Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Unanderenn luc'hed. & Trl. kv. Mont, redek evel ul luc'hedenn : buan-kenañ. [1954] Evel boaz, rankout a reas Frederig amwelout ar strollad ha gant e zivhar karv-raden ez eas ken prim hag ul luc’hedenn eus an eil regennad vartoloded d’eben, e doare ma voe ret da Fallières piltrotat war e lerc’h, e-giz ur voullig laosket da ruilhal war ar pont [...]. & Dre skeud. Luc'hedennoù a strinke eus e zaoulagad. E zaoulagad lemm a skedas enno ul luc'hedenn c'hoapaus. [1878] Ul luc’hedenn a fallagriezh euzhus a yeas dre e benn, e zaoulagad a lugernas[.] 2. Estl. Termen a dalvez da douiñ.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

luc'hedenn

1499
Daveenn : LVBCA p136 (esclere)

lufudenn

1732
Daveenn : GReg pg eclair (feu qui precede le tonnerre)

luc'hed

1850
Daveenn : GON.II pg luc'héden (éclair, feu qui précède le bruit du tonnerre. Pl.)

luc'had

1850
Daveenn : GON.II pg luc'héden (éclair, feu qui précède le bruit du tonnerre. Pl. luc'hed ou luc'had).

Ul luc'hedenn am eus gwelet.

1850
Daveenn : GON.II pg luc'héden (j'ai vu un éclair).

ul luc'hedenn

1850
Daveenn : GON.II pg eul (un éclair).

luc'hedenn

1850
Daveenn : GON.II pg lûc'h, pg luc'héden (éclair, feu qui précède le bruit du tonnerre), taran, daréden

Koulskoude n’em eus klevet trouz ebet. Ha te ? — Na me kennebeut ; n’em eus gwelet nemet evel ul luc’hedenn o tont eus ar solier aze, o para un tammig warnomp hag o vont kui[t] ker buan-all.

1877
Daveenn : EKG.I. p.75-76

Ul luc’hedenn a fallagriezh euzhus a yeas dre e benn, e zaoulagad a lugernas : — D’am zro, emezañ ! Hag e galon a dride en e greiz.

1878
Daveenn : EKG.II p.149

D’ar gomz-se, ar Bertou a sonnas, luc’hedennoù a strinke eus e zaoulagad.

1878
Daveenn : EKG.II p.320

Evel boaz, rankout a reas Frederig amwelout ar strollad ha gant e zivhar karv-raden ez eas ken prim hag ul luc’hedenn eus an eil regennad vartoloded d’eben, e doare ma voe ret da Fallières piltrotat war e lerc’h, e-giz ur voullig laosket da ruilhal war ar pont, kement ha ken bihan ma ’z oa tenn warnomp gant ar fent, ha mil aon hor boa rak daoudortañ da c’hoarzhin dirak ar paourkaezh Tad kozh.

1954
Daveenn : VAZA p.155-156

Ofis publik ar brezhoneg