Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. B. A. 1. (gant ur bennlizherenn-dal) Adplanedenn nemeti an Douar a dro en-dro dezhañ en ur ober tost da 30 devezh. Al Loar hag ar stered. Levezon al Loar hag an Heol war an tre hag al lanv. 2. Doare an adplanedenn a weler eus an Douar. Luc'hañ, parañ, a ra al loar : skediñ a ra gant sklêrijenn an heol. Bannoù al loar. Sevel a ra al loar : dont a ra war wel a-uc'h rizenn an dremmwel. Mont a ra al loar da guzh : mont a ra diwar wel a-is rizenn an dremmwel. Sklaer eo al loar : goulaouiñ an Douar a ra. Kelc'hiet eo al loar : gwelet a reer ur c'helc'h skedus war he zro dre ma'z eus koumoul, strink skorn enno, dirazi. Bale ouzh sked al loar. Bleizi o yudal ouzh al loar. [1878] Al loar a yoa o sevel p’edon oc’h en em lakaat en hent : digoc’henn e oa an amzer. & Trl. skeud. Fuloret eo al loar : ruz eo he c'hantenn. DHS. loarenn, planedenn, stered. B. (db. neuzioù disheñvel an adplanedenn-se hervez prantadoù al loariad) 1. Al loar nevez : prantad ma vez troet he zu teñval ouzh an Douar ha ma n'he gweler ket. Ober udb. d'al loar nevez. & Trl. N'eus loar ebet : n'he gweler ket. HS. nevez. 2. Kann al loar : loargann. Emañ al loar war he c'hann, en he c'hann. 3. [1927] Loar vras : neuz al loar da vare al loargann. Loar vras da Nedeleg : degouezhout a ra al loargann da Nedeleg. 4. Loar vihan: neuz al loar da vare an nevez(-bihan). 5. Diskar al loar : prantad eus al loariad ma tigresk he c'hantenn betek mont diwar wel, zo etre al loargann hag an nevez. Emañ al loar war he diskar, war an diskar : o koazhañ emañ he c'hantenn. 6. Kresk al loar : prantad eus al loariad zo etre an nevez hag al loargann ma vrasa he c'hantenn. Emañ al loar en he c'hresk, war he c'hresk : o kreskiñ emañ he c'hantenn. 7. Kentroù al loar : he c'hornioù pa vez stumm lavnenn ur falz ganti. Lemm eo kentroù al loar. C. Dre ast. Loariad. El loar-mañ ne vo ket a c'hlav. Loar Veurzh : loariad miz Meurzh. Al loar zo war-lerc'h ar miz : ne zegouezh ket al loariad gant ar miz. D. 1. Trl. kv. Sklaer, splann evel al loar : sklaer-tre, splann-tre. & Kaer, koant evel al loar : koant-tre. & Keit hag ac'hanen d'al loar : pell-tre, hir-tre. Ur brezegenn keit hag ac'hanen d'al loar. 2. Trl. skeud. Parañ, gwelet, kuzhat al loar e genoù udb. : bezañ genaoueg. & Pegañ al loar, tapout al loar gant e zent, dont da laerezh al loar : ober udb. dic'hallus. & Sevel kestell el loar : hunvreal er pezh a vez c'hoant d'ober. & (db. ar merc'hed) Aet eo al loar ganti dre ar prenestr : deuet eo-hi re gozh da c'henel bugale. II. H.b. Sklêrijenn al loar. Noziñ a ra met loar zo. N'eus tamm loar ebet.

Skouerioù istorel : 
49
Kuzhat roll ar skouerioù

teñval hep ket a loar

1499
Daveenn : LVBCA p15, 97, 113, 135, 192 (sanz lune, obscur)

loar

1499
Daveenn : LVBCA p135 (lune)

hanter loar

1499
Daveenn : LVBCA p95, 135 (demy lune)

[«]Da em varvailh war an ornamantoù an neñv eleze an heol, an loar, an stered[!»]

1576
Daveenn : Cath p7

ar c'hresk a'l loar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg croissant (de lune)

ar prim a'l loar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg croissant (de lune)

an diskar a'l loar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg croissant (le decours de la lune)

loar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Lune

loar cornec

1659
Daveenn : LDJM.1 pg loar (cornec)

sklaerded al loar, pe ar stered

1732
Daveenn : GReg pg (le) clair (de la Lune, ou des Etoiles)

sked an loar

1732
Daveenn : GReg pg (le) brillant (de la Lune, des étoiles)

disk al loar

1732
Daveenn : GReg pg disque (le corps du soleil, ou de la lune, tel qu'il paroît à nos yeux)

ar sklaer eus al loar, pe eus ar stered

1732
Daveenn : GReg pg (le) clair (de la Lune, ou des Etoiles)

Ar c'hi a harzh ouc'h al loar.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, "Le chien aboie à la lune".

An heol a ro e c’houlou d’al loar.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "Le soleil donne sa lumière à la lune".

an heol hag al loar a zo div c'houlaouenn vras

1850
Daveenn : GON.II pg goulaouen

Ur waskadenn a zo war al loar.

1850
Daveenn : GON.II pg gwaskaden (Il y a une éclipse lune).

loar

1850
Daveenn : GON.II pg loar, loer

al loar a vez ur miz ober an dro d'an douar

1850
Daveenn : GON.II pg loar

loar

1850
Daveenn : GON.II pg loar, loer

al loar

1850
Daveenn : GON.II pg al (la lune).

Setu ahont al loar o sevel.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, (Voilà la lune qui se lève).

Hag anez hor gounid ne ve ket re zister) Ann dra-ze, ar gwasa, eo war dri deiz vez daou, E ranker beza vak : e gweliou 'z a 'nn amzer.

1867
Daveenn : MGK p28

— Kent an deiz e kavfont trouz ha kann ! / Ni hen toue mor ha taran ! / Ni nen toue stered ha loar ! / Ni hen toue eñv ha douar !

1877
Daveenn : EKG.I. p.268

Al loar a yoa o sevel p’edon oc’h en em lakaat en hent : digoc’henn e oa an amzer.

1878
Daveenn : EKG.II p.21

Soudarded ar republik a heulie, a-daol-lagad, Polidor, gwellañ ma c’hellent. N’oant ket evelato evit gwelet mat a-walc’h, rak ar raoz a yoa re hir ; ha kaer he doa al loar bezañ sklaer, n’oa ket koulskoude ker sklaer hag an deiz.

1878
Daveenn : EKG.II p.27

Loar pe ster ?

1909
Daveenn : BROU p. 423 (les fillettes ont un jeu où on dit: Loar pe ster ?)

Dre an hunvre-se en em welas o kerzhout war-lerc’h ar marc’h kalloc’h Rânakos e-pad seizh nozvezh ha seizh devezh, ma verzhe al loar hag an heol o sevel dalc’hmat d’e zorn dehou hag o vont da guzh d’e zorn kleiz.

1923
Daveenn : SKET p.119

E tarzh kentañ an Amzer, e pennderou an Traoù, n’oa na douar, na mor, nag aer, na heol, na loar, na stered. Tri bed avat a oa.

1923
Daveenn : SKET p.26

Diouzh an avel, neuz ha red ar c’houmoul, stuz an neñv noz ha beure, liv an heol ha doare al loar, e ouient diouganiñ an amzer.

1923
Daveenn : SKET p.39

Heuliañ a raent tad-kozh blevek ar c’hoad (da lavarout eo an arzh), war e dro da vela hag e rannent gantañ e breizhadenn ; gedal a raent ar gwiñverig gell o fringal, selaou ouzh kan an evned, ha, d’an noz, da skleur al loar, en em silañ war ribl an dour, da spiañ miled ar c’hoad, kezeg, moc’h, kirvi, tirvi gouez, o tont, a-vagadoù, da zourañ.

1923
Daveenn : SKET p.40

A-douez e vlev melen tev ha rodellek e tiboufe ur re gerniel kole-tarv (3), lemm ha gwariet-sebezus, a luc’he evel arc’hant ouzh bannoù al loar.

1923
Daveenn : SKET p.50 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 50, trede dilinenna[ñ], lin. 5, e lec’h « e vleo melen teo » lenn « e vleo melen stank »).

Hogen, kened teir merc’h Matidonnos, o trec’hiñ war hini o c’heneilezed evel ma trec’h sked al loar war ar stered, a entanas da vat gwad an tri rener.

1923
Daveenn : SKET p.101

E-kreiz noz, diouzh m’emañ brud, pa vez an oabl o hinoniñ hag al loar o skediñ en neñv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o bezioù da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azezañ a reont a-strolladoù war gern ar c’hrugelloù hag e kenbrezegont laouen en ur arvestiñ ouzh an neñv hag ouzh ar mor (2).

1923
Daveenn : SKET p.130

Evel ur c’havrig e lamme war ar rec’hier sershañ, war lein ar c’hrec’hiennoù hag ec’h evezhie ac’hano red ar c’houmoul, fiñv al loar hag ar stered.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

Eñ a lakaa da ruilhañ, a-dreuz an oabl, an heol binniget, al loar hag ar stered ; eñ a zo en pep lec’h, en pep amzer, hep diwez na derou.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

loar vras

1927
Daveenn : Geri.ern pg bras

bloavezh loar

1931
Daveenn : VALL pg année (lunaire)

liou d'al loar

1931
Daveenn : VALL pg blafard

loar

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XIX

Pa veze Jan-Laou o kas he nadoz er c'hrezioù, e konte din « kontadennoù » 'lec'h ma veze kaoz eus ramzed, eus kornandoned, eus mab an heol ha merc'h al loar, eus roueed, rouanezed, priñsezed kaer gant blev melen, a lakae dija ma c'halonig da lammat evito.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

Ouzh sklerijenn al loar, e veze gwelet barzhed o pourmen dre ar straedoù, hag o tisplegañ gwerzennoù a vouezh uhel, an eil d’egile.

1944
Daveenn : EURW.1 p.208

Hag an neñv a oa sklerijennet / Gant goulou drouklivet al loar

1944
Daveenn : EURW.1 p.211

EIZHVET PENNAD Al loar he sklerijenn gamm

1944
Daveenn : ATST p.49

E zaoulagad a strinke luc’hed, e benn a-dreñv a zislonke moged hag e gerniel, evel tourioù tan, a oa plantet beg unan anezho e kalon al loar.

1944
Daveenn : ATST p.81

Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...

1949
Daveenn : SIZH p.38

Emañ ul loar ramz, damguzhet he c’hann, o pignat goustad a-dreñv ur pikern.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ur gwir nozvezh a viz Meurzh e oa, avelet ha yen. Morlivet e oa al loar astennet a-c'hwen he c'hein, evel ma vije bet bountet gant an avel.

2012
Daveenn : DJHMH p.61

e-skourr 'mañ va zonkad, ouzh al loar 'zo leun-wad

2013
Daveenn : BERNI p5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial