Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Furm venel ar ger mestr. II. 1. Plac'h muiañ-karet. Karet a rae e vestrez. DHS. amourouz, dous, karantez, karedig. 2. Mestrez ub. : plac'h en deus ub. darempredoù rev ganti (hep dezhi bezañ e wreg). Meur a vestrez en deus. DHS. serc'h. III. (en e furm lies) Ar mestrizi : hollad ar gwalennoù a ya d'ober framm ur pezh kantennerezh. Strujennoù kistin bet suilhet en tan zo dispar d'ober mestrizi boutegi.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

15. Mari, mestrez ar gwerc'hezed, / Pa zeuy ar marv, zo garv-meurbet, / Gant daeloù, kañvoù, em c'haouded, / C'hwi ouzh Jezuz ma eskuzit.

1622
Daveenn : Do. p63

mestrez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Maitresse

mestrezed

1732
Daveenn : GReg pg amante

an amourouz hag e vestrez

1732
Daveenn : GReg pg amoureux

mestrez

1732
Daveenn : GReg pg amante, (une) beauté (une maîtresse)

mestrezed

1732
Daveenn : GReg (une) beauté (une maîtresse)

ar wreg eo ar vestrez

1732
Daveenn : GReg pg (la femme porte le haut-de-) chausse(s)

ar vestrez inklinasion

1732
Daveenn : GReg pg (la passion) dominante

n'eo ket e wreg, e vestrez eo

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mestrez

mestrez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mestrez

mestrezed

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mestrez

Mat, pa glevas n’he doa ket gellet ar Rouanez dont a-benn eus he zaol, e tistroas e Frañs, dre garantez oc’h he mestrez, er riskl da goll he buhez. Ouc’hpenn risklañ he buhez, siwazh ! he doa graet, rak paket e voe.

1878
Daveenn : EKG.II p.74

« — Alo ! alo ! eme Jañ Glaudadig, gwaz eo ar c’hilhog, kerse eo gantañ dilezel e vestrezed…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.950 (Mae 1924)

Met plac’h yaouank ebet ne zaremprede : n’en devoa mestrez ebet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

An aotrou Leskorr a ginnigas d’e vestrez ur walenn aour eus ar re gaerañ, hag en argouroù en deus roet dezhi pemzek kant skoed leve.

1925
Daveenn : BILZ2 p.154

mestrez

1931
Daveenn : VALL pg amante (débauchée)

Ar barzh en doa ur vestrez anvet Maria B. hag a rae war e dro gant aked.

1944
Daveenn : EURW.1 p.147

[...] kavout ma mestrezig Maggie kresket ha koantaet, ha tommoc'h e c'halonig eget daou vloaz a oa.

1944
Daveenn : EURW.1 p.170

Eno e karen chom neuze ur pennadig da lenn pe da vorediñ : sioul pep tra, nemet ur wespedenn-vañson bennak o troidellat en-dro d'he neizh, a ra gant pri ouzh al lein, pe zoken, ouzh framm ar poltredoù a zo skourret ouzh ar speurinier ha chomet er stad ma oant p'hor boa feurmet an ti, arrebeuri hag all : tud mestrez an ti, Mamaino, homañ hag he c'hoar, an holl anezho hironezed liv ar c'hoar.

1985
Daveenn : DGBD p150

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial