Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Lakaat udb. en ul lec'h, dibab ul lec'h d'udb. Lec'hiet en doa e gastell war un uhelenn. & Lakaat udb. dre an ijin da c'hoarvezout en ul lec'h bnk. Lec'hiet en doa ar skrivagner e romant e Kernev-lzel. 2. Kavout, resisaat lec'h udb. Lec'hiañ un draonienn war ur gartenn. Diaes e oa dezho lec'hiañ en un doare resis al lec'hioù a oamp o labourat enno. EVEZH. Distagañ a reer ar furm lec'h (trede gour unan amzer-vremañ an doare-disklêrian hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['lexj].

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

lec'hiet

1850
Daveenn : GON.II pg lec'hia

lec'hiañ

1850
Daveenn : GON.II pg lakaat, léc'hia

pelec'h e c'hellin-me e lec'hiañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg lec'hia

O c’hamp o doa lec’hiet izelikoc’h, en ur waremm.

1944
Daveenn : EURW.1 p.211

Aogust, Pol hag Iwan en em lec'hias gwellañ ma c'helljont, mes ne oamp ket kichen-ouzh-kichen, ar pezh a reas dimp a-walc'h a galonad.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Lec'hiet-mat e oan, a-vihanik, da arvestiñ ouzh doareoù bevañ Karnoediz.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

An tan a zeve en oaled, ul lamp war enaou oa lec'hiet war dumenn ar siminal e ken kaz e teufe al latar re stank zoken e diabarzh an tiez.

2012
Daveenn : DJHMH p44

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial