Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Savadur da zifenn ul lec'h, ur gêr. Kastell an Tarv zo ur c'hreñvlec'h a zifenne pleg-mor Montroulez. HS. kreñv.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

Distrouezhañ al leur a rejont, stummañ logelloù-annez ha sevel un difenn a voe graet anezhañ an anv a Vanobriga « kreñvlec’h Manos ».

1923
Daveenn : SKET p.119

"kreñvlec’h" g. [...] , liester "kreñvlec’hioù"

1923
Daveenn : SKET p.166, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Forteresse".

An dro a ris d’ar C’hreñvlec’h galloudek, savet gwechall gant an Tri Gevell, mibien Virotouta, bet dibabet abaoe da lec’h o annez gant doueed ar vro ; a wared etre e vogerioù arouezintioù-brezel ar boblad, teñzor ar roueed , teñzor an uhelidi hag an tri-c’hant den-gouestl, dalc’het da gred ar peoc’h hag ar feurioù.

1923
Daveenn : SKET p.12

Dismantroù ar c’hreñvlec’hioù hag ar palezioù a waskede gwechall galloud, pinvidigezh ha brud roueed ar Vriged.

1923
Daveenn : SKET p.14-15

Heñvel ouzh gofed o brec’h nerzhek, e skoont hep skuizhañ gant ar goaf hag ar c’hleze ; e tiskogellont, e tiskaront strolladoù an enebour ; o distrobañ a reont, un tremen ledan ha gwadek a zigoront a-dreuz d’ar renkadoù anezho ; pulluc’hañ a reont o difennoù, o c’hreñvlec’hioù, kement harz o devoa savet outo war an hent.

1923
Daveenn : SKET p.80

kreñvlec'h didrec’hus

1924
Daveenn : SKET.II p.124 « Geriadurig », "Forteresse sûre. ".

Nepell ac’hano em eus anavezet Dêviata dre an dervennegoù anezhi uhel ha don, ha Vindomagos dre he c’hreñvlec’hioù gwenn gant ar vrezelourien heñvel ouzh doueed oc’h ober ged war ar mogerioù.

1924
Daveenn : SKET.II p.75

Bannoù arc'hantet heol ur veurevezh [beurevezh] nevez-amzer a lugerne war gael houarn pont-gwintus kreñvlec'h Bertom, tost da Blougouvelen.

1929
Daveenn : SVBV p5

Sed Tirfeu, ki diwaller ar c'hreñvlec'h, o tont d'hor c'havout.

1929
Daveenn : SVBV p6

Damdost hag a-us d'ar c'hreñvlec'h, ur maread morevned gwenn-skedus a falc'he hag a ervenne an avel hag an ec'honder gant o divaskell hag o gournijadeg kammikellek.

1929
Daveenn : SVBV p5

ur c'hreñvlec'h

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XIX

kozh kreñvlec'h

1931
Daveenn : VALL pg bicoque

Pelloc'h war-du hanternoz, war hent Gwerliskin ez aen alies da aveliñ ma fenn war zismantroù kastell douar Rospelem a vije bet, gouez d'an hengounerien, unan eus ar c'hreñvlec'hioù startañ bro Poc'hêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Sellout a reas ouzh al leandi. Krapet klok ouzh koad du tor ar menez, gwintet e oa, seurt ur c'hreñvlec'h, e gwirionez, war ur penn-tir, a-us da Viranda, a-us d'ar Bed.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Un toull-bac'h ?.. Doue ra viro ! Ar c'hreñvlec'h savet gant an Aotrou evit e Zibabidi, ne lavaran ket.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Ha setu un deiz bennak, beure-mat, va lestr-reder o tremen dirak kreñvlec’h Sant Yann, kêrbenn an Douar-Nevez, o lidañ hon degouezh a daolioù kanol ken ma strake al lenn a-bezh hag an tevennoù e[n]-dro dezhi, ken meinek, ken disc’hlasvez [sic, dic’hlasvez] ha lein Beg ar Raz.

1954
Daveenn : VAZA p.105

E-pad an enderv koulskoude e c'heller gwelout kreñvlec'h Villa Cisneros en digenvez war e erv draezh.

1985
Daveenn : DGBD p15

War se e c'hwezhas ar gantol goar, e wiskas ur vantell hir, hag ez eas war-du Cavendish Square, kreñvlec'h ar vezekniezh, ma en doa e vignon an Dr Lanyon, mezeg brudet, un ti ma tegemere engroez e glañvourion

2012
Daveenn : DJHMH p20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial