las
Gant aon n'ho pe-c'hwi droug, droug a c'hell c'hoarvezout, n'em bo mui da'm magañ nemet daeloù, hirvoud. Hiviziken me ne welin nemet lasoù ha sparfelled; pa vezo glav, e lavarin : ha va breur paour, pelec'h eo aet ? Hag-eñ en deus ezhomm a netra 'bet bremañ ? Ha debret eo e bred, hag er goudor emañ ?
O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.
Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
lasañ