Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne gredan ket e c’hellfe den kontañ ar pezh a yae dre galon ha dre spered ar manac’h o sellet ouc’h mogerioù al leandi bolzennet, faoutet, hantergouezhet, o soñjal en e genvreudeur merzheriet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.53

C’hwec’h den muntret, merzheriet er memes nozvezh ! C’hwec’h sant e Baradoz an Aotrou Doue !!

1878
Daveenn : EKG.II p.84

N’em eus ket a aon rak ar marv, emezi, rak an aotrou Branelleg, merzheriet evit ar feiz, a deuio da zigeriñ din dor ar Baradoz.

1878
Daveenn : EKG.II p.233

Va breudeur beleien, / Nevez-merzheriet, / O deus o c’hurunenn / ’Barzh en eñv kemeret : / Me ho ped, va Jezuz, / Da reiñ din o c’halon, / Ma arruin ’kichen o zron.

1878
Daveenn : EKG.II p.252-253

An aotrou person, pep Sul, er gador-sarmon, a lenn deomp, ha penn-da-benn, buhez ur Sant pe ur Santez, graet gante pinijenn galet war an douar, bet merzheriet, hag a zo aet, hep douetañs ebet, war nij, ha war-eeun, d’ar Baradoz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.133

En an' Treinded skedus an Nec'h, / Tad galloudek, Mab ha Spered, / A ren Douar, Mor ha Stered, / Ha da goskor an Ifern trec'h, / Digemerit an absolvenn / ' Ro deoc'h beleg kaezh dizeriet / Ar wir Iliz ken merzheriet / 'Vit ho kas d'an Neñvoù hollwenn.

1960
Daveenn : PETO p84

Evel ar gilvizien da Sul a vez e Kembre o kenstrivañ da c'houzout piv a raio, diwar skourroù diven troc'het er c'harzhioù merzheriet gant an avel, ar bravañ kador-vrec'h, ur gador ne c'hellor na dezougen, nag azezañ e-barzh, met kement-se ne vern

1992
Daveenn : EAZB p. 110

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial