Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Darn krazet en-dro d'ar bara. Kreun ar bara. Un tamm kreun bara. Chaokat un tamm kreun. Debriñ kreun. Ar c'hreun-se a ra poan din em dent. DHS. minvig. & Trl. skeud. Gounid e damm kreun : labourat a-benn gallout bevañ. [1955] A-hend-all, gant m’o divije c’hoant da c’hounit o zammig kreun, arabat e veze d’ar re ar seurt ganin, nevez-zegouezhet e Moskov, menel kuzhet evel ur minoc’hig aonik en o zoull ; ezhomm o deveze da skeiñ dao-dao war an tomm ha d’ober bruderezh ar primañ gwellañ. 2. Dre heveleb. Darn kalet tanav war-c'horre udb. Kreun an douar. HS. plusk, pluskenn.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kreun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg crouste

kreun bara

1732
Daveenn : GReg pg (des) croutes (de pain)

kreun

1732
Daveenn : GReg pg croute (croute de pain &c.)

dour kreun rostet

1732
Daveenn : GReg pg eau (panée)

kreun

1850
Daveenn : GON.II pg kreûñ ou kreunn (Croûte, partie extérieure du pain endurcie par la cuisson).

kreun

1850
Daveenn : GON.II pg kreûñ ou kreunn (Croûte, partie extérieure du pain endurcie par la cuisson).

Kement e labouras gant e deod hag e zent, / M'en devoe 'barzh nemeur, evit en em vagañ, / Ar pezh en doa ezhomm : minvig ha kreun bara.

1867
Daveenn : MGK p116

A-hend-all, gant m’o divije c’hoant da c’hounit o zammig kreun, arabat e veze d’ar re ar seurt ganin, nevez-zegouezhet e Moskov, menel kuzhet evel ur minoc’hig aonik en o zoull ; ezhomm o deveze da skeiñ dao-dao war an tomm ha d’ober bruderezh ar primañ gwellañ.

1955
Daveenn : VBRU p.60

Ofis publik ar brezhoneg