Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Traezenn a baker e benn ganti evit en em dreuzwiskañ. 2. Traezenn a voucher an daoulagad ganti, evit chom hep bezañ anavezet. O maskloù ganto war o dremmoù e oant bodet tro-dro d'an daol. 3. [2020] Traezenn a wisker lodenn draoñ e benn ganti a-benn en em ziwall ouzh elfennoù poreüs ur c'hleñved bennak. II. Dre ast. 1. Maskl splujañ : gwerenn paket en ur stern a wisker dirak an daoulagad evit gallout gwelet en dour. 2. Maskl enep gazoù : dezhañ ur sil a ro tu da analañ en ur aergelc'h aloubet gant gazoù mougus. & Dre verr. Lavaret a reer dimp lakaat hor maskloù : emañ an Alamaned o teuler ampoezon.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

maskl

1659
Daveenn : LDJM.1 pg masque

hep maskl

1732
Daveenn : GReg pg demasqué (ée, sans masque)

sevel ar maskl

1732
Daveenn : GReg pg demasquer (ôter le masque)

lamet e vaskl

1732
Daveenn : GReg pg (se) démasquer

Aotrou, ma oa va mestr, perak e touge ur maskl war e zremm ? Ma oa va mestr, perak garmiñ evel ur razh ha tec'hout diouzhin ?

2012
Daveenn : DJHMH p.67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial