Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Anv a reer eus ub., udb. dre gomz. Ne glever na roud na meneg anezhañ. An hini zo meneg anezhañ. Meneg zo bet graet ac'hanoc'h. & Bezañ meneg d'ober udb. : bezañ anv d'ober an dra-se. Meneg zo da sevel un ti eno. Meneg zo gantañ da zimeziñ. & (impl. da anv unan) N'eus meneg ebet anezhañ. HS. keal. 2. Dre ast. Roud chomet dre skrid. Ne'm eus gwelet meneg nag eus ki nag eus kazh war ar renabloù. N'eo anavezet nemet dre ar meneg-se. 3. Prizadur ur strollad barnerien. Degemeret eo bet gant ar meneg "mat-tre ".

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

digas meneg da ur personaj

1732
Daveenn : GReg pg annoncer

degas meneg

1732
Daveenn : GReg pg apporter

meneg

1732
Daveenn : GReg pg avis (avis, nouvelles)

meneg enorus meurbet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mének

meneg

1850
Daveenn : GON.II pg mének

meneg a rin ac'hanoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg mének

grit meneg eus an dra-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg mének

meneg a enor

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mének

meneg enorus

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mének

meneg enorusañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mének

Ar pezh a lavaran ned eo ket hep abeg ; / Setu evit petra : amañ ez eus meneg / Eus ur c'hreg paour a voe beuzet / En ur stêr zon, ar stêr Oded, / P'edo o vont da gas e lein / D'he fried, bener mein.

1867
Daveenn : MGK p142

Unan eus ar skridennoù a zo bet kavet e Bogbaz-Keui a zo meneg enni eus lec’hiennoù-zo ma tenne diouto roueed an Heteaned ar metaloù er XIVvet kantved kent H. S. : [...].

1923
Daveenn : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

E-keit ha ma teske Lugus an holl draoù-se da vibien nerzhek Manos, a lavar ouzhpenn an danevellourien ma reomp meneg amañ, Belisama a gentelie ar c’hoarezed penn koant anezho.

1923
Daveenn : SKET p.59

Nemet n’o deus ket kavet an ergerzhourien-studiañ alaman ar mogerioù kuklopel a zo meneg anezho gant ar beajour kelt hag e tiskredont zoken e vije bet biskoazh Gordion kelc’hiet a vogerioù, S. Reinach, les fouilles de Gordion […].

1923
Daveenn : SKET p.15 (p.197 "Da reiz[h]a[ñ]": "P. 15, notenn 3, e lec’h « baejour » lenn « beajour »". )

meneg a zo eus an dra-mañ

1931
Daveenn : VALL pg agir (il s'agit de telle chose)

meneg

1931
Daveenn : VALL pg allégation

Ne reomp meneg war Ar vuhez kristen nemet eus ar skridoù hag al levrioù a zo bet degaset deomp

1944
Daveenn : VKST niv. 6-7, p. 183

E 1873 e tremenas e Gwengamp kendamouez an noterien hag e voe digemeret gant ur meneg enorus.

1944
Daveenn : EURW.1 p13

- Pa 'z eus meneg avaloù, breur Arzhur, e lavarin deoc'h n'am [sic, ne'm] eus ket debret Aval Skiant ar Mad hag an Droug, ha n'ouzon ket pe soñj a zo aet dre ho penn, o reiñ dimp hoc'h abadennig termaji.

1949
Daveenn : SIZH p.62

Kement-mañ a zo gwir penn-da-benn, da vihanañ hervez ar skridoù kozh a ra meneg eus al lazh.

1960
Daveenn : PETO p8

Anezho 'm eus klevet anv : / Meneg ' rit eus ar Chouanted / ' Zo dirollet, par d'al lanv, / D'ober disuj o ziranted.

1960
Daveenn : PETO p58

Kavet e vo c'hoazh meneg anezhañ pelloc'h er skrid.

1985
Daveenn : DGBD p65

Lec'hienn Internet ar strollad, bet krouet e deroù ar c'houlzad-stourm, a zo un doare mat d'en ober, gant ma vo kinniget enni ar prouennoù hag ar menegoù a souten hoc'h arguzennoù hag ho koulennoù.

2015
Daveenn : DISENT p124

Notennoù studi

Roet eo an termen-mañ evel eus Goueled Leon gt Gregor a Rostrenenn (pg. apporter).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial