V.k.e.
DISPRED.
1. Diskouez an hent da (ub.).
Ouzh e gunduiñ dre ur vro zianaoudek. Ni az kunduo evel ur foll dre ar vrec'h.
&
Dre skeud.
Furnez o c'hundu. Ma c'hallfe ar Spered Santel kunduiñ ma fluenn.
DHS. bleinañ, henchañ, henchañ, leviañ, sturiañ.
2. Desevel.
He mamm he deus he c'hunduet a-vihan.
&
Dre ast.
Ober war-dro, damantiñ da (ub., udb. ).
Bez' ez eus tud n'eo ket aes bevañ ganto, zo diaes-tre da gunduiñ. Eveshait, kunduit ervat an den-se.
3. Kas (ub. d'ul lec'h bnk.) dre heg.
Ho kunduiñ a reer hualet evel pa vec'h kablus.
&
Dre skeud.
Ober traoù a gundu d'ar groug.
Kement zo gouest da'm c'hunduiñ d'ar pec'hed am eus kasaet.
4. (db. al lec'hioù, an hentoù)
Reiñ tu da vont d'ul lec'h bnk.
Ret e oa neuial betek an derez a gundue war ar pont.
&
Dre skeud.
Emañ frank an hent a gundu d'an daonidigezh. Ledan eo an nor a gundu da goll.
5. Embreger.
Kunduiñ a ra ar c'hleze kerkoulz hag ar bluenn. Al livour-se zo ampart da gunduiñ e varr-livañ.
DHS. maneañ.
6. (db. ar baotred)
Daremprediñ (ar merc'hed).
Ne oan nemet daouzek vloaz pa gomañsis kentañ da gunduiñ merc'hed.
7. Kas en-dro, merañ (un embregerezh, ul labour bnk.).
Kunduiñ ur feurm vras. Kunduiñ tiegezh war ar maez. Kunduiñ un afer da benn.
DHS. delc'her.
&
GWIR
Ar prosez-mañ n'eo ket kunduet mat adalek ar penn kentañ.
8. Bevañ (ur vuhez).
Pell zo e kundue ur vuhez direol. Petra bennak ma kundue ur vuhez ken rust.
&
Trl.
Kunduiñ kañv, kañvoù : dougen kañv.
Dont a ra adarre da Roc'hañ da gunduiñ he c'hañvoù.
9. Bastañ da ezhommoù (ub.).
Ned eo ket ma leve a-walc'h da'm c'hunduiñ.
HS. kas, ren.
[«]Hag inkontinant ez aparisas an ael dezhi hag he admonetas da vezañ ferm ha konstant[;] ivez he asuriñ [a reas] na vise ket hepmuiken faezhet gant an re-se, hogen ivez en o c'hoñvertise d'an fez, hag en o c'honduize da vezañ merzherien[.»]
hac en continant ez aparissas an eal dezy hac he admonetas da bezaff ferm a constant: yuez he assury na vise quet hep muyquen fezet gand an rese, hoguen yuez en ho conuertisse dan fez, hac enho conduise da bezaff merzeryen :
1576
Daveenn :
Cath
p12
M. Nag ar pec'hed veniel, peseurt droug a zegas-eñ deomp-ni ? D. Ne ra ket deomp koll ar c'hras, na veritañ an ifern, hogen hon yenaat a ra en karantez hag en servij Doue ha meritoù eus ar poanioù temporel hag hor c'hondu da bec'hed marvel.
M. Nac an pechet Veniel, pe / seurt drouc a digaç euff deomp-ny? D. Ne gra quet deomp coll an gracc, na merita'n Iffern, hoguen hon yenhat à gra en carantez hac en seruig Doue, ha meritou ves an poaniaou temporell, hac en hon condu da pechet Maruell.
M. Nag ar pec'hed veniel, peseurt droug a zigas-eñ deomp ? D. Ne ra ket deomp koll ar c'hras, na meritañ an ifern, hogen hor yenaat a ra e karantez hag e servij Doue, hag e verit poanioù temporel ; hag eñ hor c'hondu d'ar pec'hed marvel.
M. Nag ar pec'het veniel, pe seurt drouc à zigaç-ên deomp? D. Ne ra quet deomp coll ar c'hraç, na merita an iffern, hoguen hor yennaat à ra é caranté hag é servich Doué, hag é verit poaniou temporel ; hag ên hor c'hondu d'ar pec'het marvel.
1677
Daveenn :
Do.
p37
ar gwin a gundu d'ar viltañs
ar güin a gundu d'ar viltançz
1732
Daveenn :
GReg
pg Bacchus (& Venus vont de compagnie)
tud santel, nep a gundu ur vuhez santel, ha direbech
tud santel nep a gundu ur vuëz santel, ha direbech
1732
Daveenn :
GReg
pg bienheureux (beat, homme de sainte vie)