Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
117
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. Debriñ merenn. Pep unan a verenne en e gorn. Mall eo merennañ. Deuit da verennañ du-mañ warc'hoazh. II. V.k.e. 1. (db. an dud, al loened) Reiñ e verenn da zebriñ da ub., d'ul loen bnk. [1878] Evit merenniañ kement all a dud e oa ret kaout ur podad mat a yod ; hag evit aozañ ur podad mat a yod, eo ret kaout un tantad mat a dan. Merennañ e vuoc'h. DHS. boueta, magañ. 2. Ent strizh (db. ar vugale vihan, ar glañvourien) Paskañ. HS. koaniañ, leinañ.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

merennañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg merenna

merenniñ

1732
Daveenn : GReg pg collationner

merenni

1732
Daveenn : GReg pg collationner (faire un repas entre le dîner & le souper), goûté (Prendre le goûté, faire la collation.)

merennet

1732
Daveenn : GReg pg collationner, goûté (Prendre le goûté, faire la collation, pp.)

merenniñ

1732
Daveenn : GReg pg collationner

merennet

1732
Daveenn : GReg pg collationner

merennañ

1732
Daveenn : GReg pg goûté (Prendre le goûté, faire la collation.)

merenniañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mernia

merenniet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mernia

merennet

1850
Daveenn : GON.II pg mérenna

dont a rit-hu da verennañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg mérenna

merennañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mérenna, mernia

ha merenniet eo ganeoc'h ?

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mernia

Gourvezet a-zindan ur roc'h / Un den gouez, a-bell dioc'h amañ, / Hag e vugale disoroc'h / A voa o vont da verennañ.

1867
Daveenn : MGK p37

Henhont a zo o klask lann da aozañ merenn, hag houmañ a zo bet o kerc’hat laezh da soubañ anezhañ. Kasomp anezho o-daou da verenniañ fenoz da di Lusifer, d’an ifern, mard eus un ifern bennak.

1877
Daveenn : EKG.I. p.193

Evit merenniañ kement all a dud e oa ret kaout ur podad mat a yod ; hag evit aozañ ur podad mat a yod, eo ret kaout un tantad mat a dan.

1878
Daveenn : EKG.II p.69-70

merennañ

1909
Daveenn : BROU p. 398

Da c'houde, merennet ganin e keriadenn Andem, goude bezañ troet a-zeou, e kemeromp adarre ur wenodenn dindan goad.

1985
Daveenn : DGBD p153

Un ehan en Akendje, dirak lochennoù pesketaerien ar Monda, evit merennañ ha fiñval un tammig hon divesker, ha setu ni adarre en hent tramek Sibang ha Libreville.

1985
Daveenn : DGBD p96

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial