Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

H.g. Hep kemmadur. 1. Trl. Peadra, danvez. Karet mad ub. : c'hoantaat e beadra. HS. glad, tra. & [1878] BEZAÑ ER VAD : kaout madoù [1878] He bugale a zo holl hiriv er vad ; pinvidik int zoken [...]. 2. Armerzh Kampi. Ugent milion en deus bet nemet ar mad diwarno. Postet en deus kalz a arc'hant er stal-se rak bez' en devez muioc'h a vad diwarnañ. & Trl. Ar mad diwar ar mad eus ar c'hevala : a jeder war ar c'hevala mui ar c'hampi anezhañ. B. H.g. Ar pezh zo perzhioù mat dezhañ a-fet buhezegezh, zo reizh, onest. Digejañ ar mad eus an droug. Ober ar mad. ES. droug. C. G. 1. (alies en e furm lies) Tra zanvezel a c'hall bezañ perc'hennet. Kaout madoù : bezañ pinvidik. Ar madoù beveziñ, kenderc'hiñ. Ur mad heloc'h, diloc'h. Madoù aveiñ. [1954] Soñj hoc’h eus emichañs eus ar c’hloareg diveleget-se na baoueze ket da gas kuit ar venec’h, d’argasiñ al leanezed, da renabliñ madoù an ilizoù, ha d’itrikañ taolioù ken kaer all. [1954] Bihan-bihan e oa ar siklud-se peogwir e veze leun-kouch gant va gwele, ur skabell hag un daolig krenn, met ne gouste ket madoù : ugent real er miz, ha fin dre eno ! 2. (en e furm lies, goude ar gm. a.) Stroll traezoù danvezel a seller outo evel un hollad. Ur madoù bras en deus : bras eo e beadra. Ur madoù bras a roer ganti : uhel eo he argouroù. HS. danvez. EVEZH. : graet e vez gant an niver. peg. daou, tri ha pevar dirak mad.

Skouerioù istorel : 
125
Kuzhat roll ar skouerioù

« Hanter-kant orateur az eus asamblet a-enep ur werc'hez ha prometet [az eus] dezhe madoù hag enoroù bras, mar oz devez ar viktoar. »

1576
Daveenn : Cath p13

M. Petra eo karet Doue dreist pep tra ? D. E garet mui evit hor madoù, mui evit hon kerent, mui evit hon buhez, ha dezirout kent[oc'h] mervel evit e ofañsiñ bizviken.

1622
Daveenn : Do. p24

10. Madoù hentez na souhet tamm / D'o miret flamm injustamant.

1622
Daveenn : Do. p28

7. Laerezh, na viret madoù den / Hep e volontez na gra ken. 8. Nag a-enep den falstesteni, / Gaou e-lec'h gwir ne liviri.

1622
Daveenn : Do. p28

mad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (vn) bien, commodité, profit

madoù testamantet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg legs

madoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (vn) bien

dispign madoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dependre (du bien)

M. Na pe evit tra c'hoazh? D. Abalamour ma ro hon Salver binniget kalz a vadoù hag a c'hrasoù er vertuz ar Sin-mañ, pa er greer gant ur gwir Feiz.

1677
Daveenn : Do. p9

M. Petra eo karet Doue dreist pep tra ? / D. E garet mui evit hor madoù, hor c'herent, hag hor buhez, ha dezirout kent mervel evit e ofañsiñ birviken.

1677
Daveenn : Do. p25

Na souet madoù da hentez, / D'o c'hemeret dre falsentez.

1677
Daveenn : Do. p29

em vugadet gant e vadoù &c.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c., pp.)

rastellat madoù a-gleiz hag a-zehoù

1732
Daveenn : GReg pg acquérir

em vugadiñ gant e vadoù &c.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c.)

ar madoù gwallakuizitet a ya en noz d'o hent

1732
Daveenn : GReg pg acquiescement

kaout mestroni var vadoù ur re

1732
Daveenn : GReg pg administrer

dastumiñ madoù

1732
Daveenn : GReg pg amasser

fonnder a vadoù

1732
Daveenn : GReg pg affluence (de biens).

madoù meubl

1732
Daveenn : GReg pg mobiliaire (biens mobiliaires)

eveshaer war vadoù

1732
Daveenn : GReg pg administrateur

gouarner war madoù ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg administrateur

gouarnerien war vadoù re all

1732
Daveenn : GReg pg administrateur

gouarnamant war vadoù

1732
Daveenn : GReg pg administration

madoù un all

1732
Daveenn : GReg pg (le bien d') autrui

madoù re all

1732
Daveenn : GReg pg (le bien d') autrui

madoù ar re all

1732
Daveenn : GReg pg (le bien d') autrui

madoù an nesañ

1732
Daveenn : GReg pg (le bien d') autrui

madoù

1732
Daveenn : GReg pg bien (de quoi), commoditez (biens de fortune), effet (biens, meubles, & actions des Negocians &c.)

n'en deus ket a vadoù

1732
Daveenn : GReg pg (il n'a du tout point de) bien(s)

n'en deus mad

1732
Daveenn : GReg pg (il n'a du tout point de) bien(s)

kaout madoù onestamant

1732
Daveenn : GReg pg (avoir du) bien (raisonnablement)

madoù beleien, ha blev ki, pe da dra e talvont-i

1732
Daveenn : GReg pg bien(s de prêtre provenus uniquement de l'Eglise, ne prosperent point en mains Laïques)

madoù beleien, ha plouz gwinizh-du, a ya atav war an diminu

1732
Daveenn : GReg pg bien(s de prêtre provenus uniquement de l'Eglise, ne prosperent point en mains Laïques)

madoù bras

1732
Daveenn : GReg pg bien(s, richesses)

ur madoù bras

1732
Daveenn : GReg pg bien(s, richesses)

madoù

1732
Daveenn : GReg pg bien(s, richesses)

kaout madoù bras

1732
Daveenn : GReg pg (avoir beaucoup de) bien(s)

bet madoù bras

1732
Daveenn : GReg pg (avoir beaucoup de) bien(s)

ur madoù bras en deus

1732
Daveenn : GReg pg (il a beaucoup de) bien(s)

beveziñ e vadoù

1732
Daveenn : GReg pg (foëter sa) boutique (dépenser ce qu'on a), consommer (tout son bien en folles dépenses)

ar c'hantvet eus ar madoù

1732
Daveenn : GReg pg (le) centième (denier)

ne rafen ket an dra-se evit holl vadoù ar bed-mañ

1732
Daveenn : GReg pg (je ne le crois pas pour) chose (du monde)

leuniañ a enor, a joa, a vadoù, a c'hlac'har

1732
Daveenn : GReg pg combler (d'honneur, de joïe, de biens, de douleur)

gwallzispign e holl vadoù

1732
Daveenn : GReg pg depenser (follement tout son bien)

ma ez aet, ma'z aet, madoù Pêr ?

1732
Daveenn : GReg pg (qu'est) devenu (le bien de Pierre ?)

fritañ e vadoù

1732
Daveenn : GReg pg devorer (son bien)

dimunu war ar madoù, er madoù

1732
Daveenn : GReg pg diminution (dans les biens)

raval war ar madoù

1732
Daveenn : GReg pg diminution (dans les biens)

bezañ glorius gant e vadoù &c.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c.)

Ar madoù drouk ackuizitet ned eont ket bede an drede lignez.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Les biens mal acquis ne passent pas à la troisiéme génération.)

madoù heritapl

1732
Daveenn : GReg pg hereditaire (Biens hereditaires.)

Ar madoù gwallakizitet na dremenont ket e daouarn an douarened.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Les biens mal acquis ne passent pas à la troisiéme génération.)

Ar madoù drouk akuizitet ned eont ket bede an drede gouenn.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Les biens mal acquis ne passent pas à la troisiéme génération.)

Petra dal da un den donet a-benn da c'hounit holl vadoù ar bed-mañ, mar deu goude-se da goll e ene ?

1732
Daveenn : GReg pg gagner (Dequoi sert à l'homme de gagner tous les biens de ce monde, s'il perd son ame ?)

ar madoù bresk ha kollidik eus ar bed-mañ

1732
Daveenn : GReg pg fragile (Les biens fragiles & perissables de ce monde.)

ar madoù temporel

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Biens de fortune.)

ar madoù eus ar bed-mañ

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Biens de fortune.)

gounezet madoù

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Faire fortune, pp.)

gounit madoù

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Faire fortune.)

Un den a zo aet e vadoù gant ar rev.

1732
Daveenn : GReg pg grêlée (Une personne grêlée.)

trugarekaet Doue eus e vadoù

1732
Daveenn : GReg pg graces (Dire les graces, pp.)

trugarekaat Doue eus e vadoù

1732
Daveenn : GReg pg graces (Dire les graces.)

Neb ne laka ket e boan hag e aket / N'en devezo na madoù, na boued.

1732
Daveenn : GReg pg goupil (A goupil endormi, rien ne lui chet en la gueule, -ancien proverbe-.)

mad

1850
Daveenn : GON.II pg glâd, pg mâd (bien, ce qui est bon, utile, avantageux, convenable. vertu, ce qui est louable. probité), vâd

Askemerit ho mad.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg askémérout (Reprenez votre bien).

Bevezet en deus e holl vadoù.

1850
Daveenn : GON.II pg bévézi (Il a dissipé toute sa fortune).

Darnaouet en deus e vadoù e teir lodenn.

1850
Daveenn : GON.II pg darnaoui (Il a partagé, divisé son bien en trois).

Na zaspugno ket kalz a vadoù evel-se.

1850
Daveenn : GON.II pg daspuñi (Il n'amassera pas beaucoup de biens de cette manière).

An deog a dleit war ho madoù.

1850
Daveenn : GON.II pg déok, déog (Vous devez la dîme sur vos biens).

Dirannus eo ar madoù-se.

1850
Daveenn : GON.II pg dirannuz (Ces biens sont indivisibles).

Dispignet en deus e holl vadoù.

1850
Daveenn : GON.II pg dispiña (Il a dépensé tout son bien).

An distervez eus e vadoù

1850
Daveenn : GON.II pg distervez (La modicité de son revenu).

madoù

1850
Daveenn : GON.II p.15 (des biens), pg mâd (le pl. "madou" s'emploie pour biens, richesses, fortune).

Ur madoù bras en deus.

1850
Daveenn : GON.II pg mâd (il a beaucoup de biens).

Roet en deus din ar ren eus e vadoù.

1850
Daveenn : GON.II pg rén (il m'a donné la conduite, la direction de ses biens).

Kaset en deus e vadoù da get.

1850
Daveenn : GON.II pg kas-da-gét (Il a anéanti sa fortune).

mad

1850
Daveenn : GON.II p.15, livre premier, "bien".

Pegement bennak a vadoù en deus.

1850
Daveenn : GON.II p.76 (quelque bien qu'il ait), pg pégémeñt-bennâg (Quelques biens qu'il ait).

Neketa aotrou sant Herve ? Me gav din ho pize c'hoarzhet en ur welout moullet e penn unan eus ar mojennoù-mañ ho lavar fur : Gwell eo deskiñ mabig bihan, eget dastum madoù dezhañ.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XI

Evel gwin en ur pod, er c'horf emañ 'n ene : / Evit barn mat pep tra n'eus nemet Doue an Neñv. / Dirak e zaoulagad, / Evel dour er werenn, / Emañ an droug, ar mad, / E-kreiz kalon an den.

1867
Daveenn : MGK p40

Talvout a reont [ar vignoned] an holl vadoù, / Pa na ve 'met unan pe zaou.

1867
Daveenn : MGK p60

« Evel-se eo a ran : me, evit ober mad, / A ro da labourat / Da bep micherour zo : da baotr ar rokedenn, / Hag, e-touez kalz re all, deoc'h-hu, skrivagnerien, / A laka kozh skridoù war hanv ar re vras. »

1867
Daveenn : MGK p124

« Nemedoc'h, emezañ, ned eus mad em c'heñver. »

1867
Daveenn : MGK p43

Setu an amzer bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom

1867
Daveenn : MGK p23

Madoù darn hoc’h eus kemeret, / Hep koustiañs na lealded ; / Ne z’eus maen en ho ti / Ne ra deoc’h bemdez kri war gri.

1877
Daveenn : EKG.I. p.103

Evel ma’z oa anavezet ha brudet-mat dre ar vro, e kavas, e parrez Porspoder, daou zen a galon evit esa her c’has da Vro-Saoz, en u[l] lakaat o buhez hag o danvez e riskl evitañ, rak ma vijent paket, n’o doa nemet ar marv da c’hortoz ; o madoù a vije aet gant ar republik, pe, evel [e] lavared neuze, gant an "nasion", hag o gwragez hag o bugale o divije ranket mont da glask o boued dre an hentoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.211-212

Da vihanañ teñval e oa, n’oa den war an hent ; ne gleved netra nemet chas Plouared, chas ar C’hozhvarc’had hag ar chas all a-dro-war-dro oc’h harzhal, an eil ouc’h egile. Lakaet e oant bet war-sav gant an tennoù a oa bet e Plouared, ha bremañ o doa an aer da lavaret, dre o harzhadennoù, edo pep hini dihun ha war droad, o tiwall madoù e vestr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.129-130

Falvezout a reas dezho lakaat o c’hraban war madoù an Iliz ha war ar veleien.

1877
Daveenn : EKG.I. p.2

P’oan-me aet d’ar gouent, an tiegezh amañ hag an holl vadoù a yoa chomet dirann etre va breur ha me.

1878
Daveenn : EKG.II p.258

He bugale a zo holl hiriv er vad ; pinvidik int zoken, hag unan eus he bugale-vihan, mab da Ber ar Moan, a zo ivez beleg.

1878
Daveenn : EKG.II p.75

Bennozh an neñv a gouezhe warno, war o douaroù ha war o loened. Madoù ar bed-mañ a greske fonnus etre o daouarn : pinvidik e oant hervez giz ar vro.

1878
Daveenn : EKG.II p.175

An Aotrou Karo, evitañ da vezañ kemeret karg digant ar republikaned, n’oa ket evelato evit an dispac’h hag an dizurzh ; c’hoant sevel dreist ar re all ha destum madoù, marteze en doa, mes n’en doa ket a c’hoant, avat, da goll e ene.

1878
Daveenn : EKG.II p.186-187

Barnedigezh Kador-Varn an dispac’h [...] A varn d’ar marv Fabian Croy, hanvet amañ diaraok, hervez an artikl kentañ eus al lezenn eus an 29 a Veurzh 1793 ; A lavar e vadoù dastumet evit ar Republik.

1878
Daveenn : EKG.II p.198

« Madoù ar re a vezo barnet d’ar marv a zo miret evit ar Republik, hag o intanvezed hag o bugale a vezo maget diwar-goust ar c’houarnamant ma n’o deus ket a vadoù eus a ur perzh-all bennak. »

1878
Daveenn : EKG.II p.208

Ar pezh a sellez 'vel treo santel, ar govizion, ar Pask, ha treo all, evit ar gelaouenn-se, n'eo [sic] nemet hunvreoù "klerikaled" pe Jezuisted ; hag ar pezh a zo un droug dirak da zaoulagad, 'vel laerezh mado ar c'houentcho, lakat un dorn skraper war beadra an ilizo, an treo-se-holl a zo un dra ret, un dra vat, diouzh klevet ar memes "Démocrate".

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Gant kalz beulbejen divalo, / Da rozellat a goue[zh] mado[ù] ; / Din-me, dour yen ’vel d’ar pesked, / ‘Pad kordenn ar bla, da'm sec’hed ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

‘Barzh ar Groaz neve[z] na gavfet nemet ho prasañ mad : Alioù kristen evit lâret dac’h petra vo ar gwellañ d’ober ; keloioù deus pevar c’horn ar vro ; buhe[zi]o[ù] ha gwerzio[ù] ar Sent da sevel ho kalon war-zu Doue ; kuzulio[ù] ha kelenno[ù] war al labour-douar ; hag, evit diduañ an amzer, sonio[ù] ha marvailho[ù] deus ar re fentusa[ñ].

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Pedet mat an [a]otro[u] sant Pêr, / Da yac’haat ar paourkaezh laer ; / Yann ar Fluteg, birviken ken / Na lako dorn war vado[ù] den ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Nemet, trelatet gant rec’hoantegezh d’ar gounid ha da vadoù ar bed-mañ, a-wel da gaout dezho o-unan, distriv-kaer, glad ha surentez, e trojont kein a-ratozh d’al Lezenn, e lakjont dindan dreid ar gourc’hemennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.89

Evit kenwerzhiñ, ober sklaved, dastum ar muiañ ma c’helljent a vadoù hag a binvidegezhioù eo ez oant deut, ha neket evit sevel o annez da viken e lec’hioù a gave dezho ez oant treut, digevannezus ha gouez.

1923
Daveenn : SKET p.99

Disprizout mibien Vanos a rejont dre m’o doa da annezlec’h, neket tiez-maen ec’hon e-kreiz kêrioù o mogerioù kreñv, hogen logoùigoù prenn ha raoskl war skign e-mesk ar geot bras, e lezenn ar c’hoadoù ; o disprizout a rejont dre m’o doa da gemerout o c’housk, e lec’h gweleoù prenn lufr, kaeraet gant arem, arc’hant hag aour, berniadoù geotennoù ha krec’hin ; o disprijout a rejont dre na event nemet laezh ha dour ha na zebrent nemet yod heiz ha kig, dre n’o devoa ken madoù nemet o armoù hag o chatal.

1923
Daveenn : SKET p.99-100

Kaerañ bloavezhioù hor yaouankiz, hor priziusañ madoù, hor gwerc’hded hag hor c’halon, nann n’oa ket ar boan o gouestlañ d’un doue eveldout !

1923
Daveenn : SKET p.112

Ur vad dreist a zeuas d’ar paotr yaouank eus ar c’hentelioù-se.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

En ampoent ma wilioudas Izabel, dre ar bourk e rede ar brud penaos lestr Kola Fañch ar Guez a oa bet kollet, korf ha madoù hag all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

Hogen, Tekos, emezi, dalc’h koun da viken a gement-mañ : nerzh, yec’hed ha kened korf ; nerzh, yec’hed ha kened ene ; nerzh, yec’hed ha kened spered, ar re-se eo an nav fennvad ma tiver diouto pep mad all.

1924
Daveenn : SKET.II p.28

ober e vad eus

1924
Daveenn : SKET.II p.136 « Geriadurig », "Profiter de".

gant va holl vadoù, a-boan ma c'hallan ober va zreuz

1931
Daveenn : VALL pg affaire (avec tout mon bien, je me tire à peine d'affaire)

madoù annez

1931
Daveenn : VALL pg bien (biens meubles et immeubles)

madoù

1931
Daveenn : VALL pg bien

madoù annez

1931
Daveenn : VALL pg biens

madoù douar ha tiez

1931
Daveenn : VALL pg biens

karout a ra va mad

1931
Daveenn : VALL pg (il veut mon) bien

- Pa 'z eus meneg avaloù, breur Arzhur, e lavarin deoc'h n'am [sic, ne'm] eus ket debret Aval Skiant ar Mad hag an Droug, ha n'ouzon ket pe soñj a zo aet dre ho penn, o reiñ dimp hoc'h abadennig termaji.

1949
Daveenn : SIZH p.62

Bihan-bihan e oa ar siklud-se peogwir e veze leun-kouch gant va gwele, ur skabell hag un daolig [k]renn, met ne gouste ket madoù : ugent real er miz, ha fin dre eno !

1954
Daveenn : VAZA p.121

Pa zeuis [er]-maez, ken bamet, ken fromet hag ur pirc’hirin o pellaat diouzh un iliz vrudet, ne oan ket, ha pa vije bet kinniget din holl vadoù ar bed, evit distreiñ va spered a-ziwar kement tra am boa bet an eurvad da barañ va selloù warno : skeudennoù an Impalaer hag e gerent, ar salioù bras pe vihan, ma krogas Napoleonig da zeskiñ enno komz ha kerzhout, pazennoù kignet an diri ma pignas ken alies ganto, ha dreist-holl ar gourvezvank stok ouzh ar voger m’en em ledas warnañ Laetitia Buonaparte ar Sulvezh ma rankas a-greiz an oferenn-bred redek a-dizh d’ar gêr da c’henel ur bugel ken burzhudus.

1954
Daveenn : VAZA p.143

E stumm-se ne oan ket evel-just war var da rastellat madoù gant ar c'hoariva.

1954
Daveenn : VAZA p.25

Soñj hoc’h eus emichañs eus ar c’hloareg diveleget-se na baoueze ket da gas kuit ar venec’h, d’argasiñ al leanezed, da renabliñ madoù an ilizoù, ha d’itrikañ taolioù ken kaer all.

1954
Daveenn : VAZA p.56

A-viskoazh, ar seurt madoù kouezhet koulz eo lavarout eus an neñvoù, a veze foranet da goulz deiz kentañ bloaz, ha meur a hini a glouke hep divatorelliñ e-pad eizh devezh diouzhtu, keit ha ma pade o feadra.

1954
Daveenn : VAZA p.109

Moarvat n’o deus graet e vadoù nemet kreskiñ, rak d’ar mor bras, eme Gembreiz, e red kement gwazhig ha stêr, met pinvidik e oa dija an Aotrou er mare-se, gant den ne ouie pet ha pet mereuri war ar maez hag arc’hant e ti an noter.

1955
Daveenn : VBRU p.15

Alies e teue da Grec’h Elies da zivizout diwar-benn an amzer dremenet gant e ostizez gwechall ha gwisket e veze d’e dro e-giz un Aotrou, gant ul levitenn vezher du, ha dezhañ un tog heñvel ouzh hini Churchill, met segalenn ebet ne vutune, gant aon emichañs rak foraniñ ar madoù ne oa ket ar gwir berc’henn anezho.

1955
Daveenn : VBRU p.18

Ha peadra ’ta da baeañ va beaj ac’han da Baris ha pelloc’h, eus Pariz betek Moskov ! nag a vadoù da zispign kent tizhout ar pal… C’hwec’h-kant lur, hervez ma krede din goude bezañ pleustret ervat war ar sparl-se, troet ha distroet ganin war e nav zu.

1955
Daveenn : VBRU p.4

O vezañ n’he devoa bugel ebet, pa zeuas he zro da vont da anaon – diwar ur c’hofad likur, eme an dud ; - setu ma laoskas gant an intañv, keit ha ma chomje bev, ur pikol ti e Lanuon [Lannuon], div pe deir c’henkiz e Tregastell, douaroù, leve ha madoù all a-vil-vern.

1955
Daveenn : VBRU p.18

Ouzh ar gloer sempl o deus touet, / Ouzh tud ar c'hargoù ' voe krouet / 'Vit mad hor c'hozh gouarnamant,/ Hag ouzh ar re ' laer ar madoù / ' Roas d'an Iliz hon tadoù/ ' Vagont kasoni dizamant.

1960
Daveenn : PETO p61-62

Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…

2015
Daveenn : DISENT p59

Dreist pep takad gris ar stourm difeuls e vez kavet [e kaver] kudenn an distruj madoù.

2015
Daveenn : DISENT p65

Ofis publik ar brezhoneg