1. Tud mesk-ha-mesk o c'hoari pe oc'h emgannañ.
Hag ar paotr da vont er veskadeg.
2. (db. ar rugbi)
Prantad c'hoari ma'z a ar c'hoarierien stok-ha-stok.
&
MESKADEG URZHIET : prantad da heul ur fazi ma'z a an araogerien eus an daou du d'en em dolpañ stank da glask tapout ar vell a vo taolet en o c'hreiz.
&
MESKADEG EN DIZURZH : prantad war ar prim m'en em dolp ar c'hoarierien en-dro d'ar vell.
Digaset e voe an nav fenn, gant hini ar roue-meur, da Nemetos a reas o gwintañ e beg goafioù, d’o dougen d’al lec’h m’edo ar veskadeg en he gwashañ ha ma talc’he c’hoazh ar Skaled, oc’h en em zifenn taer-meurbet.
Digaset e voe an nao fenn, gant hini ar roue-meur, da Nemetos a reas o gwinta e beg goafiou, d’o dougen d’al lec’h m’edo ar veskadeg en he gwasa ha ma talc’he c’hoaz ar Skaled, oc’h en em zifenn taer meurbet.
1923
Daveenn :
SKET
p.127
"meskadeg" gg.
1923
Daveenn :
SKET
p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Mêlée".
Kaset-digaset dre o meskadeg e hañvale ar mor bezañ keflusket gant ur gwallvarrad-amzer.
Kaset-digaset dre o meskadeg e hanvale ar mor beza keflusket gand eur gwall-varrad-amzer.