Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Anv pempet miz ar bloaz, ennañ un deiz ha tregont. & Kala-Mae. 2. (goude ar ger miz) Ar miz-se. War-dro hanter miz Mae. Ur mintin kaer a viz Mae. [1954] Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro [...]. & Trl. kv. Sichant evel heol miz Mae : sichant-kenañ. EVEZH. : ne lakaer ger-mell ebet dirak Mae, na kennebeut dirak miz Mae prl.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

Mae

1499
Daveenn : LVBCA p137 (may, c-est nom d-ung moy)

en eil Sul a Vae

1549
Daveenn : ISYK.I p112, "Enskrivadur Plougastell" (chapel sant Adrian), 1549.

Mae

1659
Daveenn : LDJM.1 pg May

Mae

1850
Daveenn : GON.II pg Maé (mai, le cinquième mois de l'année).

miz Mae

1850
Daveenn : GON.II pg Maé (le mois de mai).

Mae

1850
Daveenn : GON.II pg Maé (mai, le cinquième mois de l'année. - hors de Léon, mé. HV.)

An alc'houeder a ra e neizh / War-dro miz Mae e-touez an ed, / Er mare-se al laboused, / Ha kement a zo bev, tommet gant heol an deiz, / A verv en o c'halon glaouenn ar garantez, / Zo c'hwezhet gant mestr ar vuhez.

1867
Daveenn : MGK p51

Er penn kentañ eus a viz Mae edo ar "Rogasionoù", hag evel-se mard oa noz p’en em gavje an holl, ne vije ket c’hoazh re ziwezhat.

1877
Daveenn : EKG.I. p.158

Gant ar Gelted, an hañv, kemeret ez strizh, a oa anezhañ tri miz, Mae, Mezheven, Gouere. Kemeret ez ledan, e staged outañ tri miz all : Eost, Gwengolo, Here.

1923
Daveenn : SKET p.23

Lizher Bilzig d’e vamm Izabel. Naoned, an 20 a viz Mae 1787. Va mamm ger Izabel,

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

D'an 22 a viz Mae, Edmond Fournier d'Albe, sekretour ar c'hendalc'h hollgeltiek a oa da vezañ e Dublin da viz Eost, a zeuas da ober embann e Breizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.164

A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. Un drugar a oa dezhañ an dour o tiflukañ, yen hag herrus - miz Mae n'oa ken - dre e gorzhenn [sic « gorzenn »] houarn, el laouer vaen, diouzh kalon an douar.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Taer e oa heol miz Mae, en un oabl glas-divent.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.52

Ar brezel bras e gwirionez ne grogas evidon, evel evit kalz a dud all nemet d'an 10 a viz mae 1940, pa voe roet urzh deomp da antren e Bro Velgia.

1985
Daveenn : DGBD p6

Kouezhañ a ra atav glav tanav miz Mae met daoust da se ez eo heruilh an tremenerezh.

2015
Daveenn : EHPEA p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial