Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Str. 1. Gwezigoù eus an trovanoù, eus ar genad Manihot. & Ent strizh Gwezigoù, o anv spesad Manihot esculenta ha Manihot dulcis, a c'hounezer evit o delioù hag o gwrizioù heñvel ouzh torzhelloù. Karet em bije kavout maniok, rak gant o gwrizioù e vez graet bara mat-tre. Ar maniok eo gant ar bananez talvoudusañ plantenn ar broioù tomm ha leizh. 2. Gwrizioù ar plant-se end-eeun a farder meur a aozad boued ganto, tapioka dh. Seurtoù maniok zo a-walc'h o foazhañ evit ma nijfe kuit an drenkenn. [1985] Flaer ar maniok lakaet a-boulladoù evit glec'hiañ hag eogiñ e-barzh an dour. II. H.g. Danvez debradus ar gwrizioù-se end-eeun. Eno e vez rostet un nebeud maniok da bep hini.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag ouzhpenn ! Bez' ez eus flaer ar maniok lakaet a boulladoù evit glec'hiañ hag eogiñ e-barzh an dour !

1985
Daveenn : DGBD p58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial