- Adios, Padrito ! » emezi, sev he mouezh, gant ur stou a gostez d'he fenn. Distreiñ a reas, a-greiz mont. - Ken arc'hoazh, va manac'hig !
Bet ’oan war roudoù Biz Kamm betek la Vera Kruz, laosket am boa va gwellañ korn-butun da gouezhañ en dour damdost d’an Douar Nevez, ur rannvro ma paouranteas enni meur a hini eus va c’herent an amzer gent ; hogen, en touiñ a rafen, na Biz Kamm, nag ar besketaerien-se, tanfoeltr hini anezho ne oa bet ken laouen ha me gant e stad war vourzh al listri-brezel, ha bremañ pa ’z oan e ti-hent-houarn Brest, dindan mont d’ar gêr, e tistroe va spered war-du ar vuhez-se, hini Yann Dibalamour, na rae van nag eus hirie, nag eus dec’h pe arc’hoazh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
arc'hopr