Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. al lec'hioù ec'hon) Zo menezioù ennañ, zo stank ar menezioù ennañ. An erer a weler er broioù meneziek. Er broioù meneziek e talvez ar mul da loen-samm.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

meneziek

1850
Daveenn : GON.II pg ménésiek

ur vro meneziek eo

1850
Daveenn : GON.II pg ménésiek

Meneziek eo, koadet-stank ha leun a varmouzien hag a olifanted […].

1923
Daveenn : SKET p.18

Gwelet em eus, e penn reterañ ar bed, eme Vindosetlos, un douar meneziek ha diheñchoù, goloet-holl a c’heot hag a wez.

1924
Daveenn : SKET.II p.63

Eus al ledanañ eo gourvazenn an douar-bras e-keñver aodoù Breizh, hag etre Breizh-Veur, Bro-C'hall hag an Alamagn ; strizh eo pa vez meneziek an aod, war aodoù Kornog ar C'hanada, er Mor Kreizdouarek, h.a. da skouer.

1943
Daveenn : TNKN p11

En ur vro vrav, en ur vro veneziek, pe war ribl ar mor, pe e-kreiz ar c'hoadoù bodennek, eo e sav spered an dud yaouank betek brasder an Divent.

1944
Daveenn : EURW.1 p14

C'hoant am bije bet da ober anaoudegezh gant an enezenn veneziek-se.

1985
Daveenn : DGBD p13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial