Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
117
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Kaout beli, astenn e veli war ub., udb. Mestroniañ speredoù an dud. Mestroniañ ur vro. 2. Dont da vezañ mestr war ub. - ul loen prl. - dre nerzh. Poan o doa o vestroniañ o mirc'hed. Dont a reas a-benn da vestroniañ e loen. HS. kabestrañ, sujañ. II. V. em. EN EM VESTRONIAÑ : chom mestr war an unan, war e drivliadoù. N'eo ket bet gouest d'en em vestroniañ.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

mestroniañ

1732
Daveenn : GReg pg dominer (être le maître, commander)

mestroniañ ar bed-holl, war ar bed-holl

1732
Daveenn : GReg pg dominer (sur tout le monde)

mestroniañ ur re

1732
Daveenn : GReg pg (s') emparer (de l'esprit de quelqu'un)

mestroniañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mestronia

mestroniet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mestronia

mestroniañ

1923
Daveenn : SKET p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Maîtriser".

mestroniañ (ur vro)

1923
Daveenn : SKET p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Conquérir (un pays)".

450. Ar Gelted o vestroniañ ar vro etre an Danub hag an Alpoù (Vindelikia), (D’Arbois, "les Celtes depuis les temps les plus anciens jusqu’en l’an 100 av. notre ère", Paris, 1904, pp. 127-137).

1923
Daveenn : SKET p.149 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Vissurix, avat, en deus desket da Vindosetlos e talv gwelloc’h c’hoazh an emvestroniañ : « Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestroniañ !

1924
Daveenn : SKET.II p.30

Ar paotrig a daolas e las dezhañ en e gerc’henn hag e vestronias.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

mestroniañ

1924
Daveenn : SKET.II p.135 « Geriadurig », "maîtriser".

-mestroniañ a reont [ar stourmerien] soutilded ar yezh, an doareoù d'en em zerc'hel ; kompren a reont gwelloc'h mont en-dro kevrinus ar Justis hag ar gwir, ar pezh a roio an tu dezhe da nac'h bezañ barnet war ar prim-

2015
Daveenn : DISENT p158

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial