Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
6
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
64
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. LAVARET UDB. (DA UB.) : reiñ da c'houzout da ub., dre gomz, e soñjoù, e vennozhioù, e santadoù, e brederioù, h.a., ar pezh a ouzer. Lavar din ar wirionez ! Petra a lavarez ? Gevier a lavarez. Lavaret e begement* da ub. Lavaret droug* eus, diwar-benn ub. Lavaret ur ger*, un hanter ger bennak. Na lavaret grik. & Lavaret udb. outañ, drezañ, ennañ e-unan : komz outañ e-unan. & Lavaret e gomz*. & Dre ast. Disklêriañ udb. dre skrid. Petra hoc'h eus lavaret dezhañ en ho lizher ? 2. Lavaret e blanedenn* da ub. HS. tennañ. 3. Trl. Lavaret anv db. ub., udb. : komz eus, diwar-benn an den-se, an dra-se. 4. LAVARET ... EUS, A : ober ... eus (ub., udb.), reiñ ... da anv da (ub., udb.). C'hwervizon a vez lavaret eus al louzaouenn-se. Erwan a lavarer anezhañ. 5. (en danevellañ dieeun) Ger a dalvez da zegas komzoù ub. «Me zo o vont da gousket », a lavaras an den. HS. eme. B. (dirak ur v. displeget degaset gant ar rn. v. "e" pe dirak un av.) 1. (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e") Disklêriañ ur meno, ur mennozh, ur fed. Eñ a lavare vo glav warc'hoazh. Lavaret a ra eo skuizh. Lavaret a ra emañ o chom e Brest. Lavaret a ra ac'hanout ez out un torr-penn. 2. (dirak un av.) Reiñ e c'her evit ober udb. Yann a lavar mont d'ho kwelet a-benn disul. Ar c'houer a lavar gwerzhañ unan eus e barkeier. 3. (dirak un av.) Reiñ urzh d'ub. d'ober udb. ; aliañ ub. d'ober udb. Lavaret a ra dimp mont kuit alese. Mar ne lavar ket he lazhañ, ni er gray memes tra. II. V.g. A. (gant an ar. "da") 1. Lavaret da : reiñ da c'houzout udb., diskuliañ udb. da ub. Emaon o vont da lavaret deoc'h. 2. Trl. (en estlammadennoù zo, dirak an ar. da displeget en eil gour unan pelies) Pa lavaran dit, deoc'h ! : ar wirionez eo, kred(it) ar pezh a zisplegan dit, deoc'h. Marv eo, pa lavaran dit ! & Me 'lavar dit, deoc'h ! : troienn a reer ganti evit ma talc'ho ar selaouer da vezañ war evezh pe evit e lakaat da estlammiñ ivez. Me 'lavar dit, ne oa ket brav da welet ! B. Trl. 1. Evel ma lavarer, evel ma vez lavaret : troienn a implijer goude ul lavar, ur ger dibar, evit e lakaat war wel, evit diskouez n'eo ket an implij boas, evit diskouez e vez implijet dre fent, evit deskiñ udb. d'an hini a zivizer gantañ, h.a. An archerien, "beg-e-dog" evel ma vez lavaret. & Se a vez lavaret, lavaret e vez : an dra-se eo a glever digant an dud. 2. (war un ton amgredik) Te, c'hwi 'lavar (a-walc'h) ! & (en e furm anv-verb) Chom, chomit da lavaret ! : kendalc'h(it) (da gomz, da gontañ) mar karez, mar karit met me n'on ket evit krediñ ar pezh a glevan. 3. PEMDEZ Pa lavarin mat, ervat : kement ha komz resisoc'h, reishoc'h. & Evel pa lavarfed : hogos evel an dra-mañ-tra. & N'eo ket lavaret : n'eo ket asur. « Ne viot ket distro a-benn neuze, geo ? » - « O ! n'eo ket lavaret ! ». 4. Dre eilp. (e dibenn un enebadenn) NE LAVARAN KET : troienn a ra ar c'homzer ganti evit pouezañ war ar pezh zo bet disklêriet gantañ, zo bet roet gantañ da wir diouzhtu a-raok. N'eo ket gant an avel eo bet diskaret ar wezenn, gant ur sammorell ne lavaran ket. N'eo ket me a gan, Yann ne lavaran ket. [1924] Karet gant an holl, gant ar valtouterien ’lavaran ket… 5. KOULZ LAVARET : tost, war-bouez nebeut. An Izelvroioù zo koulz lavaret a vent gant Breizh. 6. DA LAVARET EO : troienn a reer ganti evit degas ur resisadenn, un displegadenn ouzhpenn ar pezh emeur o paouez ezteuler. E welet am boa da gala-goañv, da lavaret eo e deroù miz Du. [1949] Abaoe ma oa aet d'ar gouent, da lavarout eo abaoe e bask kentañ. 7. (dirak un ak.) DA LAVARAS, EVEL MA LAVARAS, EVEL MA LAVARE : gouez da. Da lavaras ma amezeg ne vo ket a lizheroù hiziv. Da lavaras ma mamm-gozh, an hini zo paour a rank malan munut. C. Trl. Kaout da lavaret e, enep, war ub., udb. : kavout abeg ennañ. Eñ a gav da lavaret enep kement tra zo. Kavet en doa da lavaret war an ti. Gwelloc'h eo din mont d'o selaou a-raok kavout da lavaret enno. HS. komz, prezeg.

Skouerioù istorel : 
404
Kuzhat roll ar skouerioù

Henri Boseg a lavar, mar kar Doe, me am bezo avantur vat ha karzr

1331
Daveenn : ABER niv. 69, p305

lavarezh gaou

1499
Daveenn : LVBCA p81, 130 (mentir)

lavarez

1499
Daveenn : LVBCA p130 (dire)

Tud vat[,] ho Pater lavaret !

1554
Daveenn : ISYK.I p113

Hag ez respont un [bennak] o lavaret: an [hini] inosant a zaouzorn hag an hini a vezo naet a galon &c.

1576
Daveenn : Cath p4

Pe ivez ar ger-mañ Katell a dalv kement da lavaret evel 'catenula' eleze ur chadennig rak homañ dre euvroù mat pe dre hini ez eo pignet bede an neñv pehini chadenn pe skeul he deveus peder bazenn.

1576
Daveenn : Cath p3

[« F]aezhañ a ra an holl dud savant hag ez lavar penaos hon doueoù ez int diaouloù[. »]

1576
Daveenn : Cath p11

9. Neuze ar roue a lavaras dezhi [: «] Mard eo gwir evel maz leverez, ar bed-holl a fazi hag a zo en error, ha te hepmuiken a lavar hag ah eus an wirionez[. »]

1576
Daveenn : Cath p9-10

ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù[,] an eil eo naeteri a galon[,] [an] drede eo disprizañs a vanite[,] ar bedervet eo gwirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc. ?

1576
Daveenn : Cath p3-4

M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit ar re spirituel. D. 1. Kelenn ar re ignorant. 2. Korrijañ ar re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'ar re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ ar re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit ar re vev hag ar re varv hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ. M. Livirit ar re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'ar beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'ar re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ ar re noazh. 4. Delivrañ ar brizonerien. 5. Vizitañ ar re glañv. 6. Lojañ ar belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ ar re varv.

1622
Daveenn : Do. p32 & 34

M. Ha ni a c'hell ac'hanomp hon-unan evitañ ar pec'hed hag ober an euvroù mat pere hon eus lavaret diaraok ? D. Ne c'hallomp ket hep ar sikour hag ar gras a Zoue.

1622
Daveenn : Do. p38

Pan lavarer an chapeled ez eo ret lavaret war pep unan a'n greun bras ar Pater noster hed-ha-hed, ha war pep unan a'n re vunut an Ave Maria tout antier ha war ar groaz[,] an Gredo.

1622
Daveenn : Do. p56

M. Pet seurt na pet pec'hed marvel zo ? D. Seizh, da lavaret eo : ourgouilh, avaris, luksur, gourmantiz, buanegezh ha diegi.

1622
Daveenn : Do. p36

Ouzhpenn e ve mat kavout ur c'hreunenn vinniget evit gounit induljañsoù ouzh o lavaret.

1622
Daveenn : Do. p56

7. Laerezh, na viret madoù den / Hep e volontez na gra ken. 8. Nag a-enep den falstesteni, / Gaou e-lec'h gwir ne liviri.

1622
Daveenn : Do. p28

OREZON da lavaret, en komañsamant ar c'hatekismoù, aotramant Doktrin ar Gristenien

1622
Daveenn : Do. p2

M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep an lezenn ha volontez Doue.

1622
Daveenn : Do. p34

Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken

1622
Daveenn : Do. p16

M. Livirit-hu ar Gredo en latin. D. Credo in Deum etc. M. Livirit-hi en brezhoneg. D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar.

1622
Daveenn : Do. p10

n'oufet ket lavaret

1659
Daveenn : LDJM.1 pg indicible

petra benac a lauar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quoy (qu'il dise)

e kement hag a livirit

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quant (a ce que vous dites)

dioust petra a lavaro

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quoy (qu'il dise)

lavaret adarre

1659
Daveenn : LDJM.1 pg redire

lavaret alies

1659
Daveenn : LDJM.1 pg redire

kent evit ma lavaras se

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quent (euit ma lauaras-se)

lavaret gaou

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mentir

evel ma lavarer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg comme (on dit)

lavaret

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dire, suggerer

lavaret a reer…

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (le) bruit (est que)

lavaret e-kreiz e zaoulagad en deus lavaret gaou

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dementir

daoust petra a lavaro

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quoy (qu'il dise)

M. Pa bidit hoc'h Ael Gardian, pe orezon a leveret-hu ? Ael Doue, pa'z oc'h deputet / Ouzh an ezrevent da'm miret, / Grit, m'ho supli, ker mat dever, / Na hallint netra em c'heñver; / Grit din ker sur kompagnunezh, / Ma finisin mat ma buhez.

1677
Daveenn : Do. p21-23

M. Leveret-hi [an Ave Maria] e brezhoneg ? Me ho salud, Mari, leun a c'hras, an Aotrou zo geneoc'h, binniget ez oc'h etre an holl wragez, ha binniget eo ar frouezh eus ho kof, JEZUZ. Santez Vari, Mamm da Zoue, pidit evidomp-ni pec'herien, bremañ, hag en eur hor marv, Amen.

1677
Daveenn : Do. p21

M. Penaos er [sin ar groaz] gret-hu? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn, ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha d'an hini dehoù, en ur lavaret, En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel, Amen.

1677
Daveenn : Do. p7

M. Petra ez eo pec'hed ? D. Kement a leverer, a zezirer, pe a reer enep al Lezenn ha volontez Doue.

1677
Daveenn : Do. p35

lavaret drouk

1732
Daveenn : GReg pg dire (du mal)

kant tra a lavar an eil e skouarn egile

1732
Daveenn : GReg pg (ils se) disent (cens choses à l'oreille)

petra a livirit-hu ?

1732
Daveenn : GReg pg (que) dites (vous)

pe livirit-hu ?

1732
Daveenn : GReg pg (que) dites (vous)

petra a leret-hu ?

1732
Daveenn : GReg pg (que) dites (vous)

ne lavar ger

1732
Daveenn : GReg pg (qui ne) dit (mot)

evit e lavaret

1732
Daveenn : GReg pg (pour ainsi) dire

evit lavaret gwir

1732
Daveenn : GReg pg (à) dire (le vrai)

kavout da lavaret e, war

1732
Daveenn : GReg pg (trouver à redire, à) [dire]

klevet lavaret

1732
Daveenn : GReg pg (oüir) dire

a lavaras-eñ

1732
Daveenn : GReg pg dit (il, aoriste)

a lavaras-hi

1732
Daveenn : GReg pg dit (elle)

e lâront-i

1732
Daveenn : GReg pg dirent (ils, & dirent-elles)

a lavaront-i

1732
Daveenn : GReg pg dirent (ils, & dirent-elles)

lavare a raer

1732
Daveenn : GReg pg (on) dit

bezañ e lavarer

1732
Daveenn : GReg pg (on) dit

bez' e lavarer

1732
Daveenn : GReg pg (on) dit

lavaret a raed

1732
Daveenn : GReg pg (on) disoit

bezañ e lavared

1732
Daveenn : GReg pg (on) disoit

bez' e lavared

1732
Daveenn : GReg pg (on) disoit

lavaret eo, lavaret eus, lavaret eo bet, bezañ ez eo lavaret, bez' ez eo bet lavaret, bezañ ez eus lavaret

1732
Daveenn : GReg pg (on a) dit

lavaret e oa

1732
Daveenn : GReg pg (on) dit (aoriste)

bezañ ez oa lavaret

1732
Daveenn : GReg pg (on) dit (aoriste)

rambreerezh eo lavaret penaos…

1732
Daveenn : GReg pg abus

n'eo ket an douet a ra din lavaret an dra-se

1732
Daveenn : GReg pg (si je dis cela ;) ce (n'est pas que je doute)

ur follentez eo lavaret penaos…

1732
Daveenn : GReg pg abus

ur sujed pe war hini ez eus kalz a draoù da lavaret

1732
Daveenn : GReg pg ample

war a lavar

1732
Daveenn : GReg pg a

An aotrou Doue a zo oazus eus e c'hloar, hag a lavar n'he roy da nikun.

1732
Daveenn : GReg pg gloire (Dieu est jaloux de sa gloire, & dit qu'il ne la donnera à personne, dit l'Ecriture.)

Ker yen e teu ar c'homzoù er-maez eus e gorf, ma lavarac'h eo skornet e ene en e greiz.

1732
Daveenn : GReg pg gelé (On diroit qu'il a l'ame gelée, tant il parle d'un froid pénétrant.)

Diwallit ne lavarec'h ger.

1732
Daveenn : GReg pg garder (Gardez-vous bien de parler.)

Diwallit da lavaret ger !

1732
Daveenn : GReg pg garder (Gardez-vous bien de parler.)

aezet da lâriñ

1732
Daveenn : GReg pg aisé

lavaret ar ger diwezhañ

1732
Daveenn : GReg pg franchir (Franchir le mot.)

aezet da lâret

1732
Daveenn : GReg pg aisé

evit lavaret gwir

1732
Daveenn : GReg pg a

mar lavaran kement-se ; ned eo ket ma em bez douetañs

1732
Daveenn : GReg pg (si je dis cela ;) ce (n'est pas que je doute)

Lavaret a raer penaos an den a zo ur wezenn fourchek lekaet penn-evit-penn.

1732
Daveenn : GReg pg fourchu (On dit qu'un homme n'est qu'un arbre fourchu renversé.)

hervez ma lavar

1732
Daveenn : GReg pg a

Gwa-ni, petra a c'hallimp-ni, siwazh, da lavaret da zeiz ar varn ?

1732
Daveenn : GReg pg helas! (Helas que pourrons-nous dire au grand jour du Jugement ?)

Hon Salver eo, evel ma lavarec'h, ar maen kognek, pe war hini eo fontet ha diazezet an Iliz

1732
Daveenn : GReg pg angulaire

Ar profed Gwinklan, ginidik eus a gontaj Goueloù, en devoa diouganet e-tro - evel ma lavar e-unan - ar bloaz daou-c'hant ha daou-ugent goude ginivelezh hon Salver, kement cheñchamant, ha kement tra a zo bet c'hoarvezet abaoe, e Breizh-Arvorig hag e Breizh-Veur.

1732
Daveenn : GReg pg Guinclan (Guinclan (dont j'ai vû les prédictions en rimes bretonnes à l'Abbaïe de Landevenecq entre les mains du R. P. Dom Loüis le Pelletier.) étoit natif de la Comte de Goëlo en Bretagne Armorique, & predît environ l'an de grace 240 (comme il dit lui même.) ce qui est arrivé dans les deux Bretagnes.)

lavaret ur ger e-lec'h un' all

1732
Daveenn : GReg pg fourcher (Se fourcher, parlant de la langue.)

disklêriet da ur re en e fas ez lavar gaou

1732
Daveenn : GReg pg dementir (reprocher à quelqu'un qu'il a menti, pp.)

lavaret

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, alleguer, citer (alleguer)

lavaret a ran deoc'h e vemes komzioù tost da vat

1732
Daveenn : GReg pg a-peu-près

lavaret adeo

1732
Daveenn : GReg pg adieu

Ma fe', leun eo an touflezoù a zour, lâret.

1732
Daveenn : GReg pg fosse (Les fosses sont pleines d’eau, Treg.)

disklêriañ da ur re en e fas ez lavar gaou

1732
Daveenn : GReg pg démentir (reprocher à quelqu'un qu'il a menti)

lavaret e eurioù

1732
Daveenn : GReg pg heures (Dire ses Heures, dire son Breviaire, ses Prieres.)

Ar gêr a Rom a zo bet savet gant Romulus, ha Kemper gant Korus deuet eus ar gêr a Droa, war a lavarer.

1732
Daveenn : GReg pg fonder (La ville de Rome a été fondée par Romulus, & celle de Quimper par Corus Troyen.)

ned eo ket an douet a ra din lavaret an dra-se

1732
Daveenn : GReg pg (si je dis cela ;) ce (n'est pas que je doute)

ma er c'hlevfec'h o prezeg, e lavarec'h penaos

1732
Daveenn : GReg pg a (A l'entendre parler, vous diriez que)

aes da lavaret

1732
Daveenn : GReg pg aisé

ouc'h e glevet o parlant, e lavarfec'h penaos

1732
Daveenn : GReg pg a

da lavaret eo

1732
Daveenn : GReg pg ce (c'est à dire)

pa oe bet lâret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (été dit, puisqu'il avoit été dit)

me am eus peadra da lavaret

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'ai dequoi dire)

ne deus den ne lavaro penaos

1732
Daveenn : GReg pg avoir (il n'y a personne 'qui ne dise que)

o vezañ lavaret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (dit)

goude bezañ lavaret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (dit)

e vout lâret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (dit)

goude bout lâret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (dit)

e veza­ñ lavaret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (dit)

o vezañ lâret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (dit)

o vezañ bet lavaret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (été dit)

goude bezañ bet lavaret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (été dit)

e vout bet lâret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (été dit)

goude bout bet lâret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (été dit)

pa en devoa lavaret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (dit, puisqu'il avoit dit)

p'en devoe lâret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (dit, puisqu'il avoit dit)

p'en doe lâret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (dit, puisqu'il avoit dit)

pa oa bet lavaret

1732
Daveenn : GReg pg ayant (été dit, puisqu'il avoit été dit)

kaer oc'h eus lavaret, n'er grin ket

1732
Daveenn : GReg pb (vous avez) beau (dire, je n'en ferai rien)

hon Salver a lavaras da Sant Pezr e vikael [sic] en douar, hag e memes amzer d'ar re a veze e vikaelien e-c'houde : paskañ va deñved, ro dezho ar boed spirituel hag ar c'helennadurezhioù neseser evit silvidigezh o eneoù

1732
Daveenn : GReg pg (nôtre Seigneur dît à Saint Pierre, & en sa personne, à ses Successeurs : pais mes) brebis

bezañ dalc'het da lavaret ar breviel

1732
Daveenn : GReg pg (etre obligé de dire le) Breviaire

lavaret traoù faos

1732
Daveenn : GReg pg calomnier

lavaret falsentez war goust ur re

1732
Daveenn : GReg pg calomnier

lavaret gevier grevus war goust ur re

1732
Daveenn : GReg pg calomnier

gant falsentez en deus e lavaret

1732
Daveenn : GReg pg (il l'a dit) calomnieusement

e faos en deus e lavaret

1732
Daveenn : GReg pg (il l'a dit) calomnieusement

e gaou en deus e lavaret

1732
Daveenn : GReg pg (il l'a dit) calomnieusement

livirit ho kredenn

1732
Daveenn : GReg pg (dites vôtre) catechisme

kemeret da lavaret

1732
Daveenn : GReg pg entreprendre (de parler)

soñjit petra a livirit

1732
Daveenn : GReg pg (pensez à) ce (que vous dites)

soñjit er pezh a livirit

1732
Daveenn : GReg pg (pensez à) ce (que vous dites)

soñjit e-barzh ar pezh a livirit

1732
Daveenn : GReg pg (pensez à) ce (que vous dites)

war a lavarer

1732
Daveenn : GReg pg (a) ce (qu'on dit)

hervez a lavarer

1732
Daveenn : GReg pg (a) ce (qu'on dit)

dioc'h a lavarer

1732
Daveenn : GReg pg (a) ce (qu'on dit)

e-c'hiz a lavarer

1732
Daveenn : GReg pg (a) ce (qu'on dit)

e-giz a lavarer

1732
Daveenn : GReg pg (a) ce (qu'on dit)

me eo a lavar kement-se

1732
Daveenn : GReg pg ce (c'est moi qui dis cela)

me eo a lavar an dra-se

1732
Daveenn : GReg pg ce (c'est moi qui dis cela)

ni a ray diouzh, hervez a lavaro

1732
Daveenn : GReg pg (nous ferons selon son) dire

Lavaret a raer alis / Gaou e lec'h gwirionez

1732
Daveenn : GReg pg (on) dit (est souvent un grand menteur)

lavaret an oferenn

1732
Daveenn : GReg pg celebrer (la Sainte Messe)

ar personaj-hont a laka alies lavaret ne vez ket er gêr

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme se fait souvent) celer

kavout da lavaret

1732
Daveenn : GReg pg censurer (critiquer)

lavaret a vezo; lavaret vezo; lavaret vezo bet, a vezo bet; beza[ñ] ez vezo lavaret; bez'-e vezo lavaret; bez'-e vezo bet lavaret

1732
Daveenn : GReg pg (on aura) dit

bezet bet lavaret

1732
Daveenn : GReg pg (qu'on ait) dit

neb a laka evezh petra a ra, ha petra a lavar

1732
Daveenn : GReg pg circonspect (ecte, prudent en ses paroles & en ses actions)

ned eus da lavaret entre daou ganton nes, nemet un hantereur deiz, mui pe vihanoc'h, en hañv

1732
Daveenn : GReg pg (un) climat (n'est different de celui qui est le plus proche de lui, qu'en ce que le plus grand jour d'Eté est le plus long, ou plus court, d'une demi-heure en un endroit qu'en autre)

kentre ma er gwelis e lavaras din penaos

1732
Daveenn : GReg pg abord

al loened ned int netra nemet injinoù natural, war a lavar an Aotrou Descartes

1732
Daveenn : GReg pg automate (les bêtes sont de purs automates)

lavaret a raed, a rafed. bezañ ez lavaret, ez lavarfed

1732
Daveenn : GReg pg (on) diroit

Evel, eval, a lavarer

1732
Daveenn : GReg pg comme (on dit)

e-giz, e-c'hiz a lavarer

1732
Daveenn : GReg pg comme (on dit)

hervez, diouc'h a lavarer

1732
Daveenn : GReg pg comme

lavaret an eil e lec'h egile

1732
Daveenn : GReg pg confondre (se méprendre)

lavaret ha dislavaret

1732
Daveenn : GReg pg (se) contredire, dire (& redire, dire & dédire)

petra bennak a c'halled da lavaret

1732
Daveenn : GReg pg (sans) contredit

lavaret ar pezh a gared

1732
Daveenn : GReg pg (sans) contredit

hep neb lavar kontrol

1732
Daveenn : GReg pg (sans) contredit

lavaret a veze; lavaret veze; lavaret veze, vije; bezañ en veze lavaret; bez' e vize, vije lavaret; lavaret veze bet

1732
Daveenn : GReg pg (on auroit) dit (on eût dit)

lavaret, bezet lavaret

1732
Daveenn : GReg pg (qu'on) dise

lavaret a reor, bezañ e lavaror, bez' e lavaror

1732
Daveenn : GReg pg (on) dira

evit lavaret e berr

1732
Daveenn : GReg pg (pour fair) court (en bref, en peu de paroles)

Dija ? kerkent ? ken abred ? kentizh ? dija livirit ? dija ? dija ?

1732
Daveenn : GReg pg déja ? (sitôt ?)

lavaret a oa, lavaret oa, lavaret a voe, lavaret voe, bezañ ez voa, ez voe lavaret, lavaret a oa bet

1732
Daveenn : GReg pg (on avoit) dit

lavare a voe graet

1732
Daveenn : GReg pg (on) dit (aoriste)

lâriñ komzoù sot, komzoù vil

1732
Daveenn : GReg pg (dire des paroles) deshonnêtes

lavaret e detailh

1732
Daveenn : GReg pg (dire en) detail (ou par le menu)

kalz a zo da lavaret entreze

1732
Daveenn : GReg pg (il y a bien de la) différence (entr'eux)

lâret

1732
Daveenn : GReg pg dire (prononcer)

lâriñ

1732
Daveenn : GReg pg dire (prononcer)

lavariñ

1732
Daveenn : GReg pg dire (prononcer)

lavaret kement a dro en e benn

1732
Daveenn : GReg pg dire (tout ce qui vient à la bouche)

lavaret kement a zeu en e c'henoù, war e deod

1732
Daveenn : GReg pg dire (tout ce qui vient à la bouche)

mard eo disent, livirit eñ din

1850
Daveenn : GON.II pg dizeñt, dizeñtuz, dizeñtidigez

A-ratozh em eus en lavaret.

1850
Daveenn : GON.II pg a-ratoz (Je l'ai dit avec intention, à dessein, exprès).

Ar pezh a lavarit aze a zo anat.

1850
Daveenn : GON.II pg anat (Ce que vous dites là est connu, est évident).

Bezant e oan pa eo bet lavaret kement-se.

1850
Daveenn : GON.II pg bézañd (J'étais présent quand on a dit cela).

Dre bamerezh e ra kement-se, war e lârer

1850
Daveenn : GON.II pg bamérec'h (D'après ce que l'on dit, il fait tout cela par enchantement).

ar pezh a lavarit aze a zo atahinus

1850
Daveenn : GON.II pg atahinuz

Hi eo he deus va aliet da lavarout an dra-se.

1850
Daveenn : GON.II pg alia (C'est elle qui m'a conseillé de dire cela).

Kement-se en deus lavaret en un alanad

1850
Daveenn : GON.II pg alanad (Il a dit tout cela en une halenée.)

Lavaret hag azlavaret em eus se deoc'h.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg aslavarout (Je vous l'ai dit et redit).

Livirit din pelec'h e chom ho paraerez.

1850
Daveenn : GON.II pg baraérez (Dites-moi où demeure votre boulangère).

Lavarit se dezhañ adarre.

1850
Daveenn : GON.II pg adarré (Dites-le lui une seconde fois).

ne lâr ket daou c'her hep blinkañ

1850
Daveenn : GON.II pg bliñgein

petra a lavarer anezhañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg anézhañ

Sant Paol a lazhas pe a veuzas un aerouant war a lavarer

1850
Daveenn : GON.II pg aérouañt

war a lavarer, e avu a ioa askornet

1850
Daveenn : GON.II pg askourna

Klevout a rit-hu ar pezh a lavaran deoc'h?

1850
Daveenn : GON.II pg klévout (Entendez-vous ce que je vous dis ?)

Livirit d'ar geginerez dibluañ ar yar.

1850
Daveenn : GON.II pg diblua (Dites à la cuisinière de plumer le poulet).

ar pezh oc'h eus lavaret en deus ho diboellet

1850
Daveenn : GON.II pg diboella

evit ho tidamallout eo em eus lavaret an dra-se

1850
Daveenn : GON.II pg didamalloud

livirit d'ar plac'h difankañ va botoù

1850
Daveenn : GON.II pg difañka

oc'h e welout en nec'h e lavared eo difelc'h

1850
Daveenn : GON.II pg difelc'h

difelc'het eo bet ez yaouank, war a lavarer

1850
Daveenn : GON.II pg difelc'ha

livirit d'ar vaouez-se mont da zigaoc'hañ he bugel

1850
Daveenn : GON.II pg digaoc'hañ

Na c'hell ket dinac'hañ ar pezh en deus lavaret din.

1850
Daveenn : GON.II pg dinac'ha (Il ne peut pas nier ce qu'il m'a dit).

Livirit dezhañ ez in dioc'htu.

1850
Daveenn : GON.II pg diouc'htu (Dites-lui que j'irai sans tarder, de suite).

dirak an holl en deus e lavaret

1850
Daveenn : GON.II pg dirâk, dirâg

diskemennet en deus ar pezh en doa lavaret din prenañ

1850
Daveenn : GON.II pg diskémenna

na ziskuilhit da zen ar pezh em [sic] eus lavaret deoc'h

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diskula, diskulia

distag el lavaran deoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg distak, distag

livirit d'ar plac'h distaliañ ar c'hig

1850
Daveenn : GON.II pg distalia

dre ziouiziegezh eo en deus lâret kement-se

1850
Daveenn : GON.II pg diwiziégez

n'eo ket ken dizanvez ha ma livirit

1850
Daveenn : GON.II pg dizanvez

Keloù doanius em [sic] eus da lavarout deoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg doaniuz (J'ai des nouvelles tristes à vous apprendre.)

e gaou en deus e lavaret

1850
Daveenn : GON.II pg é-gaou

e-giz a lavarer

1850
Daveenn : GON.II pg é-gîz, e-c'hîz, égîz

e gwirionez ne ouzoc'h petra a liviit

1850
Daveenn : GON.II pg é-gwirionez

enkrezet on gant ar pezh hoc'h eus lavaret din

1850
Daveenn : GON.II pg eñkrézi, inkrézi

ne c'hell ket endevezout kement ha ma livirit

1850
Daveenn : GON.II pg eñdévézout, eñdévout

en diwezh, livirit petra a fell deoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg enn-divez

an eskob eo a lavaro an oferenn

1850
Daveenn : GON.II pg eskop

estregedoun a lavar kement-se

1850
Daveenn : GON.II pg estr, estré

ne vezo ket a eureud, war a leverer

1850
Daveenn : GON.II pg eûred, eûreûd

mar hoc'h eus ezhomm eus a un dra bennak, livirit

1850
Daveenn : GON.II pg ézomm

kement a lavar a zo faos

1850
Daveenn : GON.II pg faoz

dre fazi eo em eus e lavaret

1850
Daveenn : GON.II pg fazi

livirit dezhañ feuriañ e gleze

1850
Daveenn : GON.II pg feûria

ur fistilherez eo, na livirit netra dirazi

1850
Daveenn : GON.II pg fistilérez

lâriñ

1850
Daveenn : GON.II pg larein

lavaront

1850
Daveenn : GON.II pg larein, lavarout

lavaret

1850
Daveenn : GON.II pg lavarout

petra a livirit-hu ?

1850
Daveenn : GON.II pg lavarout

n'em eus ket lavaret an dra-se

1850
Daveenn : GON.II pg lavarout

da lavarout eo

1850
Daveenn : GON.II pg lavarout

evit e lavarout

1850
Daveenn : GON.II pg lavarout

evit lavarout gwir

1850
Daveenn : GON.II pg lavarout

n'em eus netra da lavarout war gement-se

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lavarout

lâret

1850
Daveenn : GON.II pg lavarout

lârout

1850
Daveenn : GON.II pg lavarout

lârin

1850
Daveenn : GON.II pg larein

Klañv eo, war a lavar ; koulskoude eo livet mat

1850
Daveenn : GON.II pg koulskoudé, kouskoudé

Livirit-eñ d'ho kerent.

1850
Daveenn : GON.II pg kâr (Faites-en part à vos parents).

da lavarout eo

1850
Daveenn : GON.II p.57, Table des Conjonctions composées, "c'est-à-dire".

Likit evezh ouc'h ar pezh a lavarit.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, "Faites attention à ce que vous dites".

Livirit din ha dimezet eo ho c’hoar.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Dites-moi si votre sœur est mariée ».

Ma livirit din mont ez in.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Si vous me dites d’aller, j’irai ».

Livirit c'hoazh an dra-mañ dezho.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Dites-leur encore ceci ».

Lavarout a reer dre-holl penaos ez it da zimeziñ.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « On dit partout que vous allez vous marier ».

Lavarte en deus 'ta deoc'h dont amañ ?

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, (Il vous a donc dit de venir ici ? )

Setu eno petra en deus lavaret din.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « Voilà ce qu’il m’a dit ».

Livirit da'm matezh dont da aozañ koan.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « Dites à ma servante de venir préparer le souper ».

N'eus na droug, na mad da lavarout anezhañ.

1850
Daveenn : GON.II p.93, livre second, « Il n'y a ni mal ni bien à en dire ».

Evel-se ne ouzont petra a leveront.

1850
Daveenn : GON.II p.93, livre second, « Donc ils ne savent pas ce qu'ils disent ».

Me a lavaras ar wirionez dezhañ neuze.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, « Alors je lui dis la vérité ».

N’eo ket gwir ar pezh a livirit.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Ce que vous dites n’est pas vrai ».

Ne livirin mui netra.

1850
Daveenn : GON.II p.87, livre second, "Je ne dirai plus rien".

Ha ni a lavarfe an dra-se, ma ne ve ket gwir ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « Dirions-nous cela si ce n'était pas vrai ? ».

Perak ne lavarec'h-hu ket an dra-se din !

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Que ne me disiez-vous cela ! "

Livirit d’am zad dont amañ.

1850
Daveenn : GON.II p.67

Livirit d’am mevel kas ar saout d’ar peuriñ.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Lavarout a c'hellan penaos, mar en defe pep hini e dra, e vefen pinvidik.

1850
Daveenn : GON.II p.68, "Je puis dire que, si chacun avait le sien, je serais riche".

N'ouzon ket petra a livirit.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "Je ne sais pas ce que vous dites".

Lavarout a reot da hounhont dont warc’hoazh.

1850
Daveenn : GON.II p.70

Livirit din petra a dlean da ober.

1850
Daveenn : GON.II p.71

N’em eus netra da lavarout anezhi.

1850
Daveenn : GON.II p.74, « Je n’ai rien à en (d’elle) dire ».

Pep hini a lavaras ar pezh en doa klevet war gement-se.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Bezañ e lavaront ar wirionez.

1850
Daveenn : GON.II p.78, "Ils diront la vérité".

Dec'h ho meulent , hiriv e lavaront droug ac'hanoc'h.

1850
Daveenn : GON.II p.79

Lavarent petra o deus ezhomm, hag e vezo roet dezho.

1850
Daveenn : GON.II p.81, "Qu'ils disent ce dont ils ont besoin, et on le leur donnera".

Livirit dezhañ mont.

1850
Daveenn : GON.II p.81, "Dites-lui qu'il aille".

Lavar d'az preur bihan tevel.

1850
Daveenn : GON.II p.81, "Dis à ton petit frère qu'il se taise".

Livirit dezhi dont d'am c'havout goude.

1850
Daveenn : GON.II p.81, "Dites-lui qu'elle vienne me trouver après".

Tammoùigoù latin ha kozh tammoù galleg ne zeuas ken gantañ d'ar gêr, nemet ul levrig skritur moull, hanter roget ha peuruzet, a lenned er penn a-raok anezhañ ar c'homzioù-mañ e latin : Paedri Fabulae, da lavaret eo : Mojennoù Faedr.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Kant tra all a dleer da ober : kemeret kentel a-wechoù digant an anevaled a bevar droad, digant al laboused hag al loenedigoù eus ar re vunutañ zoken, digant ar wenanenn; - digant ar gelienenn ne lavaran ket, o vezañ ma labour eviti he-unan.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

Daoust ha n'en deus ket ar mojenner sentet ouzhoc'h, pa oac'h o lavaret petra a ranke Breizhiz da gasaat ha petra da garout ! Daoust ha na zesk da bep Breizhad eo ret trec'hiñ a-raok an droug, heuliañ ar mad, bezañ, pa'z eo dleet, digabestr ha dishual; chom e peoc'h en e di balan

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

An daou-mañ a livirin ur ger bennak diwar-benn o labour a-barzh dont da hini an aotrou Milin.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XIII

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.

1867
Daveenn : MGK p26

Ar bed-mañ a zo kozh, kozh-kozh, a lavarer; / Ha koulskoude atav an den ne vez furaet, / Anez gant marvailhoù e gelennañ ervat.

1867
Daveenn : MGK p4

Tud zo hag a lavar : — « Ned eo netra ebet, / « Ur c'hrweg zo o veuziñ. » / Hag ur c'hrweg zo ur c'hi ! / Oc'h ur c'hi vez truez.

1867
Daveenn : MGK p141

diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Tad-iou un deiz a lavaras : / – « Kement zo bev-buhez, kerkoulz bihan ha bras, / A c'hell dont dirazon, / Hep krenañ na kaout aon. »

1867
Daveenn : MGK p10

"Evit ar pezh a sell ouzh an doare-skrivañ, emezañ c'hoazh, graet am eus evel ma karis, o vezañ n'eo ket deuet c'hoazh a-benn da c'honit war ar re all an hini gwellañ, me lavar hini an aotrou ar Gonideg"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

hag eñ hag o lâret neuze : me 'garfe kaout an abid-se ; an abid-se hag he ferc'henn a zo e-kreiz ma gourc'hemenn

1874
Daveenn : GBI.II p528

Disklêriet e voe dezhañ gant ar re a yoa e karg e Montroulez, n’oa ken eskop, rak n’oa hiviziken eskopti ebet ken e Kastell, al lezenn her lavare.

1877
Daveenn : EKG.I. p.10

Bremañ avat chomomp sioul, ar biz war bluenn ar fuzuilh, prest da dennañ pa livirin.

1877
Daveenn : EKG.I. p.164

Abalamour da se ne leverjont grik da zen : ne raent nemet goulenn an hent da vont eus ar bourk-mañ da ur bourk all, eus an eil kêr d’eben, ha traoù all diwar nij er c’hiz-se ne oant na du na gwenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.36

War ar paper-se e lavared e oa hanvet, gant ar "C’houarnamant", Loull ar Bouc’h da berson e Plouared, hag e tlee an holl sentiñ outañ, ha reiñ skoazell dezhañ a-enep kement hini [en] divije c’hoant da enebiñ outañ, pe da esa ober droug dezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.152

Hag evit gwir, n'eo ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud ur person, ur c’hure, da bareañ goulioù an ene, da bardoniñ ar pec’hedoù, da reiñ ar vadiziant, etc... eus a-berzh ur c’houarnamant hag a zo en e benn ur protestant marteze ha ne anavez ket eo ret kofes, pe un den disakret bennak ha ned a na war-dro iliz na war-dro beleg ebet, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennoù en e rouantelezh, pe pa en em gav un nevezenti bennak gant e dud ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.4-5

Den nad ae war-dro an iliz, nemet a-wechoù unan bennak da c’hoarzhin pa wele Loull ar Bouc’h, mezv-mik-dall, bec’h dezhañ o chom en e sav, oc’h ober an neuz da esa lavaret an oferenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.87

Evel pa viche an diaoul kozh e-unan o c’hwezañ avel an ifern en o c’halon e teuas en o fenn, evit ober muioc’h a boan d’an dud vat, mont da lavaret an oferenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.31

An Aotrou de la Fruglaye, eus a vaner [Kerarrouz], e Plouyann, el lec’h m’emañ bremañ o chom he vab-bihan, an Aotrou de Champagny, a ra kement a vad dre ar vro, a gasas ur mevel kalonek en doa en e di da lavaret dezhañ bezañ war evezh, rak deuet oa da Vontroulez urzh da gregiñ ennañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.11

Evidomp-ni a zo chomet er mintin-mañ en hor gwele, pe, pa lavarin ar wirionez, e-mesk hor c’holo, abalamour ma ho poa lakaet ac’hanomp en ur c’hraou ken du ha sac’h ur glaouaer.

1877
Daveenn : EKG.I. p.77

Goude ma oa achu ganeomp hor pedennoù, Per a lavaras din : — Yann, ha n’hoc’h eus ket gwelet un tamm sklerijenn o para warnomp e-pad m’edomp o lavaret hor pedennoù ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.75

— Nann, gwir a lavarez. Koulskoude pa seller ouc’h Jañ-Mari, n’heller ket miret da gaout un aer a zen onest warnezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.74

— Da vihanañ, Per, emeve, amañ ne dapimb ket a c’hwen. — Nann, mes moui, pe gelien-[m]orz, diwar ar c’hezeg, ne lavaran ket avat. — Ne pezo nemet skrabat un tamm hag e nijint kuit.

1877
Daveenn : EKG.I. p.72-73

Mes ar manac’h a zivinas raktal edo koustiañs an den kozh-se o pikat anezhañ, hag e lavare outañ e-unan : Hemañ, an den-mañ, ma n’en deus ket merzheriet va c’henvreudeur, menec’h Sant-A[l]bin, a dle bezañ merzheriet menec’h-all, ha va c’homzoù a ya betek goueled e galon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.57

Mont a rejont d’an ti-kêr, pe, pa lavarin mat, d’an Eskopti he doa laeret ar republik goude m’oa aet kuit an Aotrou de la Marche, an eskob, da c’houlenn c’hoazh poultr ha plom.

1877
Daveenn : EKG.I. p.268-269

— N’eus forzh, a lavarjon da Ber, evit ar re-mañ a rankomp da gas d’ar bed all ; goude-se e teuio tro ar re-hont.

1877
Daveenn : EKG.I. p.278

Hag e lavare outañ e-unan : e-pad ma paein da evañ d’ar re-mañ, e ti ar Prat, an Aotrou Poullaoueg en devezo amzer da ziskenn war an aod, ha da vont, hep bezañ gwelet ganto, da guzhet war roc’h Melgorn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.219

An Aotrou Krenn a reas un tamm sermon din, hag evelato va c’halon n’oa ket glac’haret ouc’h [ouzh] er c’hlevet ; mes an Aotrou de Kerbalaneg [sic] a grogas em dorn hag er stardas kalonek, en ur reiñ din un taol-lagad hag a lavare : Mat ec’h eus graet, Yann Pennorz, ur gwaz out.

1878
Daveenn : EKG.II p.96

Koulskoude e ranken pignat en tour, n’eus ket da lavaret eno.

1878
Daveenn : EKG.II p.119

P’edon krog en trede alc’houez, e liviris adarre ouzhin va-unan : Yann Pennorz, amañ ez ez da c’hoari da vuhez.

1878
Daveenn : EKG.II p.122

Me a flouras e gein dezhañ hep lavaret ger, gant aon da vezañ klevet, ha Polidor en em lakeas da lipat va divoc’h ha va daouarn gant e deod karantezus.

1878
Daveenn : EKG.II p.28

— Daoust ha c’hoant mont da siliaoua ec’h eus e-kreiz an noz, e kanol Keraouell ? — N’eo ket da siliaoua eo ez an ; d’ar chase, avat, ne lavaran ket. — Da chaseal petra ?

1878
Daveenn : EKG.II p.26

Ne ankounac’haomp ket kennebeut hor mignoned, ha leveromp un De Profundis evit ar re a zo marvet e Kergidu.

1878
Daveenn : EKG.II p.11

Netra ! netra ! Eo, pa lavarin mat ; kaout a rae din bezañ klevet adarre evel unan bennak o klemm dre-douez skourroù ar gwez-derv, ha zoken, n’edo ket pell diouzhin.

1878
Daveenn : EKG.II p.41

N’em boa biskoazh klevet un hevelep mouezh : n’oa na pell na tost ; lavaret e vije e teue eus ar bed all, evel un ene e poan o c’houlenn pedennoù.

1878
Daveenn : EKG.II p.46

Mes, [A]otrone[z] int, a lâr darn !!! [A]otrone[z], a lâran-me ive[z] ! Hag an daou all a zo 'n em laket enep de[zhe] war ar renk, n’int ket [A]otrone[z] ive[z] ? Sellet ‘ta deus o levitenno[ù] !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Lâr din Job ; se, koulskoude, na sell ket ac'hanon, mes kement ha kaozeal, bepred e teue, d'ar Sadorn, ur gelaouenn, he hanv "an Democrate ?"

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Paeañ an teil, charreet ane[zh]añ ul lev hanter, gant kastell-estek ha pemp a gezeg, se zo arc'hant, a lâran dit !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Pegement a ra se ? Lârin ket dit pa ouzout. Ar pezh n'ouzout ket a lârin.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Deus du-mañ ganin da'z koan hag az po an tañva. Ne lâran ket nann.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerborzh. Be[z]añ zo c’hoazh un toullad ane[zhe] ‘barzh ar c’harter, war a lârer. Chañs vat d’ar chaserien da dapout ane[zhe], ar c’henta[ñ] ar gwella[ñ].

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Me a garfe ka[out]t ur re votoù neve[z]. Evel-se a lâre enni hec’h-unan, Maria Gwazioù deus Lannuon. E-lec’h mont da brenañ, e ti ur bot[a]ouer, e kavas [a]ezetoc’h ha gwelloc’h marc’had, emichañs, trokañ he re gozh ouzh re neve[z] an intañvez Damany, hep gouzout da houmañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

pa vez trouskennet divskouarn an deñved hag o genoù, ni a lavar tartous eus an dra-se

1909
Daveenn : BROU p. 218

Dleet eo d'ar Varzhed 'n em enoriñ, en dimeziñ hag er marv, en eurvad pe en un dizeur bennak ; da lavarout eo en kement digouezh enorus a c'hoarvez ganto.

1909
Daveenn : REZI p.18

diouc'h a leverer

1909
Daveenn : BROU p. 200, 226

« Sell, emezo gant spouron, an heol a lavarfed a zeu davedomp ! »

1923
Daveenn : SKET p.111

An heol a lavarjed en em zistaget diouzh bolz an neñv hag o ruilhañ war c’horre ar mor war-du an teir flac’h yaouank.

1923
Daveenn : SKET p.111

Ur souezh ar mogerioù maen-se a lavarfec’h ez int bet savet gant dorn ar ramzed a bantennadoù krec’hioù hag a dolzennoù roc’h a-bezh distaget diouzh tor ar menezioù !

1923
Daveenn : SKET p.15

Ne livirin ket amañ nemet ar pezh am eus merzet eno eus an temploù gouestlet d’an doueed, ken ec’hon ha kêrioù, keit ha ken tev ar mogerioù anezho ha mogerioù kreñvlec’hioù, da harpañ o zoennoù en diabarzh peulioù maen stank-ha-stank, keit ha ken tev pep unan hag ar pinennoù bras o c’holeiñ tor menez Vosagos e bro al Lingoned, pe pantennoù menez Iouris e douaroù ar Sequaned.

1923
Daveenn : SKET p.17

P. 98, dilin. 3, lin. 8, e lec’h « da lavaret » lenn « da lavarout ».

1923
Daveenn : SKET p.199, "Da reiz[h]a[ñ]".

War a leveront, daou vugel uhel eus meuriad gwenvidik ar re-Zivarvel, an daou ma sked evel regez-tan ar c’huchennadoù-blev lugernus anezho e-kreiz bodad an doueed e Dêvobriga (kreñvlec’h an doueed), — anvet em eus Lugus ha Belisama, — a weladennas meur a wech diskennidi Manos ha Bena en o c’hoadoù, hag o c’helennas war veur a dra.

1923
Daveenn : SKET p.58

Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh.

1923
Daveenn : SKET p.6

N’em eus ket lavaret gaou na laeret ; n’on bet na teodek, na diek, nag aonik ; va breudeur ha va c’hoarezed, n’em eus ket o lazhet, n’em eus ket o skoet, n’em eus ket o zouellet ; droukprezeget n’em eus ket ouzh hini anezho.

1923
Daveenn : SKET p.71

Kent-se, ur geriennoù a livirin diwar-benn ar meuriadoù all, en abeg d’ar gelennadur[ezh] a sav eus ar vuhez anezho.

1923
Daveenn : SKET p.88 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "p, 88, lin. 7 kent an dibenn, e lec’h « kelennadurez[h] » kentoc’h « kelennadur »).

Hag eus lenn an Heol e reer bremañ mor an Heol, nemet, war a lavarer, ul lenn edo c’hoazh d’ar mare, ec’hon, divent, diheverz (e-maez-gwel) an harzoù anezhi, hep treuzkiz-dour ebet etrezi hag ar mor a zo er c’hornog, da lavarout eo mor ar Goularz pe mor an Hanternoz.

1923
Daveenn : SKET p.94

— Demat deoc’h, aotrou kure ! eme ar baotred. — Demat deoc’h, bugaligoù !… Azezit, azezit, lavaromp da gentañ : Ni ho salud, Mari…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

— Goût a ran, met bugale all a oa eno, ne oas-te ket, moarvat, da-unan, hag anavezout mat a rez-te ar re all. Lavar piv int ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

Kreñv eo ar garantez, a lavarer, ken kreñv hag ar marv ! Ha pegen muioc’h hon holl zechoù all !...

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

An Ao. Jonkour ne roe ket a skandal deomp, evit lavaret gwir ; mes n'oa ket a fouge ennomp evelato ouzh e glevet !

1924
Daveenn : CDFI niv. 2302, 29 mars, p1

Bep beure e kas anezho da gouronkañ er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantañ an dilhad ma oa boas da wiskañ a-benn gouronkediñ ar c’harr, da lavarout eo un doneg divilgin start ouzh e gorf ha bragoù strizh ha berr o lezel e zaoulin ez noazh (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.58-59

Karet gant an holl, gant ar valtouterien ’lavaran ket…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

E semiteg (babiloniek) e levered "sar-mâtâti" « roue ar broioù », J. Halévy, [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.71, Notenn 3

Pa lavaran deoc’h, ur plac’hig koant, un tammig skañv he fenn, hervez m’emañ ar c’hiz gant ar merc’hedoù yaouank.

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

Ne vefe ket kavet ur billig arem en holl dier ar bourk, ur c’horn-boud bennak ne lavaran ket. Ha c’hoazh, emaint er bagoù, evit kornañ pa vez brum.

1925
Daveenn : BILZ2 p.164

Met gwir eo ar pezh a lavar ar re gozh : an traoù am eump bet darempredet a zalc’h un tamm eus hon buhez : o [d]ilezel a zo un dristidigezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Ha n’hoc’h eus-hu ket klevet komz eus eur marc’hadour lien a Vontroulez a zo bet, a lavarer, lac’het e-pad an noz diwezhañ war al Lev ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.128

Pa veze bras ha niverus an taol-pesked, e veze kaset kannad da gokanierien Lannuon ha Montroulez da lavaret dezhe dont da brenañ ar pesked.

1925
Daveenn : BILZ2 p.122

An arc’hant a gompez ar boan, a livirit-hu. Gwir ? gaou ?… Evelkent ar boan a zo un tamm, ur bastell eus ar vuhez muchet gant skuizhder ha grevusted an izili, hag alies gant enkrez ar galon.

1925
Daveenn : BILZ2 p.104

— Kae, Mad[a]len, da lavaret d’an itron dont amañ buan ha buan !

1925
Daveenn : BILZ2 p.119

Ha ne oa evit lavaret nemet « O va mab, va mabig ».

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

Petra a livirin-me deoc’h ouzhpenn ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

An heol n'eus ket anezhañ, a lavare un dall.

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ane(z)añ (Le soleil n'existe pas, disait un aveugle.)

diouzh ma leverer

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a4 (d'après ce qu'on dit)

diouzh a leverer

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a4 (d'après ce qu'on dit)

Sed an adjudant o tegouezhout, tizh warnañ, m'eus aon, ez eus un dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli din-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus ur c'heloù evidoc'h ganin-me, da vont d'an trevadennoù ? - Ya da ! emeve en ur zigrommañ.

1929
Daveenn : SVBV p7

Ne lavaran ket, n'eo ket plijadurus bezañ war ar mor hag arvestiñ outañ, eo ! Un daolenn eus ar re gaerañ a gaved eno, dreist-holl, gwechall e marevezh al listri-dre-lien.

1929
Daveenn : SVBV p.14

E gwirionez, o klevout keloù da vont da Vadagaskar e yoa lorc'h ennon, m'el lavar deoc'h !

1929
Daveenn : SVBV p.13

Marteze, darn a zo hag a lavaro ez on-me heñvel ouzh an tourc'h - an dra-se ne vern ket, tamm ebet, evidon ! - hag evel an digenvez reunek-mañ ec'h en em blijan nemet [sic] el lec'hiou didud hepken.

1929
Daveenn : SVBV p.14

hervez a lavarer

1931
Daveenn : VALL pg à2 (à ce que l'on dit)

ober da ub. lavarout e stal

1931
Daveenn : VALL pg (faire dire son) affaire (à qqn)

lavarout e blandenn da ub.

1931
Daveenn : VALL pg aventure

kerkent ha lavarout

1931
Daveenn : VALL pg aussitôt

lavaret amplik

1931
Daveenn : VALL pg amplifier (en paroles, exagérer)

kaoulz lavaret

1931
Daveenn : VALL pg (pour) ainsi (dire)

war a leverer

1931
Daveenn : VALL pg à2 (à ce que l'on dit)

war a lavarer

1931
Daveenn : VALL pg (d')après (ce que l'on dit)

diouzh a lavarer

1931
Daveenn : VALL pg à2 (à ce que l'on dit)

n'en doa ket lavaret mat gantañ

1931
Daveenn : VALL pg achever (il n'avait pas achever de dire...)

M. a vez lavaret eus an den-se

1931
Daveenn : VALL pg (s')appeler (cet homme s'appelle M.)

Evel ma lavaremp uheloc'h, ez eus re all o troc'hañ an torrod-meur, e reter Afrika ar C'heider, er Brazil, e Korea, er Mor Keltiat, h.a.; n'eus ket bet roet a-walc'h a sontadennoù, avat, evit o studiañ pizh.

1943
Daveenn : TNKN p62

Asinus asinum fricat a zo daou azen o ’n em lipat, evel ma lavar ar chañson.

1944
Daveenn : ATST p.13

Bep a damm leve o devoa, rak a-viskoazh o zud kozh, eus an eil tu hag egile, a oa bet perc'henned, da lavarout eo ne oant ket merourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p7

Ouzhpenn e oa ganto douaroù « bailheet », evel ma lavared gwechall, douaroù e koumanant.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

Kement hini a zeu d'am gwelout da Garnoed a ya kuit en ul lavarout din : « N'on ket souezhet e vefes 'n em gavet ur barzh dre amañ. »

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Hag an daou wenneg a gouezhe em dorn hag e vezent chouket em fodig-espern, gant ma mamm, aketus da ziskiñ din espern, lakaat a-gostez 'vel ma lavared...

1944
Daveenn : EURW.1 p19

Me a yae da-heul, ha derc'hel a rin da viken soñj dudius eus predoù fetis ar maezioù en amzer-se ma lavared dre holl Frañs : « La Bretagne, pays pauvre, terre des landes et des bruyères, où l'on se nourrit encore de pain noir et de gruau (?) ».

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Re a netra ne dalv netra, a lavar ur wirionez kozh.

1944
Daveenn : EURW.1 p53

Ar « bacho » kentañ, koulskoude, hini ar Reizhoureg -rhétorique-, evel ma levered neuze, en doa digaset ouzh e heul un tammig diduamant, en ur gas an arnodennidi, digemeret evit an arnodenn dre skrid, da dremen an arnodenn dre gomz da Roazhon.

1944
Daveenn : EURW.1 p111

Dinan, avat, mar deo bet kêr-a-vrezel ; Dinan, mar deo bremañ kêr-skouer an artizaned, n'he deus ket mezh gant he orinoù. Keuz dezho ne lavaran ket.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Ma anv ne lavare netra da hini ebet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.82

Me ha ma seurt a rae lod eus ar re « diskarget », da lavarout eo an danvezioù-soudarded ur bloaz servij.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Gant ur vouezh kuñv ha karadek, ar pennrener a lavaras trugarez dimp.

1944
Daveenn : EURW.1 p.201

Job a reutae e zivesker, me el lavar deoc’h ; rak ma oa pounner ar vag da nerzh daou zen, pounneroc’h e oa c’hoazh da nerzh unan hepken, dreist-holl p’en doa lakaet Lom e gorf hir e-barzh.

1944
Daveenn : ATST p.107

Rak, gouzout a rit, va lennerion, gwechall-gozh al loened mut a gomze kerkoulz hag an dud, ha c’hoant bras am eus da lavarout : gwelloc’h.

1944
Daveenn : ATST p.7

Paour kaezh [Paourkaezh] kegin ! N’he deus ket bet a chañs, rak ur martolod yaouank (mezv-dall e gwirionez) ouzh he c’hlevout o hopal dezhañ : « mezvier brein ! mezvier brein ! » a yeas droug ennañ, a daolas e grabanoù war al labous paour, a blantas tro en e c’houzoug, hag a droc’has dezhañ e ganaouenn e ker berr amzer ha lavarout : ouf!

1944
Daveenn : ATST p.8

Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti er c’higer [sic, "e ti ar c’higer"], ne lavaran ket.

1944
Daveenn : ATST p.9

Lukaz, avat, ne oa mui nec’het gant higenn na gant pesk; gant ar pakad a oa aet dreist ar skluz, ne lavaran ket.

1944
Daveenn : ATST p.12

— « War-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. Ne welit ket, ’m eus aon, sklaeroc’h egedon-me. » — « O ! eo. » — « Livirit eta piv a zo o tont du-se gant an hent ? »

1944
Daveenn : ATST p.18

Bremañ e chomit aze hep lavarout grik… Respontit ’ta, pe kemerit bep a volenn : ar varrikenn sistr a zo aze, gouzout a rit, e-tal ar gwele.

1944
Daveenn : ATST p.29

Mes ur gaou bras o doa lavaret an daou zen, pa azezent ouzh taol, pep hini en e di.

1944
Daveenn : ATST p.38

— « Pa lavaran deoc’h ne welan berad ebet. Mes klevout a ran trouz adarre. »

1944
Daveenn : ATST p.62

— « Lom, heñchit reizh ar vag ’ta ! » — « Heñchañ mat a ran anezhi, Job. » — « Ne rit ket. Mont a ra he fri da skeiñ ouzh ar ribl ! » — « Ne da ket, Job. » — « Mont a ra, pa lavaran deoc’h. » — « Pa lavaran-me, ne da ket… Oc’ho ! oc’ho !… »

1944
Daveenn : ATST p.108

Krediñ a reas goulenn : - Lavarit din hoc'h anv, mar plij !

1949
Daveenn : SIZH p.46

–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Redek a reas ur gridienn penn-da-benn e gorf, ha merzhout a reas, n'em eus ket lavaret hep ur mousc'hoarzhig laouen, edont aze, eñ, gwenn-kann en e sae vanac'h, hag hi, du evel askell ar vran.

1949
Daveenn : SIZH p.42

N'eo ket peuketa eo a reas kenskolidi ar breur Arturo. C'hoarzhin didro, ne lavaran ket, ha leiz [leizh] o begoù.

1949
Daveenn : SIZH p.60

D'ho pinijenn, e lavarot un dizenez eus ho chapeled !

1949
Daveenn : SIZH p.60

- Klevet em eus lavarout ez eus levrioù, skrivet penn-da-benn a-zivout maouezed noazh... Hag anaout a rit « La Mujer Desnuda » gant Blasco Ibañez?...

1949
Daveenn : SIZH p.47

Un toull-bac'h ?.. Doue ra viro ! Ar c'hreñvlec'h savet gant an Aotrou evit e Zibabidi, ne lavaran ket.

1949
Daveenn : SIZH p.46

- Klevet em eus lavarout eo ar Frañsizien tud difeiz, ken int.

1949
Daveenn : SIZH p.45

Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.

1949
Daveenn : SIZH p.54-55

Mouezh ur vaouez, sklintin hag heson, seurt ma ne veze ket klevet mui gant ar paotr, abaoe ma oa aet d'ar gouent, da lavarout eo abaoe e bask kentañ.

1949
Daveenn : SIZH p. 37

- Evel-se emañ kont gant ar garantez. Deut e oan, dre zegouezh, da lavarout ur bater da Werc'hez venniget ar Rozera. Ho kwelet am eus...

1949
Daveenn : SIZH p.49

Hi eo a'n em ginnig dezhañ, an dro-mañ. N'eo ket Palmira eo ; ur « gitanilla », ne lavaran ket, unan eus an orgedenned-se, da ziwall outo, a skuilh c'hwistantin da evañ. Houmañ kannadez an diaoul.

1949
Daveenn : SIZH p.52

- Perak e teuit bemdeiz [sic], e-giz-se, d'hon iliz-ni ? - Da lavarout va fedennoù 'ta…

1949
Daveenn : SIZH p.49

Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].

1949
Daveenn : SIZH p.40

Paterour kozh, godisañ ' rez ! / Dirak an Hir, raktal ec'h ez / Da zibunañ fraezh, penn-da-benn / Pezh a lârjout diwar e benn.

1960
Daveenn : PETO p47

Tro am bez da fallgaloniñ / Rak ankouaat eo an diaesañ. / Met Hor Salver 'lâr pardoniñ / D'ar re 'noazo ouzh o nesañ.

1960
Daveenn : PETO p31

E kuzul, dezhañ 'm eus lâret / E oar ar person, moarvat, / War-zu pe repu eo skaret / An trubard, tec'het a-rat.

1960
Daveenn : PETO p33

Hervez a lâr, emañ o klask / Ul louarn fin e loch ar yer, / Pe ur goukoug e neizh an drask, / Ha bet eo bet e meur a gêr.

1960
Daveenn : PETO p33

Petra ' c'hoarvezfe ma vefemp dizornet ? / Hon teodoù simudet a chomfe skornet, / Rak diganto, da brezeg, ' lamfed ar gwir / Dre an urzh a lerez ken kalet ha dir.

1960
Daveenn : PETO p18

ar c'hemplezh a izelder evel ma lavarer

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.19

Se ne lavar ket e vije deuet Monrovia, hag a weler an anv anezhi war aros al listri, da vezañ porzh ar bed ! Nann.

1985
Daveenn : DGBD p21

Ar rener a oa eta ar pezh a lavared ur "marc'hadour soubenn" ha netra muioc'h.

1985
Daveenn : DGBD p5

Tout ar peurrest a zo Ledemsav, da lavarout eo rannvroelourien, gwerzhet d'ar C'hallaoued hag all, kemplegourien, ha me 'oar me

2007
Daveenn : KASTE p184

Laouen e oan evel-just o welet penaos e veze avielet, ya fentusoc'h e oa forzh penaos... fentusoc'h pa lavaran... plijadurusoc'h e oa memestra buhez ur beleg en Ouganda eget e Lokournan

2007
Daveenn : KASTE p. 67

Bez' e voe anezhañ ur gwir reveulzi estetek ha teknek en doare da sevel an nevedoù kristen en Europa hag ar savadurezh-se a reno hep tra da geveziñ outi betek diwezh ar Grennamzer, da lavarout eo e-pad tri c'hantved hanter.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Petra a weler eus an tres gall hiziv an deiz war chantele Sant-Kaourintin ? Nebeut a dra evit lavarout gwir. Ar steuñvenn a-rez douar da gentañ.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 10

Heñveldra a lavar deomp peulioù al lodenn gromm, outo ur vordilh a golonennouigoù diseurt.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 11

Ne oa tamm raktres distruj an nev, mirout anezhi ne lâran ket.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23

"Petra a welo hon daoulagad c'hoazh ?" a lavar outi-hi.

2015
Daveenn : EHPEA p11

En em soñjal a ra ha lavarout: "Met perak hor bije ezhomm anezhe?"

2015
Daveenn : EHPEA p14

Dav eo lakaat ar c'hoarzherien a-du ganeoc'h, en ur ziskouez dre an eskemmoù a zo gant hoc'h enebourien pegen lu eo o doare d'en em zerc'hel, pegen faos eo ar pezh a lâront, pegen uhel eo ar c'haoc'h en o revr abalamour d'o galloud, hag all, hag all.

2015
Daveenn : DISENT p79

Gallout a reer adkemer prezegenn ar stourmerien, pe hini an enebourien, dirak an arvesterien, gant binvioù ar furlukined, da lâret eo ar fent hag an dreveziñ dreist pep tra.

2015
Daveenn : DISENT p55

Barzhoneg hir Homeros - 15 000 gwerzenn ! - e vez lavaret dimp enni n'eo ket istor seziz Troia eo, kaouad fulor Akilleüs ne lavaran ket...

2016
Daveenn : ILIAS p. 6

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial