Keloù ar marv a vez atav ur c’heloù a gañv ; en dro-mañ [e] oa ur c’heloù a laouenidigezh dreist-holl en hor bro-ni, rak edod o paouez dibennañ, e Montroulez, Mari-Juliana Jigant, leanez e Landreger ; an dimezell Kerlean, a Daole ; Perina ha Juliana Demaret, he c’hoar ; Barba Jago ha Modesta de Forsañs, evit bezañ hepken kuzhet beleien.
lanezed ar C'halvar
leanez ar C'halvar
Da bemp bloaz mont a raen bemdeiz-Doue [bemdez-Doue] da di leanezed Priel, ha gwell [sic, "gwall"] abred e huche warnon Koko, peroked Fulup, ur c'hozh vartolod evel Biz Kamm, o chom e tu all an hent : « Alo 'ta, Jarlig, poent eo mont d'ar skol ! »
Tremen a rae Lom evit ur gwaz ken sioul, ken douget d'ar pedennoù hag ul leanez pilpave, met "rodeal", jilgammat war an daou du a rae ar paour kaezh, krennoc'h eget ur c'hornandon ha tort[-]daonet war ar marc'had ; hervez ma lavarer dre amañ, aet e oa e gof en e gein.
Un hanter-c’hoar d’am zad a oa neuze leanez Sant Visant a Baol e kêr Denain, kas a rae dimp div pe deir gwech er bloaz pikoloù pakadennoù leun a draoù a bep seurt [...].
Dirak an daez e korolle ur bagad paotred yaouank ha bugale – ar « bataillon sacré » eme o rener, ul leanez – gant peb [pep] a sae wenn e-dro dezho, darn gant ul letern alaouret, darn all gant ul lestr-ezañs, met an darn vuiañ gant ur banerig leun-kouch a vleunioù en o c’herc’henn.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
leat