Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Fetis 1. Pezh a guzher. Aon en doa e vefe laeret e guzhiadenn. DHS. teñzor. 2. Lec'h ma kuzh loened zo o boued. Al louarn n'eus ket par dezhañ d'ober kuzhiadennoù. Ur guzhiadenn vioù en deus kavet en ur bod. HS. kuzhiadell, toull-kuzh. II. Difetis Kevrin.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

Laerezh kuzhiadenn [avaloù] unan all, mar beze gallet.

1944
Daveenn : EURW.1 p25

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial