1. A ro tu da zilec'hiañ aes ha buan.
Ar botoù-mañ zo lañsus.
2. (db. al abourioù, ar binvioù)
Emsav.
Un denn hir zo lañsus.
&
Trl.
Bezañ lañsus ober udb. : bezañ emsav e ober.
Lañsus eo kaout ostilhoù mat.
HS. spletus.
ES. difonn, dilañs.
3. (impl. da stn. dh.)
Lañsus da udb. : nad a ket a-enep dezhañ hag a ro lañs dezhañ.
Ur blegenn lañsus d'ar postañ. Un endro lañsus d'ar yezh.
&
Dre ast.
Ma kaver harp hag atiz.
Al live uhel tizhet er skolioù-se a zeu eus an endro lañsus a gav ar vugale er gêr.
DHS. atizus, broudus.