merien
merien
Ervat o anavezomp : tantadoù a enaouent gant avaloù-pin ; gwrizioù ha louzaouennoù yec’hedus a glaskent ; bleunioù a gutuilhent d’o flezhenniñ e kurunennoù ha garlantezennoù ; ar bravañ amprevaned askellek a bakent ; krugelloù-merien a zispennent da gerc’hat vioù merien d’ar c’hilhog-gouez bras ha d’an evned all.
Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.
Kement a dud a oa diank da serr-noz ma voe ret kas hep dale un toullad fuzuilherien da glask ha da zegas war vourzh ar re chomet da gousket gant o c’hofad e-mesk ar strouezh pe war ribl ul lagenn hag an deiz war-lerc’h kristen ebet, na zoken o mamm pe o gwreg, ne vije deut a-benn da c’houzout piv ’oant, gant ar goeñvet ma ’z oa o zalfas flemmet gant ar fubu ha skaotet gant pikoloù merien ruz.
Mar deo koant ar balafenned, ez eus loened all hag a zo gouest da lakaat un den da bennfolliñ ha da vont da vreskenn evel ur c'hole brizh. Ar merien an hini int.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
merienaer