Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Skrid-testeni ur feurm. Ar merour ne chomo ket ma ne ran ket outañ a lizher-feurm. 2. Dre ast. Kevrat feurm. Pa vo fin d'al lizher-feurm. & Dre fent Nep kevrat. War da lizher-feurm e oa douget n'afes ket da redek : war ar gevrat dimeziñ e oa douget bezañ feal d'e bried. 3. Ent krenn Lizher : kevrat feurm. Hol lizheroù nav bloaz-ni zo re verr. & Trl. Ober lizher (gant, ouzh ub.) : sinan ur gevrat feurm (gant ub.). Goulenn ober lizher nevez gant e aotrou. Cheñch merouri e-giz ma karont, da ober lizher amañ-hag-ahont. & Dre fent Graet em eus lizher nav bloaz adarre : emaon e soñj bevañ nav bloaz ouzhpenn.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

lizher-ferm

1732
Daveenn : GReg pg bail (contrat passé devant Notaires, de quelque maison, ou de quelque ferme), (contrat de) ferme (ou bail de ferme)

lizheroù-ferm

1732
Daveenn : GReg pg bail (contrat passé devant Notaires, de quelque maison, ou de quelque ferme), (contrat de) ferme (ou bail de ferme)

lizher-ferm evit pell amzer; hag a c'hell padout bede naontek vloaz ha pevar-ugent

1732
Daveenn : GReg pg emphiteose (espece de contrat, ou bail à longues années)

Bras e vez abaf o c'herent pa lakeont etre daouarn o bugale pere a gredont desket-mat, ur skrid, ul lizher-ferm, pe ur c'hontrad all bennak pehini o deus poan o lenn, dibaot a wech e c'hellont reiñ da gompren ar pezh a glasker goût diouto

1865
Daveenn : MBF.to p. V.

Mat, achu e lizher hag e lavar din ne chomo ken em mereuri ma ne ran ket outañ a lizher-ferm, rak aon en deus, mar chomfe dilizher, da vezañ taolet er-maez gant e wreg hag e vugale pa soñjo nebeutañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.92

lizher-ferm

1931
Daveenn : VALL pg acte (de bail), bail

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial