Pedet e vez gant ar vrezelourien kent mont d’an emgann, gant ar varnerien kent diskuliañ o barnadenn, gant ar vicherourien kent deraouiñ o labour, gant an danevellourien, ar werzaouerien, an delennerien kent displegañ o ijin, gant ar vezeged dirak gwele ar glañvourien, gant ar veleien hag al lidlazhourien-sakr en nevedoù, gant an arerien o voulc’hañ irvi hag ar vederien o troc’hañ ed.
Goude kreisteiz e teuas va zro da vezañ ensellet e noazh-pilh evel un aneval gant ur mezeg kozh, hag o vezañ ne gavas ennon na si na namm, ha netra da damall d'am c'halon, d'am skevent na d'am avu, e tisklerias [tisklêrias] e oan dellezek da vezañ martolod.
Dont du-mañ a rae alies awalc’h [a-walc'h] ar mezeg, met pa veze goulennet digantañ : « ac’hañ’ ta [sic, ac'hanta], Aotrou, penaos emañ ar bed gant ho klañvourez ? » hejañ skoaz a rae bep tro : « Feiz, emezañ, n’a ket falloc’h ! »
Kozh, kalz re gozh e oa an Aotrou Gwezenneg, ar mezeg a rae war he zro ; ger eeun ebet ne veze klevet digantañ a-zivout he stad.
Euzh ha rukun am boa bet ouzh va faotr adal ar sell kentañ. Evel tiegezh ar plac'hig, pezh na oa nemet reizh. Hogen ersav ar mezeg eo en doa va skoet. Ne oa nemet un tamm apotiker ordinal, hep oad na liv na tra arbennik ebet, ha dezhañ taol-mouezh kreñv Din Edin ha kizidigezh ur binioù.
Goude hon eus klasket ur mezeg evit ma erskrivje deomp hon louzeier met ar vezeion a rae harz-labour.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
mezeg