulz pred. Daouzek taoliad, a gant kouviad pep hini, a zo bet savet en ur park, pe gentoc'h, a zo bet toullet en ur park, rak e menez Arre, 'lec'h e oa stank an euredoù a vil den pedet, ne c'halled ket kaout pleñch ha bankoù a-walc'h, ha sed e veze toullet div foz en douar ; an daol a oa ar c'hlazenn etre an div foz.
Gant ar pevar pe bemp all e oa deuet d'hon diambroug e rae se un daoliadig vrav a gouvidi evit koan hag evit ar c'hafe.
Ne chomas mui bac'het en e di, en digenvezded, adskoulmañ a reas darempredoù gant e vignoned, hag e voe a-nevez o c'houviad fentigeller prizietañ.
Ha neoazh, aon en doa. A-wechoù, p'en em gave en e genkiz bras en Nottinghamshire, o tegemer ar baotred yaouank kran eus e renk a oa e gompagnuned pennañ hag o sebezañ ar gontelezh a-bezh gant moed gadal ha splannded dispar e zoare bevañ, e tileze e gouvidi a-greiz-holl hag e tistroe da Londrez a-benn-herr evit bezañ sur ne oa ket bet stoket ouzh an nor hag e oa c'hoazh al livadur en e blas.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kouviadenn