livenn ar c'hein
livin ar c'hein
An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.
A-daol-krenn e tiroll un destenn gozh: evitañ, goude kerzhout, a lavaras e pounnerae e zivesker hag e ahedas war livenn e gein - evel ma oa bet ordrenet dezhañ gant an den - hag an hevelep den en doa roet dezhañ ar c'hontamm a nesaas hag a imbourc'has ur pennadig e dreid hag e zivesker ouzh o zeutañ ha goude piñsat start e droad e c'houlennas outañ ha klevout poan a rae.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
livenn-gein