melchonenn
melchon
Alfoñsig ’vat, yaouank-flamm er mare-se, peogwir n’am boa nemet ur bloavezh warnañ, ha me krog em daou vloaz warn-ugent, a ziskoueze bezañ un ibil a vent vat, mistr ha seven en desped d’e lapenn re hir a roe dezhañ neuz ur maout o peurvalañ ur begad melchon, si holl rouanez e ouenn abaoe Charlez ar pempvet.
Hogen, na pegen stag e oan ouzh netraigoù am boa gwelet ha klevet kant ha mil gwech hep ober fed outo ! c’hwezh ar melchon nevez droc’het [nevez-droc'het], ken c’hwek da serr-noz ; er pellder, harzh damvouget ur c’hi raouiet ; koabrennoù o loveal, ken skañv, ken mistr al lien anezho ha skeud ur gannerezig-dour o tremen a-rez ur wazh ; ar stered kentañ o taskrenañ gant ar riv marteze pe dre aon rak ec’honder an neñvoù ; ha du-hont, e tu all da ziv stêrig Landreger, ar c’hlaz en tour besk war dosenn Dredarzeg, ken tener em skouarn ar son anezhañ ma krede din e glevout c’hoazh o tintal, hag eñ tavet ur pennad ’oa.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
melchoneg