I.
A.
1. Pezh arrebeuri, anezhañ ur c'hased bras, warnañ ur golo, a dalvez da renkañ danvezennoù, traezoù.
Irc'hier leun a ed, a segal, a winizh, a zilhad. Un arc'h vras, kozh, don.
HS. koufr.
&
Trl. Relij.
An Arc'h Santel, Arc'h an Emglev : arc'h koad a vire pobl Israel taolennoù al lezenn enni.
Dougen an Arc'h Santel.
2. Rannyezh.
Arched.
HS. serch.
3. Trl., dre heveleb.
Korf.
Arc'h ar galon : ar bruched.
B. (en e furm vihanaat)
Arc'h vihan kinklet a virer traezoù prizius enni.
Un arc'hig arc'hant.
HS. skrin.
C. (dirak un ak. spizer)
Arc'hwele : stern gwele.
II. Relij.
Trl.
ARC'H NOE : lestr kloz savet gant Noe war gourc'hemenn Doue, a roas tu dezhañ da chom bev goude al Liñvadenn-Veur.
Noe a reas un arc'h evit saveteiñ tud e di hag an holl spesadoù loened.
Daveenn :
GON.II
pg arc'h (Elle l'a mis dans le coffre).
arc'h an distanadur
arc'h-ann-distannadur
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg distannadur (la caisse d'amortissement).
Lagad ar mestr a lard ar marc'h / Hag a laka ed barr an arc'h.
Lagad ar mestr a lard ar marc'h / Hag a laka ed barr ann arc'h.
1867
Daveenn :
MGK
p42
Bleud he devoa en he arc’h, evit lakaat toaz e go ; bara a vo ha krampouezh, ha pastelloù kig a oa a-zistribilh eus an treust, evit ober soubenn.
Bleud he devoa en he arc’h, evit lakât toaz en gô ; bara a vo ha krampoez, ha pastellou kig a oa a-zistribilh eus an treust, evit ober soubenn.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
Izabel ’ta a heulio ar pardonioù ; en-dro devezhioù ar pardon (derc’hent ar pardon, deiz ar pardon ha deiz an adpardon), an ozhac’h hag ar wreg a zigor frankoc’h ar yalc’h, an arc’h hag an armel.
Izabel ’ta a heulio ar pardoniou ; en-dro devejou ar pardon (derc’hent ar pardon, de ar pardon ha de an adpardon), an ôc’h hag ar wreg a zigor frankoc’h ar yalc’h, an arc’h hag an armel.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)
irc'hier
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg arc'h
arc'hioù
arc'hiou
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg arc'h
arc'h
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg arc'h
arc'hoù
arc'hou
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg arc'h
arc'h
1931
Daveenn :
VALL
pg arche (coffre), bahut
arc'h Noe
1931
Daveenn :
VALL
pg arche (de Noë)
arc'hioù
arc'hiou
1931
Daveenn :
VALL
pg arche (coffre), bahut
irc'hier
1931
Daveenn :
VALL
pg arche (coffre), bahut
arc'h ar c'hevredad
1931
Daveenn :
VALL
pg arche (d'alliance)
Etimologiezh
Termen predenek da dostaat d'ar c'hembraeg "arch" (arched).