Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pezh metal, warnañ un enskrivadur bnk., a zouger en e gerc'henn prl. hag a dalvez da dilsam pe da verk a enor. Ur vedalenn arc'hant en deus bet er C'hoarioù Olimpek. Ar soudard, medalennoù forzh pegement ouzh e vruched.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

medalenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Medalle

medalenned

1850
Daveenn : GON.II.HV pg médalen (médaille, pièce de métal. Pl.)

medalenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg médalen (médaille, pièce de métal).

Mammoù kristen a Vreizh-Izel, pa rank ho mab mont da soudard, ha ne stagit-hu ket dezhañ war e galon, me[d]alenn Santez Anna, patronez hor bro ?

1878
Daveenn : EKG.II p.196

Ar gwel eus ar vedalenn a dorras va drouk. Ur vedalenn a ro atav ur vad d’an neb he dougen.

1878
Daveenn : EKG.II p.94

Goulaouet e oa an deiz ; tostaet e oan outañ, hag en ur sellet pizh, e welis ur seizenn en-dro d’e c’houzoug, ha war e galon ur vedalenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.94

metalenn

1909
Daveenn : BROU p. 397 (medaille)

metalennoù

1909
Daveenn : BROU p. 397

medalinier

1909
Daveenn : BROU p. 397

Ar jeneral a reas e c'hourc'hemennoù dezhañ, hag a lavaras : « Me lakaio reiñ deoc'h medalenn ar soudarded », emezañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

Pep a wiskamant-lez a oa ganto, mantilli brodet, hag e-leizh a chadennoù hag a vedalennoù alaouret ouzh o dilhad.

1944
Daveenn : EURW.1 p.113

Gounezet en devoa e-keit-se medalenn ar Meksik ha div pe deir all ouzhpenn, hag, o vezañ ma voe bet gloazet ha gweet krenn biz meud e zorn kleiz gant un tenn e porzh-mor La Vera Cruz ne veze graet dioutañ e Priel nemet Biz Kamm...

1954
Daveenn : VAZA p.9

[...] pikoloù pakadennoù leun a draoù a bep seurt : Aotrou Doueoù eveljust [sic evel-just], skeudenn hon Tad Santel ar Pab Leon trizek, hini Itron Varia Lourd, chapeledoù ha meladennoù [sic, medalennoù ] sof-kont, pedennoù evit kement degouezh er vuhez ha zoken evit goulenn ur marv mat, met ivez pezhioù dilhad, c’hoarielloù, ha dreist-holl fardaj e-leizh eus ti an apotiker [...].

1954
Daveenn : VAZA p.36

Hogen, ur ral e [sic, a] veze dimp kaout tra pe dra d’ober gant an Aotronez-se na vezent gwelet nemet ur wech an amzer, da skouer, pa veze roet ur vedalenn da hemañ pe henhont, pa ranke ur rannad martoloded mont kuit eus Brest da baramantiñ ul lestr e porzh-mañ-porzh, ha d’ar sadorn [Sadorn] goude kreisteiz e-pad an enselladenn vras.

1954
Daveenn : VAZA p.84

Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.

2015
Daveenn : DISENT p57-58

"Hag ar vedalenn evit an anaoudegezh-se, mont a ray da Vro-Ouganda d'he c'herc'hat?" a c'houlenn ouzhin en un doare dic'hortoz.

2015
Daveenn : EHPEA p67

Norvegia he doa gounezet div vedalenn.

2023
Daveenn : DREAM p.39

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial