Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Lien krenn. Ur roched leien. Er c'hirri, goloet gant pezhioù leien teret, e oa loened gouez. Un tamm leien gros. HS. kanavaz. 2. Ent strizh Lien krenn a implijer evit gwalc'hiñ al leur. 3. (impl. da stn.) Lien leien : lien bet gwiadet gros. Un dilhad lien leien.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

leien

1732
Daveenn : GReg pg canevas

an aotrou Koadrioù en deus graet, ar pezh na raje aotrou ebet; en deus diwisket e abid aour, gwisket un abid lien paour, gwisket un abid lien leien, 'vit mont da di e vererien

1874
Daveenn : GBI.II p228

leien

1909
Daveenn : BROU p. 392 (grosse toile ; désigne plutôt le lin de qualité inférieure dont on fabrique la serpillère)

Ur pennadig goude-se ec'h en em gav an dougerien gentañ : ar gegin (koan a vo eta !), ar gwele, hag a zo koulskoude unan eus ar sammoù lakaet da vezañ an diaesañ da zougen dre ma 'z eo ur bec'h ledan ha ma speg er c'heuneud a bep tu, hag ivez dre ma vez re dechet ar voyed da blantañ er sac'h leien a vez ouzh e c'horren a bep seurt traoù ma ne daoler ket evezh ; ur pakad all bennak, an hanter eus an telt.

1985
Daveenn : DGBD p154

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial