Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh zo lous ha saotret. E-kreiz al loustoni ne c'haller ket bezañ yac'h. & (impl. da anv unan) Naetaat a ra e goef diouzh al loustonioù. 2. Dre skeud. Pezh zo hudur. N'eus nemet loustoni en e gomzoù. 3. Pemdez Den heugus. Un tamm mat a loustoni eo ! HS. lastez.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

ar gwin hag al loustoni a zo bugale ur memes kofad

1732
Daveenn : GReg pg Bacchus (& Venus vont de compagnie)

an ifern a zo al lagenn ifam pe en hini en em ziskarg an holl loustonioù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg (l'enfer est l') égoût (du monde)

ober dizonestiz, lousdoni, gant e-unan

1732
Daveenn : GReg pg se corrompre (parlant de l'homme)

an diaoul a loustoni

1732
Daveenn : GReg pg (le) diable (de l'impureté : Asmodé)

loustoni

1850
Daveenn : GON.II pg gousoni, gwasoni

loustoni

1850
Daveenn : GON.II pg lousdôni

loustoni

1850
Daveenn : GON.II.HV pg louzder, louzdôni

al lousdoni er c'homzoù a ziskouez un den gwall vaget

1850
Daveenn : GON.II pg louzder, louzdôni

Dinerzh avat e skoe an daouarn, hag alies zoken e skoent ouzh ar c’hleuzioù hag e tiskarent e daoulagad an daou emganner poultrenn ha loustoni all.

1944
Daveenn : ATST p.21

Hag anaout a rit « La Mujer Desnuda » gant Blasco Ibañez?... Un heug. Gwashoc'h eget loustonioù Zola, ma ranker krediñ...

1949
Daveenn : SIZH p.47

Petra 'reont evit difenn an aod ha labour ar Vretoned, laket en arvar gant al loustoni brein-se ?

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Mat e oa teuler evezh koulskoude gant aon na chomje loustoni a-stlej.

1985
Daveenn : DGBD p141

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial