Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

agv. S.o. mervel.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne ankounac’haomp ket kennebeut hor mignoned, ha leveromp un De Profundis evit ar re a zo marvet e Kergidu.

1878
Daveenn : EKG.II p.11

Teñval, hag evit se ! edo ar bed d’am selloù, skrapet ar chatal, marvet ar vevelien, marvet ar wazed kadarn, ar maouezed hag ar vugale !

1923
Daveenn : SKET p.22

Renet e oa gant teir gwerc’hez o divoc’h ruz, teir c’hoar, merc’hed d’ur roue ar vro-Wenn, Matidonnos e anv, hag eñ marvet divab.

1923
Daveenn : SKET p.93

— Ur maleur bras, aotrou person, eme Marc’harid… Janedig a zo marvet en noz-mañ… Janedig, Janedig Tangi… — A !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

marvet

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XX

Dilec'hiet e vez ar geriadenn, pe evit heuliañ ar plantadegoù, pe ivez alies diwar abegoù hud : ur verventi da heul ur c'hleñved-red, daou pe dri den marvet lerc'h-ouzh-lerc'h en un doare souezhus a zo trawalc'h ma vije dilec'hiet ar geriadenn, dilezet an hini gozh ha savet unan nevez un tammig pelloc'h.

1985
Daveenn : DGBD p128

Hini anezhe n'he deus gouzañvet. Marvet int-holl sioul e-kreiz o c'housk.

2015
Daveenn : EHPEA p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial