Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. 1. (db. an dud) Zo levenez, laouenidigezh ennañ. Ur paotr lirzhin. Selloù lirzhin. & Trl. kv. Bezañ lirzhin evel ur vleunienn, evel ul laouenan : bezañ lirzhin-kenañ. HS. bliv, drant, laouen, seder. 2. (db. elfennoù an natur) Kaer, fresk, leun a vuhez evel an nevezamzer. Ur mintinvezh a Ebrel, lirzhin ar bed gant kan al laboused. Lirzhin e oa ar mintin. Stered lirzhin. 3. (db. ar soniadoù) Sklaer, skiltr ha laouen. Lirzhin eo trouz ar morzhol war an annev. Ur c'hoarzhadenn lirzhin. Kleier o teuler bommoù lirzhin. & Ent strizh (db. mouezh an evned) Skañv ha heson. Kan lirzhin an alc'hweder. Richan lirzhin laboused ma liorzh. HS. sklintin. B. Dre ast., pemdez (db. ar merc'hed) Douget da vont aes gant ar baotred. Ur plac'h lirzhin. II. Adv. Laouen, dibreder. Mont lirzhin d'an emgann. An heol o sevel lirzhin en oabl digatar.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

lirzhin

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lirzin

Frond he c’hoadoù a c’hweshemp ha tourni lirzhin he gwazhredennoù, a-dreuz kant ha kant a levioù, a zigouezhe betek ennomp.

1923
Daveenn : SKET p.41

Eured Nemos (an Neñv) eo gant Anderix (« rouanez-veur », an Dirien-doueez) (1) ; fraoñv-divraoñv e vez ar gwenan a-zioc’h ar bleuñvegoù ; a-bouez-penn e kan an evned war ar barroù ; hag en em c’halv al loened pevarzroadek, en ul lammat skañv ha lirzhin, ouzh gwrimenn ar c’hlasvez ha war ribl an dour.

1923
Daveenn : SKET p.48

Hag ar ganaouenn nevez a savas adarre, skañv ha lirzhin, etrezek an oabl steredennet : [...].

1925
Daveenn : BILZ2 p.160

Ez vihanik, va c'halon ha va spered a dride, a lamme hag a frealze, o selaou ar soudarded kozh hag ar bleizi-mor da [sic] zanevellañ traoù mantrus, iskis, fentus, ha lirzhin a-zivout ar broioù pell.

1929
Daveenn : SVBV p.14

Goanag am boa, an dra-se a zo gwir, d'adgwelout-hi ha d'adgwelout ivez va c'hloc'hdi uhel, kinviek ha dantelezek, ha d'adklevout mouezhioù lirzhin ar c'hleier benniget a sonas da lidañ va badiziant ha va fask kentañ.

1929
Daveenn : SVBV p.13

[H]e gwaz [a] oa ur c'honter-kaozioù lirzhin, hag ur "Gallo-Breton" a oa deuet a-dammoù, dre forzh gwelout diwezhatoc'h ma mignoned o tont en ti, da gaout ur seurt santimant broadel bennak.

1944
Daveenn : EURW.1 p.138

Tri beleg lirzhin ha hegarat e oant o-zri.

1944
Daveenn : EURW.1 p76

Ar Braz en doa un dremm plijus-kenañ, un daoulagad lirzhin, un aer hegarat ; ar Govig a oa heñvel ouzh ur mestr martolod, gant e benn tev hag e golier barv, e gorn-butun na guitae ket e veg : mont a rae e deod en-dro hep ehan, evel rod ur vilin.

1944
Daveenn : EURW.1 p67

An aotrou Vallée am diskouezas d'e vamm vat, un itron vihan ha lirzhin, liv ar vadelezh war he dremm, ha d'e voereb, an itron Bastioù, c'hoar d'e vamm.

1944
Daveenn : EURW.1 p55

Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin.

1949
Daveenn : SIZH p.57

A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial