Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
16
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Lec'h ma kej daou hent pe veur a hini an eil gant egile. Chomet e oa ar c'harr a-sav er c'hroashent. Setu ma tegouezhas en ur c'hroashent ha ne ouie ket war be du treiñ. & (er c'hêrioù dh.) Kroashent-tro : doare kroashent kelc'hiek a dalvez da zasparzhañ ar c'harbedoù, ma vez an tremen gant ar re zo o treiñ ennañ.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

kroashent

1499
Daveenn : LVBCA p127 (carrefour, ensemblee de plussieurs voyes ; c-est diuersite des voyez)

kroashent

1659
Daveenn : LDJM.1 pg carrefour

kroasheñchoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg carrefour

kroeshent

1732
Daveenn : GReg pg carrefour (de chemins où aboutissent plusieurs chemins)

kroazhent

1732
Daveenn : GReg pg carrefour (de chemins où aboutissent plusieurs chemins)

kroasheñchoù

1732
Daveenn : GReg pg carrefour (de chemins où aboutissent plusieurs chemins)

kroeshentoù

1732
Daveenn : GReg pg carrefour (de chemins où aboutissent plusieurs chemins)

Ur c'hroashent a gavot, hag e troot a-gleiz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kroaz-heñt

Evelato, er C’hroazhent, dirak ar maner, ne gavis ken en he sav ar groaz vaen a yoa eno, hag em boa dirazi ken alies a wech lamet va boned.

1878
Daveenn : EKG.II p.37

Setu un iliz ec'hon o tont war-lerc'h ar c'hroazhentoù. Anavezout a ran anezhi rak enni on bet badezet.

1929
Daveenn : SVBV p.17

Dirazon e rede, lerc'h-ouzh-lerc'h, kroazhentoù hirfustek o c'hweleviñ [evit weleviñ] en un doare mantrus, hag astennet ganto o divrec'h du, hir ha treut war bep a bevar riboul evel p'o defe c'hoant da virout ouzh ar pevar red-avel da dremen hebiou dezho.

1929
Daveenn : SVBV p.16

kroashent

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVIII, p XXXI, bifurcation

kroazhentoù

1931
Daveenn : VALL pg bifurcation

kroasheñchoù

1931
Daveenn : VALL pg bifurcation

Lotei n’emañ ket he anv nag er c’hroazhent na war ar mein-born.

1944
Daveenn : ATST p.9

Kavout a rejont, e kement kroazhent, bandennadoù tud o c’hortoz anezho ha deuet da greskiñ o niver : paotred Pennarvern, Kerinkuf, Penn-Aod, Park-ar-Vur, ha kalz re all, deredet eus ar menez, eus an draonienn ha zoken eus an tu all d’ar stêr vras.

1944
Daveenn : ATST p.115

Hag ar mwana a yeas d'he douarañ zoken e-kichen ar c'hroazhent, ur bez a reas zoken warni, gant ur groaz koad, ur skrid ha pep tra...

1985
Daveenn : DGBD p160

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial