Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Krenadenn ha glizienn mesk-ha-mesk a red dre gorf un den diwar ur santad plijus pe zisplijus. Ur gridienn aon, riv. Ur gridienn a redas a-hed e livenn-gein. Ur gridienn en hejas penn-kil-ha-troad. [1878] N’oa ket evit mont he-unan, a lavare, betek ti ar c’here, rak ar gwell anezhañ a roe kridienn ha spont dezhi [...].

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

kridienn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg frisson

kimirit kouraj, va c'houmaer, ha lizit ar gridienn

1732
Daveenn : GReg pg (lorsqu'une) beuveuse (voit quelqu'une de les associées mettre de l'eau dans son vin pour le tremper, elle lui dit de prendre courage, & d'éviter tous frissons)

kridienn

1732
Daveenn : GReg pg frisson (tremblement qui vient du froid de la fiévre)

Kemerit kouraj, va c'homer, ha lezit ar gridienn, an nec'hamant

1732
Daveenn : GReg pg (Prenez du vin pur, ma) commere (& n'y mettez point d'eau. Phrase de Landivizyau)

cridyen, ar gridyen

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Le frisson de la fievre)

Tremenet eo ar gridienn, emañ bremañ en e domm.

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Il ne tremble plus, il est actuellement dans l’ardeur de la fièvre.)

kaout kridienn

1732
Daveenn : GReg pg frissoner (avoir le frisson)

bet kridienn

1732
Daveenn : GReg pg frissoner (avoir le frisson, pp.)

Ur gridienn am eus bet hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg kridien (J'ai ressenti un frisson aujourd'hui).

kridienn

1850
Daveenn : GON.II pg kridien (Frisson, tremblement causé par le froid, par la peur).

N’oa ket evit mont he-unan, a lavare, betek ti ar c’here, rak ar gwel anezhañ a roe kridienn ha spont dezhi — ha n'eo ket hep souezh [sic], — mes kas a rae he flac’h en he lec’h da gas he aluzen.

1878
Daveenn : EKG.II p.302-303

Pa dremenas hor charabañ dindan ar volz, ma c'halon a santas ur gridienn.

1944
Daveenn : EURW.1 p30

Redek a reas ur gridienn penn-da-benn e gorf, ha merzhout a reas, n'em eus ket lavaret hep ur mousc'hoarzhig laouen, edont aze, eñ, gwenn-kann en e sae vanac'h, hag hi, du evel askell ar vran.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus. Galloupat [sic, galoupat] a ra a-dreuz e izili ur gridienn c'hrizias, leun a zudi.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Pa zifoupas an dra masklet-se, marmouzheñvel, a-douez mesk an danvezioù kimiek evit lammat d'ar gambr-studi, e santis ur gridienn sklas o redek a-hed va mell-kein.

2012
Daveenn : DJHMH P.70

Ur gridienn sklas am boa santet war va livenn-gein.

2013
Daveenn : YUDAL p27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial