Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Goleiñ gant libistr. & Dre ast. Goleiñ gant udb. all lous pe lousoc'h. Libistrañ leurenn e di gant kaoc'h-saout. 2. (db. an dilhad) Saotrañ. Libistret ho poa ho roched. HS. fankañ, kousiañ, louzañ, mastariñ, saotrañ, tarasiñ. 3. Dre fent (db. kenderc'hadoù zo) Induañ. Eoul tro-heol da libistrañ barv ha blev ar wazed. II. V. em. EN EM LIBISTRAÑ : en em louzañ. En em libistrañ gant bloneg.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

libistrañ

1924
Daveenn : SKET.II p.133 « Geriadurig », "Oindre, frotter d’un liquide épais ou gras ; crotter".

Gant ar "glaston" (pastez) en em liv ar re gentañ ; en em libistrañ a ra ar re-all gant bloneg gavr ha dourennoù diwar doareoù-irin a gaver stank en o c’hoadoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.69

libistrañ

1931
Daveenn : VALL pg (salir de) boue

N’am boa ket c’hoazh kroget da ziskenn gant an diri ma lamme dija d’am fri ur c’hwezh dibar, hini ar vro, ur c’hwezh a blave neuze er c’hoc’hu, en tiez-hent-houarn, er marc’hallac’h, en ilizoù war ar maez, e pep lec’h m’en em vode ennañ tolpadoù kouerien hag o gwragez, c’hwezh al lard-karr ma veze lufret gantañ an heuzoù lêr, an eol tro-heol a blije kement d’ar wazed da libistrañ barv ha blev da bep Sul ha kellies gwech ma felle dezho bezañ en o c’haerañ, flaer ar porpantchoù dineuz (an touloup) e kroc’hen dañvad a veze en-dro d’an holl voujiked, merc’hed koulz ha paotred, ha mesk-ha-mesk aezhenn ar c’haol trenk ha c’hwezh ar bara segal peurzu, bevañs pemdeziek ar bobl, hag ivez frondig ar « vodka», ar gwin-ardant broadel.

1955
Daveenn : VBRU p.49-50

Ofis publik ar brezhoneg