Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

PEMDEZ Skolaer. Aet e oa ar paotrig da welet e vestrez-skol. Ar mestr-skol a ouie gourdrouz ivez. HS. kelenner.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

mestr-skol

1732
Daveenn : GReg pg (maître d') école

mestrez-skol

1732
Daveenn : GReg pg (maîtresse d') école

mestr-skol

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fouet-lost

mestr-skol

1850
Daveenn : GON.II pg mestr (-skôl)

mistri-skol

1850
Daveenn : GON.II pg mestr (-skôl)

Na joa o divize bet outo mistri-skol an amzer gwechall, na talvoudegezh o divize kavet enno sent kozh a Vreizh a gelenne ker kaer bugale ar vro-mañ !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XI

Frañsou Caurel (Evnig Arvor), mestr-skol gristen er Pelem ; Erwan Sebillot (Lagad don), mab d’ar skrivagner poblus ; Erwan ar Stank (ar Barzh du), eus an Naoned ; ha beleien gredus eus Bro-Wened : an abad Marechal (Bleiz Lannvau) ; an abad ar Bayon (Job er Gléan) ; Stevan Kerhoret, hag all…

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

Lod all a dape taolioù botez en o revr hardizh evel Maoris an Dod, unan hanter inosant, a lakae droug da vont er mestr-skol gant e c'heizoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p22

An daou ar muiañ enepbreton e [sic, a] oa an daou vestr-skol : Abalea hag Aofred.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

Kevredigezh Celtia a gasas ul lizher digor da c'hournamant Frañs, e miz gwengolo 1902, evit sevel he mouez a-enep kelc'hlizher an aotrou Combes, ministr an Diabarzh, a zifenne ouzh ar velein prezeg brezhoneg hag ouzh ar vistri-skol gouzañv an disterañ ger brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.187

Al lezenn a c’hourc'hemenne : ar studierien o labourat da gaout ur skrid-testenni er skolioù-uhel ar gloareged o klask mont da vistri-skol, ar vicherourien merket evel « micherourien arz », ne rajent nemet ur bloavezh e-lec’h tri.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Hi eo a zeuas, dre guzh d'ar re-mañ, ha goude ma voe bet lazhet ganto ar Predour, mestr-skol en Edern, ha Gorager, person touer parrez Brieg, da gemenn d'an David pe venoz o devoa graet diwar e benn. Person Goezeg n'he c'hredas ket hag, e-lec'h tec'hout da guzhat, a chomas en e bresbital. Kavet e voe eno gant e vuntrerien hag e kollas evel-se e vuhez.

1960
Daveenn : PETO p8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial