Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. 1. (dirak un ak. degaset gant ur ger-mell, un niver pegementiñ pe gant ur ger perc'hennañ) Kement ha ma c'hall bezañ endalc'het gant udb. Kemerit leizh ur gastelodenn a zour. Bez' e oa gwer leizh an daol. Degaset o doa leizh daou pe dri c'harr a zouar. Kanañ leizh e veg. Debriñ, evañ leizh e gof. Karet ub. leizh e galon. Galleg a zeu gantañ leizh e c'henoù. [1924] An aotrou Beskont, a lavare Gargamm, leizh e c’hinou eus ar gir-se [...]. HS. leon. 2. Dre ast. LEIZH UDB. : a gementadoù bras. Du-mañ ez eus levrioù leizh an ti. Merien zo leizh ar gegin. 3. Trl. skeud., pemdez Kaout leizh e lêr diouzh ub. : bezañ aet tremen skuizh gantañ. II. Doar. 1. Leun. Leizh eo da werenn ? Hanter leizh eo. & (dirak un adv. pouez.) Leizh-klok, leizh-faezh, leizh-brok : leun-barr. 2. Dre heveleb. (db. an dud, al loened) Leun e gof. Pa voent leizh ez ejont da gousket. III. Rag. am. 1. (dirak un anv hollek lies pe stroll degaset gant an ar. a) Kalz. Leizh a dud a lavar o soñj. HS. a-leizh, e-leizh. ES. nebeut. 2. Leizh kof : leun ar c'hof. Leizh kof a vo. IV. G. Dalc'had ul lestr, ur benveg kegin, h.a. N'on ket evit dougen ar voest-mañ, nag an hanter-leizh zoken. Laka daou leizh all oa a sukr. Eno e oa gwez hag o leizh a frouezh enno : eno e oa gwez a oa kement a frouezh enno ha ma c'halle bezañ.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

leizh an Iliz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg leis (an Ilis)

leizh e gof

1659
Daveenn : LDJM.1 pg leis (e goff)

leizh e galon

1659
Daveenn : LDJM.1 pg leis (e galon)

leizh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg plein

leizh an Iliz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg plein (l'Eglise)

leizh an tok a arc'hant

1732
Daveenn : GReg pg (plein le) chapeau (d'argent)

leizh ar galon a joa

1732
Daveenn : GReg pg (plein le) coeur (de joye)

leizh an tok

1732
Daveenn : GReg pg (plein le) chapeau

Leizh un arc’h a zo anezhañ.

1850
Daveenn : GON.II p.74, «Il y en (de lui) a plein un coffre ».

leizh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg é-leiz, éleiz

leizh

1850
Daveenn : GON.II pg leic'h, leiz

leizh

1850
Daveenn : GON.II pg leic'h, leiz

leizh an ti

1850
Daveenn : GON.II pg leiz

leizh an dorn

1850
Daveenn : GON.II pg leiz

avel a zo gantañ leizh e benn

1850
Daveenn : GON.II pg leiz

Evit bezañ eürus n'eo ket ret kaout gened, / Kaout arc'hant leizh ar yalc'h ; ar furnezh [,] gwellañ zo.

1867
Daveenn : MGK p58

Ha levenez a voe leizh an ti e Kintuialos en deiz-se.

1924
Daveenn : SKET.II p.13

Mab an aotrou, ur paotr a bevarzek vloaz, an aotrou Beskont, a lavare Gargam, leizh e c’hinou eus ar gir-se, — an aotrou Beskont ’ta a falvezas dezhañ, an deiz-se ivez, mont da ober un tammig tro war ar mor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

Leizh ar bezel c’horo, eme Bilzig dezhañ en ur c’hwezhadenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

galleg a vez gantañ leizh e c'henoù

1931
Daveenn : VALL pg (il a toujours du français à la) bouche

Mes, ma en doa ar marichal nerzh spontus leizh e zivrec’h, Job en doa kemend-all d’an nebeutañ, ha, gant Lom o tont da sikour e vignon, an daoù Satanaz en em gave barrek.

1944
Daveenn : ATST p.122

N'eo ket peuketa eo a reas kenskolidi ar breur Arturo. C'hoarzhin didro, ne lavaran ket, ha leiz [leizh] o begoù.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Arru eo skuizh leizh a gazetennerien gant ar geusterenn a rankont servijout d'al laeron, d'ar bolitikourien a lavar gaou, d'ar pennoù-industriezh vrein ha d'ar saotrerien, ha kement zo... a implij ar gazetennerien evit ober brud evite o-unan peotramant evit o ensavadur.

2015
Daveenn : DISENT p126

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial