Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad lenn, kement a vez lennet en un dro (meizet evel un ober). Graet em eus ul lennadenn vourrus. 2. Dre ast. Arroud eus un destenn a roer da lenn. HS. pennad-lenn.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Ma mamm a oa Bretonez penn-kil-ha-troad, mes lennadennoù breizhek eo o doa manket dezhi.

1944
Daveenn : EURW.1 p41

Distreiñ a ris da golaj Gwengamp, da viz Here 1893, leun ma fenn gant ma lennadennoù brezhonek.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

War-lerc'h e lennaden e chom da brederiañ hag e laosk, bep ur mare, huanadennoù hir.

1960
Daveenn : PETO p27

Evel e-barzh n'eus forzh peseurt kazetenn brop, e oa ret-mat deomp kinnig deoc'h ur pennad-stur bennak, ken deoc'h mont pelloc'h gant ho lennadenn.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial