Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) 1. Bruched. Deverañ a rae an dour em c'hrubuilh. 2. Pastell dilhad a gloz war ar bruched hag a ra ur seurt godell. Lakaat arc'hant en e grubuilh. DHS. askre, brennid. II. (db. an evned) Sac'hig ar gorzenn-voued ma chom ar bevañs ur pennad amzer a-raok bezañ kaset d'ar stomog.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

krubuilh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg iabot, sein

disparbuilhañ e grubuilh, e asgle

1732
Daveenn : GReg pg debrailler (se débrailler, se découvrir trop l'estomac)

krubuilh

1850
Daveenn : GON.II pg krubul (L'estomac, le sein de l'homme. Le jabot d'un oiseau).

krubuilhoù

1850
Daveenn : GON.II pg krubul (L'estomac, le sein de l'homme. Le jabot d'un oiseau. Pl.)

Mar selaoufed an dud, 'vel diaouloù an ifern, Ganto un trouz spontus, you, kurun ha tregern, Ve lavaret 'z afe ar bed ganto d'ar bern, Ha padal emaint war e gern, heñvel ouzh ur c'hrubuilh merien O c'hweziñ, o termat evit loc'h eur blouzenn.

1867
Daveenn : MGK p33

Hag e tistroent d’ar gêr, gante leizh o godelloù, leizh o c’hrubuilh a frouezh gante kuntuilhet, ha, war o divskoaz, pep a guchennad beüt ha pep a c'horzennig gwial, aozilh, kelvez, haleg pe wern.

1925
Daveenn : BILZ2 p.115

Ar breur Arturo ne zistanas [ket] e wad, ne zeuas ar c’housked dezhañ nemet d’ar mintin abred, pa voe poent sevel. Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Nec'h hag enkrez leizh da grubuilh / Ha gwall-chalet gant an drubuilh / Pa zibabez ar wenodenn / Az sach ganti dizereat / Diwar vali veur an dlead, / Tav, eta, gant da sorodenn !

1960
Daveenn : PETO p21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial