Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Anv-gwan ar verb meskañ. 2. Yezhad. Kemmadurioù mesket : kemmadurioù amreizh. HS. kemmesket. 3. Trl. (db. an dud) Mesket e spered : trubuilhet. Dre forzh soñjal em breur ha gortoz eus e geloù, eo deuet mesket he spered. & Mesket e zaoulagad : skoelf e zaoulagad. Hag e kaven e oa mesket e zaoulagad.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

mesket

1732
Daveenn : GReg pg confus (usé, mélé, embroüillé)

Darn anezhañ a zebred pe zigemmesk pe vesket gant laezh ha bleud, hag eus ar pep all e raed mez pe dour-vel « a vez graet anezhañ, eme ar sklav, "medus" em yezh evel en hoc’h hini. »

1923
Daveenn : SKET p.47

— Evurus, maleürus, eme Izabel dre he daeroù, unanet omp bet gant Doue, unanet e vevfomp hag e varvfomp !… Ha daeroù ar vugale, mesket gant daeroù ar vamm, a siellas an testeni.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Mesket, kemmesket en devoa en e benn an Drinded, an tri Ferson, un Doue hepken, ha ken luziet e oant ken n’oa ket evit o [t]ibuniñ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

Hemañ a zo perc'hennet gant ur plac'h a ouenn vesket hag a oa brudet-kaer e Libreville d'ar mareoù-se.

1985
Daveenn : DGBD p46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial