1. Lost bihan.
2. Louzawour.
Pezh a stag ar frouezh ouzh ar barroù.
Lostig an aval, ar c'herez.
&
Lostig(-delienn) : lodenn strizh eus delioù zo hag o stag ouzh ar c'horzennoù.
3. Arouezenn vihan, heñvel ouzh al lizherenn 'c' troet war an tu-gin, a stager dindan al lizherenn 'c', e yezhoù zo, evit aroueziañ un distagadur disheñvel diouzh hini 'c'.
4. Trl.
Lostig-an-ti : bugel ganet da ziwezhañ en un tiegezh.
Lostig-an-ti a vez atav ar golladenn.
HS. bidoc'hig, bidorc'h, gwidoroc'h.