Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Prantad amzer eus istor ur vro, ur bobl, eus istor an Douar. Ar marevezh kelt-ha-roman. Marevezh ar maen. 2. Kementad pesked tapet da-geñver ur mare. Graet eo o marevezh ganto. HS. morad.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

"amzervezh" gg. [...] (ivez "gre", "grez", "maread-amzer", "marevezh", "oadvezh", "pennad-amzer", "rannamzer", "rann-oad").

1923
Daveenn : SKET p.154, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "espace de temps, durée ; époque, période, ère".

Bepred, en holl varevezh-se, a vez graet anezhañ gant an henzanevellourien Marevezh an nav rummad gwenvidik a Ouenn Vanos, ne voe na kleñved na merventi war al loened ; ar buoc’hed, an deñved hag ar givri a roas dizehan ur builhentez a laezh.

1923
Daveenn : SKET p.66

En ur marevezh kent o dije bevet ar Vrezhoned e menezioù an Erkunia [...].

1923
Daveenn : SKET p.147 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted". (Dionusios Periêgêtês, gwerz. 284-6 ; Lagneau, Ethnogénie des populations du nord-ouest de la France, 1876, p. 18)

Kenveriañ an hengeltieg *gutuatir, ’gutuatros « beleg », latinaet e gutuater war an enskrivadurioù eus ar marevezh kelt-ha-roman [...].

1923
Daveenn : SKET p.27

« Kaer pa lazh », lesanv doue ar brezel, e Breizh-Veur, er marevezh kelt-ha-roman, D’Arbois, Cycle, p. 379, n. 1.

1923
Daveenn : SKET p.42

Ar c’harr-se a zigas da goun eus an hini a zo bet kavet e Debjerg (Jutland) hag a denn da varevezh an Ten (500-50 kent H. S.).

1923
Daveenn : SKET p.61

D’ar marevezh kelt-ha-roman emañ ar vrozh c’hoazh anezhi e gwiskamant an doue kavet en Hérange, Meurthe (Rev. arch. 1911, p. 222-3) ; douget eo bet betek en hon amzer gant menezidi Bro-Skos ha Palikared Bro-C’hres.

1924
Daveenn : SKET.II p.55, Notenn 7

Graet eo gante o marevezh, ur [m]arevezh mat.

1925
Daveenn : BILZ2 p.140

Ne lavaran ket, n'eo ket plijadurus bezañ war ar mor hag arvestiñ outañ, eo ! Un daolenn eus ar re gaerañ a gaved eno, dreist-holl, gwechall e marevezh al listri-dre-lien.

1929
Daveenn : SVBV p.14

Hervez Briquet e vefe ar mor chomet a-sav un nebeut metradoù a-is d'al live a-vremañ, ha goude-se pignet adarre betek hemañ (pignidigezh dunkerkek) goude nevez varevezh ar maen ha zoken goude marevezh an arem.

1943
Daveenn : TNKN p20

Gant ar c'hemmoù deuet abaoe an amzer ma tremenen drezo ez eus bet moarvat meur a hini eus an hentoù-se hag a zo bet digoret bremañ evit ma vije tu da dremen warno gant ur jeep, en diavaez eus marevezh ar glaveier bras.

1985
Daveenn : DGBD p40

Evit ar vojenn-se da vezañ faltazius ken-ha-ken, ha bet savet dreist pep tra evit ezhommoù politikel da vare an Duked, e tiskouez splann e oa chomet bev hengoun Ilias Homeros betek penn pellañ kornôg Europa hag e-kreizig-kreiz ur Grennamzer gwallvrudet, e gaou, evit bezañ marevezh an dud dizesk ha gouez.

2016
Daveenn : ILIAS P 9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial