Brav-bravik e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war-vete nebeut ha betek-henn, kaer am [sic] eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
Krediñ a ra din n’emaon ket amañ, em liorzh Krech’ Eliez, war greiz an deiz en derc’hent gouel Sant Erwan 1954, o skrivañ gant un tammig kreion an envorennoù-mañ… [sic, eñvorennoù-mañ…] Nann ! n’on [sic] ket amañ, met du-hont, e ti melen ar vourc’h [...].
Hini pe hini anezho a oa dezhañ ivez teuler evezh ouzh ar piked ha klotañ a rae mat gant ar gartenn (pa veze bet ur barr-glav bras bennak e c'hoarveze a-wechoù e veze bet diframmet unan bennak gant kas an dour), me a veze da drede ha diouzhtu em c'hichen e veze ar mwana o tougen ar plankenn-labour a veze warnañ diouzh un tu ar c'harned da verkañ an evezhiadennoù, ha diouzh an tu all ar gartenn hag a verked warni natur an danvez a veze bet kavet, hervez pe hini oa, ec'h implijed kreionoù liv, e doare kaout diouzhtu ur gwel dre-vras.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kreioniñ