I.
(db. an dud)
1. Pemdez (e troiennoù)
Teod.
Bezañ berr e lañchenn : komz nebeut.
[1924] Er maner, pa errujont, piv ne lake ken e wialenn da c’hwibanat ?… piv a oa berr e lañchenn ?… Gargam ! !
&
Ent strizh
Gwall deod (I 3).
Komzer rok, lañchenn flemmus.
2. Diabarzh ar gouzoug.
Kaout ur banne da c'hlebiañ e lañchenn.
DHS. gourlañchenn, korzailhenn.
II.
Sonerezh
Traezenn lem-laka e beg benvegoù seniñ dre c'hwezh zo a daol son pa zaskren.
Ur benveg dre lañchenn.
[1954] Ha pa vefen lazhet, n’on ket bremañ evit lavarout penaos e veze graet dioutañ, met petra vern, ober a rae hennezh ar pezh a gare gant e venveg, ha pebezh dudi e selaou gant lañchenn ur glarinetezenn [sic] en e veg !
Er maner, pa errujont, piv ne lake ken e wialenn da c’hwibanat ?… piv a oa berr e lañchenn ?… Gargam !
Er maner, pa errujont, piou ne lake ken e wialenn da c’houibanat ?… piou a oa berr e lanchenn ?… Gargam !
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 46, p.1092 (Here 1924).
lañchenn
1931
Daveenn :
VALL
pg anche
Ha pa vefen lazhet, n’on ket bremañ evit lavarout penaos e veze graet dioutañ, met petra vern, ober a rae hennezh ar pezh a gare gant e venveg, ha pebezh dudi e selaou gant lañchenn ur glarinetezenn en e veg !