Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

H.g. 1. DISPRED. [1850] Glebor. Latar zo en amzer. 2. [1931, 1943, 1985, 2012] Brumenn. Savet e oa al latar. Latar zo en draoñienn. [1985] Ha kuzhet e vez dalc'hmat ar menezioù uhelañ el latar hag er c'hoabr. DHS. lusenn, mogidell, morenn.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Latar a zo en amzer.

1850
Daveenn : GON.II pg latar (il y a de l'humidité dans le temps).

latar

1850
Daveenn : GON.II pg latar (humidité, en parlant du temps, de la température. brouillard, brume), pg lugen, stroulen, toulen, pg lusen ou luzen

En devezhioù glav pe latar, pe c’hoazh er goañv p’edo an erc’h o c’holoiñ an douar en ur deñvalaat an oabl, Velia e dostae ouzh flammoù-tan luc’hus an oaled.

1924
Daveenn : SKET.II p.13

latar

1931
Daveenn : VALL pg brouillard

E-lec'h klask hepken ar rec'hell argollus evit al listri, e vez savet kartennoù resis kenañ e-keñver an donder, d'al listri da c'hallout evel-se ober hent el latar war-bouez un ardivink-sontañ dre an heklev.

1943
Daveenn : TNKN p28

E-pad hon treuz betek Sant-Per-Mikelon ne voe ket da dortañ, rankout a rejomp teurel eor hep dale, ha menel sac’het un toullad devezhioù, Doue hepken a ouie reizh-mat pelec’h, o vezañ ma ’z oamp tapet gant al latar.

1954
Daveenn : VAZA p.106

Du-hont pell-pell, e save ul latar alaouret, marellet gant aezhennoù glas ha bouilhadoù moged a bep liv, hag a-dreuz dezhañ e verzen siminalioù ha tourioù ur gêr vras-meurbet o plavañ, war a grede din, a-us d’an douar, e-giz ar c’hêriadennoù marzhus ma vez graet anv diouto e marvailhoù Rusia.

1955
Daveenn : VBRU p.45-46

Ha kuzhet e vez dalc'hmat ar menezioù uhelañ el latar hag er c'hoabr.

1985
Daveenn : DGBD p21

Eus al latar hefiñv ha difetis en doa brellet daoulagad an noter e-pad ken pell e tifoupe bremañ trumm furm resis un euzhden diaoulek.

2012
Daveenn : DJHMH p20

Ofis publik ar brezhoneg